Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/339

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
II. ROUANE, 7.

buliet ; hag e c’halvaz he zervicherien hag e lavaraz dezhei : Na zizolofet-hu ket d’in pehini euz hon re a zo evit roue Israel ? 12 Hag unan euz he zervicherien a lavaraz dezhan : N’euz hini ebet, o roue, va aotrou ; mes Elize, ar profed a zo en Israel, a ziskleri da roue Israel ar c’homzou zoken a leverez er gambr ma kouskez. 13 Neuze e lavaraz : It, gwelet pelec’h ema ; ha me a gaso da gemer anezhan. Hag e oe lavaret dezhan : Setu, ema en Dothan. 14 Hag e kasaz kezek, kirri hag eur vanden vras di, pere a eruaz en noz hag a reaz an dro da gear.

15 Ha servicher den Doue a savaz mintin mad, hag a ieaz er meaz ; ha setu, soudarded gant kesek ha kirri a rea an dro da gear. Hag he zervicher a lavaraz dezhan : Alaz ! va aotrou, penaoz a rafomp-ni ? 16 Elize a respountaz : N’az pez ket a aoun ; rag ar re a zo ganeomp ni a zo en brasoc’h banden evit ar re a zo ganthei. 17 Hag Elize a bedaz hag a lavaraz : O Aotrou, plij ganez digorri he zaoulagad ma welo ! Hag an Aotrou a zigorraz daoulagad ar zervicher, hag e welaz ; ha setu, ar menez a oa leun a gezek hag a girri tân, trozro da Elize.

18 Koulskoude ar Siried a ziskenne entrezeg Elize ; neuze e pedaz an Aotrou hag e lavaraz : Plij ganez skei an dud ze a zallentez. Ha Doue ho skoaz a zallentez, hervez gir Elize. 19 Hag Elize a lavaraz dezhei : N’ema ket ama an hent ha n’ema ket ama kear. Heuliet ac’hanoun ; ha me a gaso ac’hanoc’h entrezeg an den pehini a glesket. Hag e kasaz anezhei da Samari. 20 Ha pa oent eet en Samari, Elize a lavaraz : O Aotrou, digor ho daoulagad dezhei, ma welfont ! Hag an Aotrou a zigorraz ho daoulagad, hag e weljont ; ha setu, e oant en kreiz Samari. 21 Hag adaleg ma welaz roue Israel anezhei, e lavaraz da Elize : Va zad, skei a rin, skei a rin ? 22 Hag Elize a respountaz : Na skoi ket. Ar re a rez prizounierien ha skei a rez anezhei gant da gleze ha gant da wareg ! Laka bara ha dour dirazhei ; ma tebrfont ha ma c’hevfont, ha ma ez aint da gaout ho aotrou. 23 Hag ar roue a reaz cher vad dezhei ; dibri hag eva a rejont ; goude e kasaz anezhei, hag ez ejont entrezeg ho aotrou. Abaoe an amzer ze soudarded ar Siried na zistrojont ken da vro Israel.

24 MES, goude an traou ze, e c’hoarvezaz ma tastumaz Ben-Hadad, roue ar Siri, he holl arme, piniat a reaz hag e kelc’hiaz Samari. 25 Hag e oe eur gernez vras en Samari ; ha setu, e oa zerret euz a gen tost ken a werzet penn eun azen pevar-ugent sikl arc’hant, hag ar c’hart euz a eur c’hab kaoc’h koulm, pemp sikl arc’hant. 26 Hag, evel ma tremene roue Israel var ar voger, eur vreg a griaz dezhan hag a lavaraz : O roue, va aotrou, sikour ac’hanoun ! 27 Hag hen a lavaraz : Ma na zikour ket an Aotrou ac’hanout, a belec’h e sikourin me ac’hanout ? Ha beza e vefe euz al leur pe euz a presaouar ? 28 Goude ar roue a lavaraz dezhi : Petra ec’h euz ? Hag hi a lavaraz : Ar vreg ma e deuz lavaret d’in : Ro da vab, ha debromp anezhan hirie ; ha varc’hoaz e tebrfomp va hini me. 29 Evel se hon deuz lakeat va mab da boazet, hag hen deuz e zebret ; hag, an deiz varlerc’h, em euz lavaret dezhi : Ro da vab, ha debromp anezhan. Mes hi he deuz kuzet he mab. 30 Hag adaleg ma hen doe ar roue klevet komzou ar vreg ze, e rogaz he zillad ; tremen a rea neuze var ar voger, hag ar bobl a welaz penaoz hen doa dindan eur sac’h var he gorf. 31 Hag hen a lavaraz : Ra raio Doue d’in hervez an diveza rustler, ma, choum hirie he benn var Elize, mab Shafat !

32 Hag, Elize o veza azezet en he di hag ar re ansien o veza azezet ganthan, ar roue a gasaz eun den dirazhan. Mes, araog ma oe ar c’hannad eru, Elize a lavaraz d’ar re ansien : Gwelet, a rit penaoz ar mab ze d’eul lazer a zigas unan evit troc’ha d’in va fenn ? Pa zeuo ar c’hannad, laket evez da zerri an nor, ha d’hen derc’hel en tal an nor. Ha klevet a ret trouz treid he vestr pehini a heul anezhan ? 33 Evel ma komze c’hoaz outhei, setu, ar c’hannad a ziskennaz d’he gaout, hag a lavaraz : Setu, an drouk ma a zeu abeurz an Aotrou ; petra ken em euz me da c’hortoz abeurz an Aotrou ?


7 Neuze Elize a lavaraz : Selaouet gir an Aotrou. Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou : Varc’hoaz d’an heur ma ar muzur bleud kun a vezo evit eur sikl, hag an daou vuzur heiz evit eur sikl, en tal dor Samari. 2 Mes an offiser, var dorn pehini en em harpe ar roue, a respountaz da zen Doue, hag a lavaraz : Pa rafe an Aotrou brema prenestou en envou,

329