Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/341

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
II. ROUANE, 8.

Gehazi, servicher den Doue, hag a lavare dezhan : Diskleri d’in an holl draou bras hen deuz groet Elize. 5 Hag, evel ma tisklerie d’ar roue penaoz hen doa roet ar vuez da unan maro, setu ar vreg a behini hen doa lakeat ar mab da adbeva, a zeuaz da bedi ar roue divarbenn he zi hag he farkeier. Neuze Gehazi a lavaraz : O roue, va aotrou, setu ar vreg ama, ha setu ama he mab da behini Elize hen deuz roet ar vuez. 6 Neuze ar roue a reaz goulennou digant ar vreg ze, hag hi a ziskleriaz kement se dezhan. Hag ar roue a roaz eun offiser dezhi, da behini e lavaraz : Laka rei dezhi kement a zo dezhi, holl leveou zoken he farkeier, abaoe an deiz ma e deuz kwitaet ar vro bete vrema.

7 HAG Elize a ieaz da Zamaz ; ha Ben-Hadad, roue ar Siri, a oa gwal glanv, hag e oe lavaret kement ma dezhan : Den Doue a zo deuet beteg ama. 8 Hag ar roue a lavaraz da Hazael : Kemer eur prof en da zorn ha kea dirag den Doue, ha kuzul dreizhan an Aotrou, o lavarout : Ha sevel a rin euz ar c’hlenved ma ?

9 Hazael a ieaz eta dirazhan, o veza kemeret ganthan eur prof, kement a oa a wella en Damaz, bech daou-ugent chamo. Dont a reaz eta dirag Elize, hag e lavaraz dezhan : Da vab Ben-Hadad, roue ar Siri, hen deuz va digaset d’az kaout, evit lavaret d’id : Sevel a rin euz ar c’hlenved ma ? 10 Elize a respountaz dezhan : Kea, lavar dezhan : A-dra-zur, sevel a ri outhan ! Mes, d’in me, an Aotrou Hen deuz diskouezet e varvo a-dra-zur. 11 Goude ze den Doue a sellaz mad outhan ha pell, hag e welaz. 12 Neuze Hazael a lavaraz : Perag e wel va aotrou ? Hag Elize a respountaz : Abalamour ma ouzon pegement a zroug a ri da vugale Israel. Lakaat a ri an tân en ho c’heariou krev, laza a ri gant ar c’hleze ho zud iaouank, frika a ri ho bugale vihan, ha faoutad a ri kovou ho gragez brazez. 13 Hazael a respountaz : Mes piou eo da zervicher, pehini n’eo nemert eur c’hi, evit ober traou ken bras ze ? Elize a respountaz : An Aotrou Hen deuz diskouezet d’in e vezi roue euz ar Siri.

14 Neuze Hazael a gwitaez Elize hag a zeuaz da gaout he vestr, pehini lavaraz dezhan : Petra hen deuz lavaret Elize d’id ? Respount a reaz : 15 Lavaret hen deuz d’in : A-dra-zur e wellai ! Mes, an deiz varlerc’h, e kemeraz eur vallen, hag, o plonji anezhan en dour, e c’hastennaz anezhan var bisach Ben-Hadad, pehini a varvaz. Hag Hazael a renaz en he blas.

16 Ar bempved bloaz euz a Joram, mab Akab, roue Israel (Josafat a oa c’hoaz roue Juda), Joram, mab Josafat, roue Juda, en em lekeaz da ren var Juda. 17 Oajet e oa a zaou vloaz ha tregont pa en em lekeaz da ren, hag e renaz eiz vloaz en Jerusalem. 18 Heul a reaz hent rouane Israel, evel ma hen doa groet ti Akab ; rag merc’h Akab a oa he vreg. Ober a reaz eta ar pez a zo fall dirag daoulagad an Aotrou. 19 Koulskoude an Aotrou na fellaz ket dezhan distruja Juda, dre garante evit David, he zervicher ; rag lavaret Hen doa dezhan e roje dezhan eul lamp entouez he vibien da virviken.

20 En he amzer, an Idumeed en em savaz a enep Juda hag a lakeaz eur roue varnezhei. 21 Ha Joram a dremenaz en Tsair gant he holl girri ; hag, o sevel euz an noz, e kannaz an Idumeed pere a rea an dro dezhan ha mestrou ar c’hirri ; mes ar bobl a dec’haz en he dantennou. 22 Koulskoude an Idumeed a zo bet dizent euz Juda bete hirie. Er memeuz amzer ze, Libna ive en em zavaz.

23 An nemorant euz a oberiou Joram, ha kement hen deuz groet, n’emaint-hi ket skrivet en levr Niverou rouane Juda ? 24 Ha Joram a gouskaz gant he dadou, gant pere e oe sebeliet en kear David ; hag Akazia, he vab, a renaz en he blas.

25 AN daouzegved bloaz euz Joram, mab Akab, roue Israel, Akazia, mab Joram, roue Juda, en em lekeaz da ren. 26 Akazia a oa oajet a zaou vloaz varnugent pa en em lekeaz da ren, hag e renaz eur bloaz en Jerusalem. He vam a oa hanvet Athali, hag a oa merc’h vihan da Omri, roue Israel. 27 Heul a reaz hent ti Akab, hag a reaz ar pez a zo fall dirag daoulagad an Aotrou, evel ti Akab ; rag groet hen doa allians gant ti Akab. 28 Hag ez eaz gant Joram, mab Akab, d’ar brezel a enep Hazael, roue Siri, en Ramoth-Galaad ; hag ar Siried a gannaz Joram. 29 Hag ar roue Joram a zistroaz ac’hane, evit en em lakaat beza gwelleet en Jizreel euz ar gouliou ho doa ar Siried groet dezhan en Rama, pa vrezelie a enep

331