Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/343

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
II. ROUANE, 10.

ha ma kouezaz var he zaoulin en he gar. 25 Ha Jehu a lavaraz da Vidkar, he offiser : Kemer anezhan, ha taol anezhan en park Naboth, ar Jizreelit. Rag az pez sonj, pa oamp var varc’h, me ha te, an eil varlerc’h egile, var-lerc’h Akab, he dad, an Aotrou a ziskleriaz a enep dezhan ar c’homzou ma : 26 Ken gwir evel ma weliz dec’h goad Naboth ha goad he vibien, a lavar an Aotrou, ken gwir me hen roio d’id en park ze, a lavar an Aotrou. Dre ze eta, kemer anezhan ha taol anezhan er park ze, hervez komz an Aotrou. 27 Hag Akazia, roue Juda, o veza gwelet kement se, a dec’haz entrezeg pavillon ar jardin ; mes Jehu a genredaz anezhan, hag a lavaraz : Sko anezhan ive var he gar ! Kement se a oe en Gur, taost da Jibleam. Goude Akazia a dec’haz da Vegiddo, hag a varvaz eno. 28 Hag he zervicherien a zizougaz anezhan var eur c’har da Jerusalem hag a sebeliaz anezhan en he vez gant he dadou, en kear David. 29 Hag Akazia hen doa en em lekeat da ren var Juda an unnegved bloaz euz a Joram, mab Akab.

30 Goude Jehu a deuaz da Jizreel. Ha Jesabel, o veza anavezet kement se, a fardaz he daoulagad, a ornaz he fenn, hag en em lekeaz er prenest.

31 Hag evel ma tremene Jehu dre an nor, e lavaraz : Ha kemeret mad hen deuz da Zimri, pehini a lazaz he vestr ? 32 Kerkent e savaz he benn entrezeg ar prenest hag e lavaraz : Piou a zo evidoun me ? piou ? Ha daou pe dri eunuk en em lekeaz var zu ennhan. 33 Hag e lavaraz dezhei : Taolet anezhi d’an traoun ! Hag e taoljont anezhi, en hevelep doare ma lampaz euz he goad euz ar voger hag a euz ar c’hezek ; hag e vac’haz anezhi d’he dreid. 34 Hag, o veza eet, e tebraz hag e c’hevaz. Goude e lavaraz : It da welet brema ar plac’h milliget ze, ha sebeliet anezhi ; rag merc’h eur roue eo. 35 Mont a rejont eta evit he sebelia ; mes ne gavchont anezhi nemert krogen he fenn, treid ha paliou an daouarn. 36 Hag, o veza distroet, hen disklerjont dezhan. Neuze e lavaraz : Ar gir eo Hen doa an Aotrou diskleriet dre he zervicher Eli, an Thishbit, o lavarout : En park Jizreel ar chas a zebro kig Jesabel ; 37 ha korf Jesabel a vezo, en park Jizreel, evel teil var ar meaz, en hevelep doare ma ne helfer ket lavaret : Ama ema Jesabel.


10 Ha beza e oa en Samari dek mab ha tri-ugent da Akab. Ha Jehu a skrivaz lizerou hag o c’hasaz da Samari, d’ar brinsed mestrou Jizreel, d’ar re ansien, ha da c’houarnerien bugale Akab, da lavaret dezhei : 2 Brema, adaleg ma vezo al lizer ma en em gavet ganeoc’h, c’hwi gant pere ema mibien ho mestr, ar chirri, ar c’hezek, eur gear grev hag an armou, 3 gwelet piou a zo entouez mibien ho mestr an hini pehini a blij hag a zere deoc’h ar muan, lakait anezhan var drôn he dad, ha brezeliet evit ti hoc’h aotrou. 4 Neuze ho doe eun aoun vras meurbed, hag e lavarjont : Setu, daou roue n’ho deuz ket gallet en em derc’hel dirazhan ; ha ni, penaoz e talc’hfemp-ni ? 5 Prinsed ar palez ha kear, hag ar re ansien, ha gouarnerien ar vugale, a gasaz eta da lavaret da Jehu : Ni a zo da zervicherien. Ni a raio kement a liviri deomp. Ni ne lakafomp den da roue. Gra ar pez a gavi mad.

6 Skriva a reaz dezhei eun eilved lizer, er c’homzou ma : Mar d’hoc’h evidoun, ha mar sentet euz va c’homz, kemeret pennou mibien ho mestr, ha deuet d’am c’haout, varc’hoaz d’an heur ma, da Jizreel. Ha mibien ar roue, en niver a zeg ha tri-ugent, a oa en ti ar re vras pere ho zave. 7 Kerkent eta ma oa al lizer deuet dezhei, e kemerjont mibien ar roue hag e lazchont an dek ha tri-ugent den ze ; hag, o veza lakeat ho fennou en panerou, e kaschont anezhei dezhan da Jizreel. 8 Hag ar c’hannad a zeuaz d’hen diskleria dezhan, o lavarout : Digaset eo pennou mibien ar roue. Jehu a lavaraz : Lakeet anezhei en daou vern en tal dor kear, bete ar beure. 9 Hag euz ar beure ez eaz er meaz ; hag, euz en em diskouez, e lavaraz d’ar bobl : Reiz oc’h ! Setu, em euz en em savet a enep va mestr, hag em euz lazet anezhan ; mes piou hen deuz skoet ar re ma holl ? 10 Anavezit brema ne gwezo ket netra d’an douar euz a c’hir an Aotrou, pere Hen deuz an Aotrou diskleriet a enep ti Akab, ha penaoz an Aotrou Hen deuz groet ar pez Hen doa lavaret dre he zervicher Eli.

11 Jehu a lekeaz ive d’ar maro ar re holl a vane euz a di Akab en Jizreel, he holl re vras, he vinioned hag he offiserien genta, bete ma ne lezaz ganthan den a zemorant. 12 Goude e savaz hag e kemeraz hent Samari. 13 Hag, evel ma oa taost da eun ti meserien, var an hent, Jehu

333