Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/349

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
II. ROUANE, 16.

Ozias, roue Juda, hag e renaz eur mis en Samari. 14 Ha Menahem, mab Gadi, a biniaz euz Thirtsa, a ieaz en Samari, a skoaz Shallum, mab Jabesh, en Samari, hag a lazaz anezhan ; hag e teuaz roue en he blas. 15 An nemorant euz a oberiou Shallum, hag an dirolded a reaz, setu, kement se a zo skrivet en levr Niverou rouane Israel.

16 Neuze Menahem a skoaz Thifsak, hag ar re holl a oa ganthan, hag he vro adaleg Thirtsa, abalamour ma ne doa ket digorret he doriou dezhan. Skei a reaz anezhi, hag e faoutaz ho c’hov d’he holl c’hragez vrasez.

17 AN naoved ha tregont bloaz euz Asaria, roue Juda, Menahem, mab Gadi, a deuaz roue var Israel, hag e renaz dek vloaz en Samari. 18 Ober a reaz ar pez a zo fall dirag daoulagad an Aotrou. Enpad he vuez holl n’en em distroaz ket euz pec’hejou Jeroboam, mab Nebat, dre bere hen doa lakeat Israel da bec’hi. 19 Pul, roue an Assiri, a oa deuet a enep ar vro, Menahem a roaz mil taland arc’hant da Bul evit ma sikourje anezhan da startaat ar rouantelez entre he zaouarn. 20 Ha, Menahem a dennaz an arc’hant ze euz Israel, digant ar re holl a oa galloudek en madou, evit ho rei da roue an Assiri ; euz pep hini hanter kant sikl arc’hant. Evel se roue an Assiri en em distroaz, ha na choumaz ken er vro.

21 An nemorant euz a oberiou Menahem, ha kement a reaz, kement se n’ema-hen ket skrivet en levr Niverou rouane Israel ? 22 Ha Menahem a gouskaz gant he dadou, ha Pekakia, he vab, a renaz en he blas.

23 AN hanter kanved bloaz euz a Asaria, roue Juda, Pekakia, mab Menahem, a zeuaz roue var Israel en Samari, hag e renaz daou vloaz. 24 Ober a reaz ar pez a zo fall dirag daoulagad an Aotrou. Na zistroaz ket euz pec’hejou Jeroboam, mab Nebat, dre bere hen doa lakeat Israel da bec’hi. 25 Ha Pekak, mab Remalia, he oviser, a reaz eun dirolded a enep dezhan hag a skoaz anezhan, en Samari, en palez ti ar roue, gant Argob hag Arie, o kaout ganthan hanter kant den euz a vugale ar C’halaadited. Evel se e lazaz anezhan, hag e renaz en he blas.

26 An nemorant euz a oberiou Pekakia, ha kement a reaz, setu, kement se a zo skrivet en levr Niverou rouane Israel.

27 AN daouved bloaz hag hanter kant euz a Asaria, roue Juda, Pekak, mab Remalia, a zeuaz roue var Israel en Samari, hag he renaz ugent vloaz. 28 Ober a reaz ar pez a zo fall dirag daoulagad an Aotrou ; ha n’en em distroaz ket euz pec’hejou Jeroboam, mab Nebat, dre bere hen doa lakeat Israel da bec’hi. 29 En amzer Pekak, roue Israel, Tiglath-Pilezer, roue an Assiri, a zeuaz hag a gemeraz Ijjon, Abel-Beth-Maaka, Janoakj Kedes, Hatsor, Galaad, ar Galile, holl vro Neftali, hag e kasaz ar bobl d’an Assiri. 30 Hag Oze, mab Ela, a reaz eun dirolded a enep Pekak, mab Remalia, a skoaz hag a lazaz anezhan ; hag e teuaz da roue en he blas, an ugentved bloaz euz Jotham, mab Oziaz. 31 An nemorant euz a oberiou Pekak, ha kement a reaz, setu, kement ze a zo skrivet en levr Niverou rouane Israel.

32 AN eilved bloaz euz Pekak, mab Remalia, roue Israel, Jotham, mab Ozias, roue Juda, en em lekeaz da ren. 33 Oajet e oa a bemp bloaz varn-ugent pa en em lekeaz da ren, hag e renaz c’hwezek vloaz en Jerusalem. He vam a oe hanvet Jerusha, merc’h Tsadok. 34 Ober a reaz ar pez a zo eeün dirag daoulagad an Aotrou, ober a reaz evel ma hen doa groet Ozias, he dad. 35 Koulskoude al lec’hiou huel ne oent ket lamet kwit. Ar bobl a sakrifie c’hoaz hag a ginnige ezans el lec’hiou huel. Hen oe an hini a savaz an nor Huel en ti an Aotrou. 36 An nemorant euz a oberiou Jotham, ha kement a reaz, n’emaint-hi ket skrivet en levr Niverou rouane Juda ? 37 En deiziou ze, an Aotrou en em lekeaz da gas a enep Juda Retsin, roue ar Siri, ha Pekak, mab Remalia.

38 Ha Jotham a gouskaz gant he dadou, hag a oe sebeliet gant he dadou en kear David, he dad. Hag Akaz, he vab, a renaz en he blas.


16 AR seitekved bloaz euz a Bekak, mab Remalia, Akaz, mab Jotham, roue Juda, en em lekeaz da ren. 2 Akaz a oa oajet a ugent vloaz pa en em lekeaz da ren, hag e renaz c’hwezek vloaz en Jerusalem. Ne reaz ket ar pez a zo eeün dirag daoulagad all Aotrou, he Zoue, evel David, he dad ; 3 mes heul a reaz hent

339