Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/342

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
II. ROUANE, 9.

Hazael, roue ar Siri. Hag Akazia, mab Joram, roue Juda, a ziskennaz da welet Joram, mab Akab, en Jizreel, abalamour ma oa klanv.


9 Neuze Elize, ar profed, a c’halvaz unan euz mibien ar brofeded, hag he lavaraz dezhan : Gouriz da groazellou, kemer en da zorn ar vuredad eol, ha kea da Ramoth-Galaad. 2 Pa vezi eru eno, sell, pelec’h e vezo Jehu, mab Josafat, mab Nimshi ; goude kea hag, o veza he lakeat da zevel digant he vreudeur, e lakaat a ri da vont en eur gambr kuzet. 3 Kemer a ri neuze ar vuredad eol, skulia a ri anezhan var he benn hag e lavari : Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou : Da eoliet em euz da roue var Israel ! Goude, e tigorri an nor, hag e tec’hi hep gortoz.

4 Evel se an den iaouank, servicher ar profed, a ieaz da Ramoth-a-C’halaad. 5 Pa eruaz, setu, kabitened an arme a oa azezet ; hag e lavaraz : Me em euz da gomz ouzit, kabitan. Ha Jehu a lavaraz : Da behini ac’hanomp holl ? D’id te, kabitan. 6 Neuze Jehu a savaz hag a ieaz en ti. Hag an den iaouank a skuliaz eol var he benn, hag e lavaraz dezhan : Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou, Doue Israel : Da eoliet em euz roue var bobl an Aotrou, var Israel ! 7 Skei a ri ti Akab, da aotrou ; hag e vanjin var Jesabel goad va zervicherien ar brofeded, ha goad holl zervicherien an Aotrou. 8 Hag holl di Akab a beriso ; hag e lamin digant Akab bete eun den hepken, kement ar pez a zo dastumet evel ar pez a zo dilezet en Israel ; 9 hag e lakain ti Akab er memeuz stad evel ma ema ti Jeroboam, mab Nebat, ha ti Baesha, mab Akija. 10 Ar chas a zebro ive Jesabel en park Jizreel, ha ne vezo den da sebelia anezhi. Goude, an den iaouank a zigoraz an nor, hag a dec’haz.

11 Neuze Jehu a ieaz entrezeg servicherien he aotrou. Hag e oe lavaret dezhan : Mont a ra pep tra mad ? Perag eo deuet an diskiant ze bete ennout ? Respount a reaz dezhei : Anaout a ret an den hag he gomzou. 12 Mes int a lavaraz : Faoz eo ! He ziskleri deomp eta ! Hag hen a lavaraz : Komzet hen deuz ouzin en doare ma, en doare zont, o lavarout : Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou : Da eoliet em euz roue var Israel. 13 Neuze e kemerjont en eur hasta pep hini he wiskamant, ho lekejont dindanhan, en huela euz an degreou, son a rejont an drompil, ha lavaret a rejont : Jehu a zo roue !

14 Evel se Jehu, mab Josafat, mab Nimshi, a reaz eur c’heule a enep Joram. Ha, Joram a ziwalle Ramoth-a-C’halaad, hen hag Israel holl, a enep Hazael, roue ar Siri. 15 Hag ar roue Joram a oa distroet da lakaat e iac’haat en Jizreel euz ar gouliou ho doa ar Siried groet dezhan, pa en em ganne a enep Hazael, roue ar Siri. Ha Jehu a lavaraz : Mar kavit mad, ma n’ez aio den euz kear da gas ali da Jizreel. 16 Neuze Jehu a biniaz var he gar, hag a ieaz da Jizreel, rag Joram a oa en he wele eno ; hag Akazia, roue Juda, oa diskennet eno evit gwelet Joram. 17 Hag ar gward a oa var an tour, en Jizreel, a welaz banden Jehu, hag e lavaraz : Gwelet a ran eur vanden dud. Ha Joram a lavaraz : Kemer eur marc’her, hag he gas araog dezhei, ha ma lavaro : Beza e zo peoc’h ? 18 Hag ar c’havalier a ieaz araog dezhan hag e lavaraz : Evelhen hen deuz lavaret ar roue : Ha beza e zo peoc’h ? Jehu a respountaz : Petra ec’h euz-te da ober gant ar peoc’h ? Tremen endreg oun. Hag ar gward a respountaz, hag a lavaraz : Ar c’hannad a zo eet beteg ennhei, ha na zistro ket. 19 Hag e oe kaset dezhan eun eilved marc’her, pehini a zeuaz hag a lavaraz : Evelhen hen deuz lavaret ar roue : Ha beza e zo peoc’h ? Jehu a respountaz : Petra ec’h euz-te da ober euz peoc’h ? Tremen endreg oun. 20 Ar gward a ziskleriaz c’hoaz, hag a lavaraz : Eet eo beteg ennhei, ha na zistro ket ; mes an doare da ren he deuz an ear euz hini Jehu, mab Nimshi ; rag kas a ra gant buander.

21 Neuze Joram a lavaraz : Stag ! Hag e oe staget he gar. Evel se Joram, roue Israel, a ieaz gant Akazia, roue Juda, pep hini en he gar, hag ez ejont araog Jehu, hag e tiaraogchont anezhan en park Naboth, ar Jizreelit. 22 Hag adaleg ma hen doa Joram gwelet Jehu, e lavaraz : Ha peoc’h a zo, Jehu ? Mes Jehu a respountaz : Pez sort peoc’h, enpad ma vezo gastaouerezou Jesabel da vam, hag he sorselachou en niver ken bras ? 23 Neuze Joram a droaz brid hag a dec’haz, o lavarout da Akazia : Treitourach, Akazia !

24 Mes Jehu a grogaz en he warek a leiz he zorn, hag a skoaz Joram entre he ziouskoaz, en hevelep doare ma treuzaz ar viren he galoun dezhan,

332