Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/336

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
II. ROUANE, 4.

digant da holl amezeien, beselou gollo, ha na c’houlen ket eun niver bihan. 4 Goude kea en da di ha zerr an nor varnout ha var da vugale, ha skul en holl beselou ze, o pellaat ar re a vezo leun. 5 Mont a reaz eta diganthan ; goude e serraz an nor varnezhi ha var he bugale ; int a zigase ar beselou dezhi, hag hi a skulie ennhei. 6 Ha pa oe leun ar beselou, e lavaraz d’he mab : Digas d’in c’hoaz eur besel ; hag hen a respountaz : N’euz besel ebet ken. 7 Hag an eol a baouezaz. Neuze e teuaz da ziskleria kement se da zen Doue, pehini a lavaraz dezhi : Kea, gwerz an eol, ha pae da zle ; ha te, ha da vibien, a vevo euz an nemorant.

8 HAG e c’hoarvezaz eun deiz ma tremenaz Elize en Sunem ; hag e oa eno eur vreg pinvidik, pehini a zalc’he anezhan da zibri bara en he zi. Ha, bep tro ma tremene, ez ea eno evit dibri ar bara. 9 Hag hi a lavaraz d’he fried : Setu, anaout a ran penaoz an den' ze pehini a zeu atao d’hon zi, a zo eun den santel a Zoue. 10 Greomp, me az ped, eur gambr vihan huel, ha lekeomp eur gwele ennhi, eun daol, eur gador hag eur c’hantoler ; pa zeuo d’hon zi, hen en em denno eno.

11 O veza eta eun deiz deuet di, hen en em dennaz er gambr huel ze, hag tiskwizaz eno. 12 Hag e lavaraz da C’hehazi, he zervicher : Galv ar Sunamitez ze. Gehazi he galvaz eta hag en em lekeaz dirazhan. 13 Neuze e lavaraz da C’hehazi : Lavar dezhi, me az ped : Setu, ec’h euz kemeret evidomp an holl eveziou ze ; petra a helfet ober evidout ? Beza ec’h euz-te da gomz d’ar roue pe da vestr an arme ? Hi a respountaz : Choum a ran entouez va fobl. 14 Hen a lavaraz eta : Petra ober evithi ? Ha Gehazi a respountaz : Mes ne deuz mab ebet, hag he fried a zo koz. 15 Neuze e lavaraz : Galv anezhi ! Hag e c’halvaz anezhi, hag e teuaz da dal an nor. 16 Hag hen a lavaraz dezhi : Ar bloaz a zeu, en amzer ma, te a vriato eur mab. Hag hi a respountaz : Nan, va aotrou, den Doue, na c’haouiat ket d’az servicherez !

17 Hag ar vreg ze a gonsevaz, hag e c’hanaz eur mab eur bloaz goude, er memeuz amzer, evel ma hen doa Elize lavaret dezhi. 18 Hag ar bugel o veza deuet da veza bras, e c’hoarvezaz ma ez eaz eun deiz er meaz evit mont da gaout he dad, en kichen ar vederien. 19 Hag e lavaraz d’he dad : Ma fenn, ma fenn ! Hag an tad a lavaraz d’he zervicher : 20 Doug anezhan d’he vam. Dougen a reaz anezhan eta hag e kasaz anezhan d’he vam ; hag e choumaz var barlen he vam bete kreizteiz, goude e varvaz. 21 Neuze e piniaz, hag e c’hourvezaz anezhan var gwele den Doue ; hag, o veza serret an nor varnezhan, ez eaz er meaz. 22 Goude e c’halvaz he fried hag e lavaraz dezhan : Digas d’in, me az ped, unan ar zervicherien hag eun azenez ; ha ma ez in bete den Doue ; goude e tistroin. 23 Hag hen a lavaraz : Perag ez eaz-te d’he gaout hirie ? N’ema nag al loar nevez nag ar sabbat. Hi a respountaz : Pep tra a ia mad ! 24 Lakaat a reaz eta dibra an azenez, hag e lavaraz d’he mevel : Kas buan ; ha na c’horreka ket ken a lavarin d’id. 25 Evel se ez eaz hag e teuaz entrezeg den Doue, da venez Karmel. Ha kerkent, ma welaz den Doue anezhi en em gaout, e lavaraz da C’hehazi, he vevel : Setu aze ar Zunamitez ze ! 26 Kea, kerz araog dezhi, ha lavar dezhi : Pep tra ha mont a ra mad ganez, gant da bried, gant ar bugel ? Hag hi a lavaraz : Mad. 27 Goude e teuaz entrezeg den Doue var ar menez, hag e vriataz he dreid. Ha Gehazi a dostaez evit he bouta kwit ; mes den Doue a lavaraz dezhan : Lez anezhi, rag he ine a zo er c’hwervder ; hag an Aotrou Hen deuz he guzet ouzin, ha n’euz ket hen diskleriet d’in. 28 Neuze e lavaraz : Ha goulennet em boa eur mab digant va aotrou ? N’em boa ket lavaret d’id : Na ra ket ma vezin tromplet ? 29 Hag hen a lavaraz da C’hehazi : Gouriz da groazellou ; kemer va bas en da zorn, ha kea. Mar kevez unan benag, na zalut ket anezhan ; ha mar salut unan benag ac’hanout, na respount ket dezhan ; goude e lakai va bas var bisach ar bugel. 30 Mes mam ar bugel a lavaraz : An Aotrou a zo beo ha da ine a zo beo ! na lezin ket ac’hanout. Hag e savaz hag e c’heuliaz anezhi.

31 Ha Gehazi, o veza ho diaraoget, a lakeaz ar vas var bisach ar bugel ; mes ne oe na mouez na zin a evezted evithan ; hag e tistroaz dirag Elize, hag e tiskleriaz dezhan, o lavarout : Ar bugel n’eo ket difunet. 32 Elize a ieaz eta en ti ; ha setu, ar bugel a oa maro ha gourvezet var he wele. 33 Hag, o veza eet ebarz, e serraz an nor varnezhei ho daou, hag e pedaz

326