Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/348

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
II. ROUANE, 15.

Bethsemesh. Goude e teuaz da Jerusalem, hag e reaz eur freuzaden a bevar c’hant illinad en moger Jerusalem, adaleg dor Efraim bete dor ar C’horn. 14 Hag, o veza kemeret an holl aour hag an arc’hant hag an holl draou prisiuz pere a oe kavet en ti an Aotrou hag en tenzoriou ti ar roue, hag esklaved, e tistroaz da Samari.

15 An nemorant euz a oberiou Joas, hag he dalvoudegez, hag evel ma vrezeliaz a enep Amatsia, roue Juda, kement se ha n’emaint-hi ket skrivet en levr Niverou rouane Israel ? 16 Ha Joas a gouskaz gant he dadou, hag a oe sebeliet en Samari gant rouane Israel ; ha Jeroboam, he vab, a renaz en he blas.

17 Amatsia, mab Joas, roue Juda, a vevaz pemzek vloaz goude maro Joas, mab Joakaz, roue Israel. 18 An nemorant euz a oberiou Amatsia, n’emaint-hi ket skrivet en levr Niverou rouane Juda ? 19 Ha groet e oe eun dirolded a enep dezhan en Jerusalem, hag e tec’haz da Lakiz. Mes kaset e oe var he lerc’h da Lakiz, hag e oe lazet eno. 20 Goude e oe dizouget var gesek, hag e oe sebeliet en Jerusalem gant he dadou, en kear David. 21 Neuze pobl Juda holl a gemeraz Asaria, pehini a oa oajet a c’hwezek vloaz, hag e oe lakeat da roue en plas Amatsia, he dad. 22 Hen eo an hini a adsavaz Elath, o veza adgounezet anezhi da Juda, goude ma oa ar roue kousket gant he dadou.

23 AR bempzegved bloaz euz a ren Amatsia, mab Joas, roue Juda, Jeroboam, mab Joas, a zeuaz roue var Israel en Samari, hag e renaz eur bloaz ha daou-ugent. 24 Ober a reaz ar pez a zo fall dirag daoulagad an Aotrou. N’en em distroaz euz a hini ebet a bec’hejou Jeroboam, mab Nebat, dre bere hen doa lakeat Israel da bec’hi. 25 Hen eo an hini a adlakeaz harzou Israel, adaleg monedigez Hamath bete mor ar blenen, hervez ar gir Hen doa an Aotrou, Doue Israel, diskleriet dre he servicher Jonas, ar profed, mab Amitthai, pehini a oa euz Gath-Hefor. 26 Rag an Aotrou a welaz e oa c’hoero glac’har Israel, ha ne vane ken netra euz ar pez a oa dastumet, nag euz ar pez a oa dilezet, ha ne oa den hag a zikourje Israel. 27 Hag an Aotrou n’Hen doa ket komzet deuz diverka hano Israel euz dindan an envou ; evel se e telivraz anezhei dre zaouarn Jeroboam, mab Joas.

28 An nemorant euz a oberiou Jeroboam, kement a reaz, an dalvoudegez gant pehini ec’h adgouneaz evit Israel Damas hag Hamath da Juda, kement se ha n’ema-hen ket skrivet en levr Niverou rouane Israel ? 29 Ha Jeroboam a gouskaz gant he dadou, rouane Israel ; ha Zakari, he vab, a renaz en he blas.


15 AR seizved varnugent bloaz euz Jeroboam, roue Israel, Asaria, mab Amatsia, roue Juda, a zeuaz roue. 2 Oajet e oa a c’hwezek vloaz pa en em lekeaz da ren, hag e renaz daou vloaz hag hanter kant en Jerusalem. He vam a oa hanvet Jekolia, hag e oa euz Jerusalem. 3 Ober a reaz ar pez a oa eeün dirag daoulagad an Aotrou, evel Amatsia, he dad. 4 Koulskoude al lec’hiou huel ne oent ket lamet kwit. Ar bobl a sakrifie c’hoaz, hag a ginnige ezans var al lec’hiou huel. 5 Mes an Aotrou a skoaz ar roue, pehini a oe lor beteg deiz he varo, hag e choumaz en eun ti he unan ; ha Jotham, mab ar roue, hen doa renerez ar palez hag a varne pobl ar vro. 6 An nemorant euz a oberiou Asaria, kement a reaz, n’ema-hen ket skrivet en levr Niverou rouane Juda ? 7 Hag Asaria a gouskaz gant he dadou, hag a oe sebeliet gant he dadou, en kear David ; ha Jotham, he vab, a renaz en he blas.

8 AN eizved ha tregont bloaz euz a Asaria, roue Juda, Zakari, mab Jeroboam, a zeuaz roue var Israel en Samari, hag e renaz c’hwec’h mis. 9 Ober a reaz ar pez a zo fall dirag daoulagad an Aotrou, evel ma ho doa groet he dadou. N’en em distroaz ket euz pec’hejou Jeroboam, mab Nebat, dre bere hen doa lakeat Israel da bec’hi. 10 Ha Shallum, mab Jabesh, a reaz eun dirolded a enep dezhan, a skoaz anezhan dirag ar bobl, hag he lazaz ; hag e teuaz da roue en he blas. 11 Divarbenn an nemorant euz a oberiou Zakari, setu, kement se a zo skrivet en levr Niverou rouane Israel. 12 Hennez eo ar gomz Hen doa an Aotrou diskleriet da Jehu, o lavarout : Da vibien a vezo azezet var drôn Israel bete ar bederved lignez. Evel se e oe.

13 SHALLUM, mab Jabesh, a zeuaz roue an naoved ha tregont bloaz euz

338