Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/346

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
II. ROUANE, 13.

na gemeret ken a arc’hant digant ar re a anavezet ; mes lezit anezhan evit ficha an templ. 8 Ar sakrifierien a asantaz tremen hep kemer arc’hant ar bobl, ha nan beza karget da ficha disoberou an templ. 9 Mes ar sakrifier Jehojada a gemeraz eur c’houf, a reaz eun toul er golo, hag a lakeaz anezhan en kichen an aoter, en tu deou pa ez eer ti an Aotrou. Hag ar sakrifierien, gwarded an treuzou, a lakae eno an holl arc’hant a zigaset en ti an Aotrou. 10 Hag, adaleg ma welent e vije kalz a arc’hant er c’houf, skrivanier ar roue a binie gant ar sakrifier bras ; hag e tastument hag e niverent an arc’hant pehini en em gave en ti an Aotrou. 11 Hag e lakeent an arc’hant ze niveret mad entre daouarn ar re a rea al labour, a bere ho doa an evezted en ti an Aotrou, ar re pere a beae ar goaterien hag an ijinerien pere a laboure en ti an Aotrou, 12 ar vasounerien hag ar gizellerien vein, ar prenaiou koad ha mein kizellet evit ficha dizoberou ti an Aotrou, kenkoulz ha kement hag a zispiniet evit ficha an templ. 13 Hag euz an arc’hant ze pehini a zigaset en ti an Aotrou, na reat ket a galeiou arc’hant evit ti an Aotrou, na serpou, na basinou, na trompillou, na besel all ebet a aour pe a arc’hant ; 14 mes e rei a reat d’ar re a rea al labour, ha pere a fiche ti an Aotrou. 15 Ha ne reat ket kount d’ar re entre daouarn pere e telivret an arc’hant ze evit he lodenni d’al labourerien ; rag labouret a reent gant reizder. 16 Arc’hant ar sakrifisou evit ar pec’hed kenkoulz hag arc’hant ar sakrifisou evit ar pec’hejou, na vije ket digaset en ti an Aotrou. Beza e oa d’ar sakrifier.

17 Neuze Hazael, roue ar Siri, a biniaz hag a reaz brezel a enep Gad, hag e c’hemeraz. Goude Hazael en em distroaz evit piniat a enep Jerusalem. 18 Ha Joas, roue Juda, a gemeraz kement a oa kensagret, ar pez hen doa Josafat, Joram hag Akazia, he dadou, rouane Juda, kensagret, ha kement hen doa he unan kensagret, hag an holl aour pehini en em gavaz en teuzoriou ti an Aotrou ha ti ar roue, hag e kasaz anezhei da Hazael, roue ar Siri, pehini en em dennaz euz Jerusalem.

19 An nemorant euz a oberiou Joas, kement a reaz, ha n’emaint-hi ket skrivet en levr Neventizou rouane Juda ? 20 Hag he zervicherien o veza en em zavet e rejont eun dirolded, skei a rejont Joas en ti Millo, en traounien Silla. 21 Jozakar, mab Shimeath, ha Jozabad, mab Shomer, he zervicherien, a skoaz anezhan, hag e varvaz ; hag e oa sebeliet gant he dadou, en kear David ; hag Amatsia, he vab, a renaz en he blas.


13 AN drived varnugent bloaz euz a Joas, mab Akazia, roue Juda, Joakaz, mab Jehu, a zeuaz roue var Israel en Samari, hag a renaz seitek vloaz. 2 Ober a reaz ar pez a zo fall dirag daoulagad an Aotrou ; rag heul a reaz pec’hejou Jeroboam, mab Nebat, dre bere hen doa groet da Israel pec’hi. Na zistroaz ket outhei. 3 Koler an Aotrou a elumaz eta a enep Israel ; hag Hen a lekeaz anezhei entre daouarn Hazael, roue ar Siri, hag en he daouarn Ben-Hadad, mab Hazael, enpad an holl amzer ze. 4 Mes Joakaz a bedaz an Aotrou, hag an Aotrou a zelaouaz anezhan ; rag gwelet a reaz gwaskerez an Israelited, gwelet a reaz e waske roue ar Siri anezhei. 5 An Aotrou a roaz eta eur frankizer da Israel, hag ez ejont er meaz euz a zindan galloud ar Siried. Evel se bugale Israel a choumaz en he zantennou, evel diagent. 6 Koulzkoude, na zistrojont ket euz pec’hejou ti Jeroboam, pere hen doa lakeat Israel da ober ; mes bale a rejont ennhan, ha skeuden Ashera zoken a bad en Samari, 7 petra benag n’hen doe ket Doue lezet bandennou da Joakaz nemert hanter kant marc’her, dek kar ha dek mil den var droad. A-dra-zur, roue ar Siri hen doa ho distrujet, ha lakeat evel ar boultren a vac’her gant an treid.

8 An nemorant euz a oberiou Joakaz, kement a reaz hag he vurzudou, n’emaint-hi ket holl skrivet en levr Niverou rouane Israel ? 9 Joakaz a gouskaz eta gant he dadou, hag he oe sebeliet en Samari. Ha Joas he vab a renaz en he blas.

10 AR seizved ha tregont bloaz euz Joas, roue Juda, Joas, mab Joakaz, a zeuaz da roue var Israel en Samari, hag e renaz c’hwezek vloaz. 11 Ober a reaz ar pez a zo fall dirag daoulagad an Aotrou, ha na zistroaz euz a hini ebet a bec’hejou Jeroboam, mab Nebat, dre bere hen doa lakeat Israel da bec’hi ; mes bale a reaz ennhei. 12 An nemorant euz a oberiou Joas, kement a reaz, hag an dalvoudegez gant pehini e vrezeliaz

336