Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/344

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
II. ROUANE, 11.

a gavaz breudeur Akazia, roue Juda, hag e lavaraz dezhei : Piou oc’h-hu ? Int a respountaz : Ni a zo breudeur Akazia. Ni a zisken da zaludi mibien ar roue ha mibien ar rouanez. 14 Neuze e lavaraz : Kroget ennhei en beo ! Evel se e oe kroget ennhei en beo, hag e oent lazet, en niver a vardro daou ha daou-ugent, en puns ti ar veserien ; ha ne oe ket lezet unan hepken da venel.

15 O veza eet ac’hane, e kavaz Jonadab, mab Rekab, pehini a zeue araog dezhan ; hag e saludaz anezhan, hag e lavaraz : Da galoun hag eeün eo em c’henver, evel ma ema ma c’haloun en da genver ? Ha Jonadab a respontaz : Beza eo. Mar ema, a lavaraz Jehu, ro d’in da zorn. Ha Jonadab a roaz he zorn dezhan. Ha Jehu a lekeaz anezhan da biniat tost dezhan er c’har. 16 Goude e lavaraz dezhan : Deuz ganen, hag e weli ar zel em euz evit an Aotrou. Evel se he kaschont anezhan en he gar. 17 Hag, o veza eet en Samari, e skoaz kement a vane a Akab en Samari, bete ma hen doe ho lazet holl, hervez ar gir hen doa an Aotrou lavaret dre Eli.

18 Goude Jehu a zastumaz an holl bobl, hag a lavaraz dezhei : Akab n’euz ket servichet Baal nemert nebeut ; mes Jehu a zervicho kalz anezhan. 19 Ha brema, peded d’am c’haout holl brofeded Baal, he holl zervicherien hag he holl veleien ; ra na vano hini anezhei ; rag beza em euz da ginnig eur sakrifis bras da Vaal. Piou benag a vanko na vevo ket. Ha Jehu a rea kement se dre ijin, evit lakaat d’ar maro ar re a zerviche Baal. 20 Ha Jehu a lavaraz : Groet eur goel solanel da Vaal ! 21 Hag e oe embanet. Goude Jehu a gasaz dre holl Israel, hag holl zervicherien Baal a zeuaz ; ne oe ket unan pehini na zeuaz ket. Mont a rejont en ti Baal, ha ti Baal a oa leuniet euz a eur penn d’egile.

22 Neuze e lavaraz d’an hini hen doa ar garg euz an dillad : Digas dillad evit holl zervicherien Baal. Hag e tigasaz dillad evithei. 23 Ha Jehu a ieaz, gant Jonadab, mab Rekab, en ti Baal, hag e lavaraz da zervicherien Baal : Klaskit ha sellit, evit na vezo ket ama servicher ebet d’an Aotrou, mes servicherien Baal hepken. 24 Mont a rejont eta evit kinnig sakrifisou ha sakrifisou-losk.

Ha Jehu hen doa lekeat er meaz pevar-ugent den, hag hen doa lavaret dezhei : An hini a lezo unan da dec’hel euz an dud ze pere a lakaan entre ho taouarn, a baeo gant he vuez buez egile. 25 Hag adaleg ma hen doe achuet da ginnik ar sakrifis-losk, Jehu a lavaraz d’ar rederien ha d’ar gabitened : It, ebarz skoet ; ra n’ez aio den er meaz ! Tremen a rejont eta anezhei dre ar c’hleze, hag ho zaoljont eno. Goude ze ez ejont bete kear ti Baal. 26 Tenna a rejont er meaz skeudennou ti Baal hag e tevjont anezhei ; 27 hag e tiskarjont skeuden Baal, diskar a rejont ive ti Baal hag e rojont outhan eur galzen pehini a choum bete hirie.

28 Evel se Jehu a zistrujaz Baal euz a douez Israel. 29 Koulskoude n’en em distroaz ket euz ar pec’hejou hen doa Jereboam, mab Nebat, lakeat bugale Israel da ober, loueou aour en Bethel hag en Dan. 30 Hag an Aotrou a lavaraz da Jehu : Abalamour ma ec’h euz groet ar pez a zo eeün dirazoun, ha ma ec’h euz groet da di Akab kement em boa em c’haloun, da vibien a vezo azezet var drôn Israel beteg ar bederved lignez. 31 Mes Jehu na lakaez ket evez da vale euz a greiz he galoun en lezen an Aotrou, Doue Israel. Na zistroaz ket euz ar pec’hejou dre bere hen doa Jeroboam lakeat Israel da bec’hi.

32 En amzer ze an Aotrou en em lekeaz da zidamma Israel ; rag Hazael a gannaz an Israelited en ho holl broiou, 33 adaleg ar Jourdan bete ar savheol, holl vro Galaad, ar C’hadited, ar Rubenited hag ar Manasited ; adaleg Aroer, var dour-red an Arnon, bete Galaad ha Bassan.

34 An nemorant euz a oberiou Jehu, kement a reaz hag he holl vurzudou, n’emaint-hi ket skrivet en levr Niverou rouane Israel ? 35 Ha Jehu a gouskaz gant he dadou, hag a oe sebeliet en Samari ; ha Joakaz, he vab, a renaz en he blas. 36 Hag an amzer ma renaz Jehu en Samari a oe eiz vloaz varnugent.


11HAG Athali, mam Akazia, o welet e oa he mab maro, a zavaz hag a zistrujaz holl ras ar roue. 2 Mes Josheba, merc’h ar roue Joram, c’hoar Akazia, a gemeraz Joaz, mab Akazia, he laeraz a douez mibien ar roue, pehini a lekeaz d’ar maro hag a lakeaz anezhan, gant he vagerez, en zal ar gweleou. Evel se eo e kuzet a zirag daoulagad Athali, en hevelep doare ne oa ket lakeat d’ar

334