Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/337

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
II. ROUANE, 5.

an Aotrou. 34 Goude e piniaz, hag e c’hourvezaz var ar bugel, hag e lekeaz he c’henou var genou ar bugel, he zaoulagad var he zaoulagad, he zaouarn var he zaouarn, hag en em astennaz varnezhan ; ha kig ar bugel a oe tomeet. 35 Goude en em dec’he, hag ez ea dre an ti, en ber ama, en ber ahont, hag e pinie hag en em astenne c’hoaz varnezhan ; da ziveza ar bugel a zistrefiaz seiz gwech, hag a zigorraz an daoulagad. 36 Neuze Elize a c’halvaz Gehazi, hag a lavaraz dezhan : Galv ar Zunamitez. Hag e c’halvaz anezhi ; hag e teuaz d’he gaout, hag hen a lavaraz dezhi : Kemer da vab. 37 Dont a reaz eta hag en em daolaz d’he dreid, hag en em stouaz d’an douar ; goude e kemeraz he mab hag ez eaz er meaz.

38 HAG Elize a zistroaz da C’hilgal. Ha beza e oa eur gernez er vro ; ha mibien ar brofeded a oa azezet dirazhan. Hag e lavaraz d’he vevel : Laka ar pod bras, ha poaz legumach evit mibien ar brofeded. 39 Mes unan benag a ieaz d’ar parkeier da zastum ieot ; hag e kavaz ar winien gouez, hag e tastumaz gouriwinennou gouez, leiz he zae ; goude o veza deuet, e lakeaz anezhei a damou er pod el lec’h ma oa al legumach ; rag na wiet ket petra e oa. 40 Hag e oe tennet d’an dud ze da zibri ; mes ragtal ma ho doe debret euz al legumach ze, e krijont : Den Doue, ar maro a zo er pod ze ! Ha na heljont ket dibri. 41 Neuze e lavaraz : Ac’hanta, digaset bleud. Hag e taolaz anezhan er pod ; goude e lavaraz : Karg d’an dud ze ma tebrfont. Ha ne oe netra ken a fall er pod.

42 Neuze e teuaz eun den euz Baal-Shalisha, pehini a zigase da zen Doue bara ar prouveudiou, ugent bara heiz, hag ed kenta euz he sac’h. Hag Elize a lavaraz : Ro d’an dud ze outhei, ha ma tebrfont. 43 Hag he vevel a lavaraz dezhan : Penaoz e roin me outhei da gant den ? Mes Elize a respountaz : Ro anezhan d’an dud ze ha ma tebrfont. Rag evel-hen hen deuz lavaret an Aotrou : Debret e vezo hag e vano c’hoaz. 44 Evel se e lakeaz anezhan dirazhei, hag e tebrjont hag e leschont da vân, hervez gir an Aotrou.


5 HA Naaman, chef arme roue ar Siri, a oa eun den galloudek hag enoret bras en kichen he aotrou, abalamour ma Hen doa an Aotrou delivret ar Siried drezhan ; mes an den nerzus ha kalounek ze a oa lor. 2 Hag eur vanden benag a oa eet euz ar Siri hag ho doa digaset prizounierez eur plac’h vihan a vro Israel, hag hi a zerviche greg Naaman. 3 Hag hi a lavaraz d’he mestrez : Oh ! ma vije va aotrou dirag ar profed pehini a zo en Samari ! E wellaje anezhan ragtal euz he lorniez. 4 Naaman a zeuaz eta hag hen diskleriaz d’he aotrou, hag a lavaraz dezhan : Ar plac’h iaouank euz bro Israel he deuz lavaret an dra ma, an dra hont. 5 Ha roue ar Siri a lavaraz : Kers, kea, ha me a gaso eul lizer da roue Israel. Hag ez eaz, o kemer en he zorn dek taland arc’hant, c’hwec’h mil bez aour ha dek sae nevez. 6 Hag e kasaz da roue Israel al lizer, pehini a lavare : Adaleg ma en em gavo al lizer ma ganez, e c’hanavezi penaoz em euz kaset d’id Naaman, va zervicher, evit ma iac’hai anezhan euz he lorniez. 7 Adaleg ma hen doe roue Israel lennet al lizer, e rogaz he zillad, hag e lavaraz : Beza oun me Doue, evit ober mervel pe veva, ma tigas hema entrezeg ennoun evit iac’haat eun den euz he lorniez ? Dre ze, gwelet, anavezet penaoz ne glask nemert an tu a enep d’in.

8 Mes pa anavezaz Elize, den Doue, hen doa roue Israel roget he zillad, e kasaz da lavaret d’ar roue : Perag ec’h euz-te roget da zillad ? Ma teuo hepken d’am c’haout me, hag ec’h anavezo ez euz eur profed en Israel.

9 Naaman a zeuaz eta gant he gezek hag he gar, hag e choumaz en tal dor ti Elize. 10 Hag Elize a gasaz eur c’hannad da lavaret dezhan : Kea, en em walc’h seiz gwech er Jourdan, ha da gig a zistroio d’id, hag e vezi pur. 11 Mes Naaman en em lakeaz en koler vras, hag az eaz kwit, o lavarout : Setu, me a lavare d’in : Dont a raio a-dra-zur entrezeg ennoun ; en em derc’hel a raio aze ; gervel a raio hano an Aotrou he Zoue ; astenn a raio he zorn var ar gouli hag e iac’hao al lor. 12 An Abana hag ar Papar, rivierou Damas, na dalveont int ket mui evit holl doureier Israel ? Ne helfen me ket en em walc’hi ennhei ha dont pur ? Evel se e tistroe ha drouk vras ennhan.

13 Mes he zervicherien a dostaez, hag a lavaraz dezhan : Va zad, mar hen divije ar profed lavaret d’id eun dra benag a ziez, n’az pije-te

327