Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/347

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
II. ROUANE, 14.

a enep Amatsia, roue Juda, n’emaint-hi ket skrivet en levr Neventizou rouane Israel ? 13 Ha Joas a gouskaz gant he dadou, ha Jeroboam a azezaz var he drôn. Ha Joas a oe sebeliet en Samari gant rouane Israel.

14 Hag, evel ma oa Elize klanv gant ar c’hlenved gant pehini e varvaz, Joas, roue Israel, a ziskennaz hag a welaz var he visach, o lavarout : Va zad, va zad, kar Israel hag he varc’hegez ! 15 Hag Elize a lavaraz dezhan : Kemer eur warek ha mirou. Hag e kemeraz eur warek ha mirou. 16 Hag Elize a lavaraz da roue Israel : Stin ar warek gant da zorn. Ha pa hen doa he stiniet, Elize a lakaez he zaouarn var daouarn ar roue, 17 hag e lavaraz : Digor ar prenest entrezeg ar savheol. Hag e tigorraz anezhan. Hag Elize a lavaraz dezhan : Tenn. Hag e tennaz. Hag Elize a lavaraz : Eur viren a zelivrans a beurz an Aotrou eo, eur viren a zelivrans a enep ar Siried. Skei a ri ar Siried en Afek, beteg ho distruja. 18 Elize a lavaraz c’hoaz dezhan : Kemer ar mirou. Hag e kemeraz anezhei. Hag Elize a lavaraz da roue Israel : Sko a enep an douar. Joas a skoaz teir gwech, goude e paouezaz. 19 Ha den Doue en em goleraz a enep dezhan, hag a lavaraz : Dleet a rajez beza skoet pemp pe c’hwec’h gwech ; neuze ez pije skoet ar Siried bete ho distruja ! Brema te a skoio ar Siried teir gwech.

20 Hag Elize a varvaz hag a oe sebeliet. Hag er bloaz varlerc’h bandennou Moabited a ieaz er vro. 21 Ha setu, tud pere a zouare eun den a welaz unan euz ar bandennou ze, hag a daolaz an den en bez Elize. Hag an den ma, o veza eet da stoka eskern Elize, a addeuaz d’ar vuez, hag a savaz var he dreid.

22 Hag Hazael, roue ar Siri, hen doa gwasket Israel enpad holl vuez Joakaz. 23 Mes an Aotrou a reaz trugarez dezhei, hag Hen doe truez outhei, hag en em distroaz outhei abalamour d’he gonvenans gant Abraham, Isaak ha Jakob. Ne fellaz ket dezhan ho distruja ; ha, bete vrema, n’hen deuz ket ho zaolet kwit a zirag he fas. 24 Neuze Hazael, roue ar Siri, a varvaz, ha Ben-Hadad, he vab, a renaz en he blas. 25 Ha Joas, mab Joakaz, a adkemeraz euz daouarn Ben-Hadad, mab Hazael, ar c’hearioü hen doa hema gounezet var Joakaz, he dad. Joas a gannaz anezhei teir gwech, hag a adkemeraz keariou Israel.


14 AN eilved bloaz euz a Joas, mab Joakaz, roue Israel, Amatsia, mab Joas, roue Juda, en em lekeaz da ren. 2 Oajet e oa a bemp bloaz varnugent pa deuaz da roue, hag e renaz nao bloaz varnugent en Jerusalem. 3 He vam a oa hanvet Joaddan, hag hi a oa euz Jerusalem. Ober a reaz ar pez a zo eeün dirag an Aotrou ; nan koulskoude evel David, he dad. Ober a reaz holl evel ma hen doa groet Joas, he dad. 4 En hevelep doare ma ne oe ken nemert al lec’hiou huel pere ne oent ket lamet kwit ; ar bobl a sakrifie c’hoaz hag a ginnige ezans var al lec’hiou huel. 5 Hag, adaleg ma oe ar rouelez starteet entre he zaouarn, e lakeaz d’ar maro ar re euz he zervicherien pere ho doa lazet ar roue, he dad. 6 Mes ne lakaez ket ho bugale d’ar maro, o senti euz ar pez a zo skrivet en levr lezen Moizez, el lec’h ma Hen deuz an Aotrou roet ar gourc’hemen ma : Ne vezo ket lakeat d’ar maro an tadou evit ho bugale, ha ne vezo ket lakeat d’ar maro ar vugale evit an tadou ; mes lakaat a refer d’ar maro pep hini evit he bec’hed.

7 Skei a reaz dek mil den a Edom en traounien an Haolen, hag e kemeraz Sela a lam, hag e roaz dezhi an hano a Joktbeel, pehini he deuz miret bete hirie. 8 Neuze Amatsia a gasaz kannaded da gaout Joas, mab Joakaz, mab Jehu, roue Israel, da lavaret dezhan : Deuz, ma en em welfomp a fas ! 9 Mes Joas, roue Israel, a gasaz da lavaret da Amatsia, roue Juda : An dreinen a zo el Liban hen deuz kaset da lavaret d’ar sedr euz al Liban : Ro da verc’h da vreg d’am mab. Mes al loened gouez a zo el Liban a zo tremenet hag o deuz mac’hed an dreinen. 10 Skoet ec’h euz kalet an Idumeed, ha da galoun a zo en em c’hwezet. Jouis euz da c’hloar, ha choum en da di. Ha perag e tennez-te eun drouk dre behini e kwezi, te ha Juda ganez ?

11 Mes Amatsia na zelaouaz ket anezhan. Ha Joas, roue Israel, a biniaz hag en em weljont a fas, hen hag Amatsia, roue Juda, en Bethsemesh a Juda. 12 Ha re Juda, o veza bet kannet gant Israel, a dec’haz pep hini en he danten. 13 Ha Joas, roue Israel, a gemeraz Amatsia, roue Juda, mab Joas, mab Akazia, en

337