Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/345

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
II. ROUANE, 12.

maro. 3 Hag e oe kuzet en he c’hichen c’hwec’h vloaz en ti an Aotrou. Hag Athali a rene var ar vro.

4 Hag, ar seizved bloaz, Jehojada a gasaz da gerc’het kantenerien ar gwarded ha rederien, ho lakeaz da vont d’he gaout en ti an Aotrou, a reaz allians ganthei hag a reaz dezhei ober le en ti an Aotrou, hag e tiskouezaz dezhei mab ar roue. 5 Neuze e roaz dezhei ar gourc’hemen ma : Setu ar pez a refet : Eun drederen ac’hanoc’h pere a ia en zunvez a roio ar gward euz ti ar roue : 6 eun drederen a vezo euz dor Sur ; hag eun drederen euz an nor pehini a zo endreg ar rederien. Evel se e refet ar gward euz an templ, evit n’ez aio den ennhan. 7 Hag ho tiou vanden pere a ia er meaz bep sizun ar roio ar gard euz ti an Aotrou en kichen ar roue. 8 Troia a refeet ar roue euz a bep tu, pep hini o terc’hel he armou en he zaouarn. An hini a ielo er renk a vezo lakeat d’ar maro. Ha c’hwi a vezo gant ar roue, pa ez aio er meaz ha pa ez aio ebarz.

9 Ar gantenerien a reaz eta kement hen doa Jehojada, ar sakrifier, gourc’hemennet. Kemer a rejont pep hini anezhei he dud, kenkoulz ar re a iea en zun evel ar re a zeue euz ar zun ; hag e teujont da gaout ar sakrifier Jehojada. 10 Hag ar sakrifier a roaz d’ar gantenerien ar gwafou hag an dirennou pere a zeue euz ar roue David, ha pere a oa en ti an Aotrou. 11 Hag ar rederien en em renkaz en kichen ar roue trozro, pep hini o terc’hel he armou en he zaouarn, adaleg an tu deou d’an templ bete an tu kleiz, a hed an aoter hag an templ. 12 Neuze e lekeaz mab ar roue da zont er meaz, hag e lekeaz varnezhan ar gurunen hag an desteni. Lakaat a rejont anezhan roue, hag ec’h eoljont anezhan, hag o skei o daouarn e leverjont : Ra vevo ar roue !

13 Mes Athali, o klevet trouz ar rederien hag ar bobl, a zeuaz da gaout ar bobl, en ti an Aotrou. 14 Sellet a reaz, ha setu, e oa ar roue en he za en tal ar peul, hervez ar c’hiz, hag ar gabitened hag an trompillou a oa tost d’ar roue ; hag ar bobl holl a oa en joa, hag e sounet gant an drompil. Neuze Athali a rogaz he dillad, hag a griaz : Dirolded, dirolded ! 15 Mes ar sakrifier Jehojada a roaz an urz ma d’ar gantenerien a vestronie an arme : Kasit anezhi er meaz euz ar renk ; ha ma vezo lakeat d’ar maro gant ar c’hleze an nep a heulio anezhi ! Rag ar sakrifier hen doa lavaret : Ra na vezo ket lakeet d’ar maro en ti an Aotrou ! 16 Groet e oe eta dezhi plas, hag e tistroaz dre hent monedigez ar c’hezek en ti ar roue ; lazet e oe eno.

17 Ha Jehojada a reaz ar gonvenans ma, entre an Aotrou, ar roue hag ar bobl, ma vijent pobl an Aotrou ; ober a reaz ive konvenans entre ar roue hag ar bobl. 18 Neuze holl bobl ar vro a ieaz en ti Baal ; hag e tistrujont anezhan gant he aoteriou, hag he vruzunjont holl he skeudennou. Laza a rejont ive dirag an aoteriou Matthan, sakrifier Baal. Goude ar sakrifier a lakeaz eveserien en ti an Aotrou. 19 Kemer a reaz ive ar c’hantenerien, ar gwarded, ar rederien hag holl bobl ar vro, pere a lekeaz ar roue da ziskenn euz ti an Aotrou, hag ez ejont en ti ar roue dre hent dor ar rederien ; hag ec’h azezaz var drôn ar rouane. 20 Holl bobl ar vro en em laouenaez, ha kear a oe en peoc’h, goude ma oe lakeat Athali d’ar maro, gant ar c’hleze, en ti ar roue.

21 JOAS a oa oajet a seiz vloaz, pa zeuaz da veza roue.


12 Ar seizved bloaz euz Jehu, Joas a zeuaz roue, hag e renaz daou-ugent vloaz en Jerusalem. He vam a oa hanvet Tsibia, hag a oa euz Beer-Sheba. 2 Joas a reaz ar pez a oa eeün dirag an Aotrou enpad an holl amzer ma vevaz Jehojada, ar sakrifier, a gelenne anezhan. 3 Koulskoude, al lec’hiou huel ne oent ket lamet ; ar bobl a gendalc’he da zakrifia c’hoaz, hag a ginnige ezans el lec’hiou huel.

4 Ha Joas a lavare d’ar sakrifierien : An holl arc’hant a zigaser en ti an Aotrou, pe arc’hant pep den pehini a dremen dre an niveramant, pe arc’hant an dud, hervez ar prisach a ra ar sakrifier, pe an arc’hant a zigas pep hini a volonte vad en ti an Aotrou, 5 ra gemero ar sakrifierien anezhan ganthei, pep hini euz ar pez a anavez, ha ma treso disoberou an templ, dre holl ma kavfer eun dra benag da ficha.

6 Mes c’hoarvezout a reaz, an drived varnugent bloaz euz a ren Joas, ma n’ho doa ket ar sakrifierien fichet c’hoaz dizoberou an templ. 7 Neuze ar roue Joas a c’halvaz ar sakrifier Jehojada hag ar sakrifierien, hag a lavaraz dezhei : Perag na fichet-hu ket dizoberou an templ ? Brema eta,

335