Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/350

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ
II. ROUANE, 17.

rouane Israel ha lakaat a reaz zoken he vab da dremen dre an tân, hervez euzusted ar broadou Hen doa an Aotrou kaset kwit dirag bugale Israel. 4 Sakrifia a reaz ive ha kinnig ezans el lec’hiou huel, var ar c’hrec’hiennou ha var bep gwezen c’hlaz.

5 Neuze Retsin, roue ar Siri, ha Pekak, mab Remalia, roue Israel, a biniaz a enep Jerusalem, evit brezelli, hag e kelc’hjont Akaz ; mes ne heljont ket dont a ben dre an armou outhi. 6 En amzer ze, Retsin, roue ar Siri, a adlekeaz Elath en galloud ar Siried, rag diberc’henni a reaz Judevien Elath, hag ar Siried a zeuaz da Elath, el lec’h ma int choumet bete hirie. 7 Hag Akaz hen doa kaset kannaded da Diglath-Pilezer, roue an Assiried, da lavaret dezhan : Me a zo da zervicher ha da vab ; pin ha delivr ac’hanoun euz dorn roue ar Siri hag euz dorn roue Israel, pere en em sav a enep d’in. 8 Hag Akaz a gemeraz an arc’hant hag an aour a oa en ti an Aotrou, hag en tenzoriou ti ar roue, hag ho c’hasaz en prof da roue an Assiri. 9 Roue an Assiri a reaz ar pez a felle dezhan ; piniat a reaz a enep Damaz, kemeret a reaz anezhi, dizougen a reaz ar bobl da Gir, hag e lakeaz Retsin d’ar maro.

10 Neuze ar roue Akaz a ieaz da Zamaz dirag Tiglath-Pilezer, roue an Assiri. Hag ar roue Akaz, o veza gwelet an aoter a oa en Damaz, a gasaz da Uri, ar sakrifier, ar skouer hag ar skeuden euz an aoter ze, hervez he oberians. 11 Hag Uri, ar sakrifier, a savaz eun aoter hervez kement hen doa ar roue Akaz urzet dezhan euz Damaz. Uri, ar sakrifier, a reaz kement se araog ma oa distroet ar roue euz Damaz. 12 Ha pa oe distroet ar roue Akaz euz Damaz ha ma hen doa gwelet an aoter, e tostaez outhi hag e piniaz. 13 Lakaat a reaz he sakrifis-losk da vogedi var an aoter ze hag he brof, skuliaz a reaz eno he skuliadurezou hag e taolaz goad he sakrifisou a beoc’h eno. 14 Divarbenn an aoter arem pehini a oa dirag an Aotrou, he tizougaz anezhi dirag an ti, en hevelep doare ma ne oe ken entre he aoter ha ti an Aotrou ; hag e lekeaz anezhi en kichen an aoter ze, entrezeg an hanter-noz.

15 Goude ar roue Akaz a roaz ar gourc’hemen ma da Uri, ar sakrifier : Lakaat a ri da vogedi var an aoter vras sakrifis-losk ar beure ha kinnig an abardaez, sakrifis-losk ar roue hag he ginnik, sakrifis-losk ar bobl holl euz ar vro hag ho c’hinnigou ; skulia a ri ho skuliadurezou, holl oad ho sakrifisou-losk, hag holl oad ar sakrifisou. Mes, divarbenn an aoter arem, d’in me e vezo da evesaet kement se. 16 Hag Uri, ar sakrifier, a reaz kement hen doa roue Akaz gourc’hemennet dezhan.

17 Ouc’h-penn ar roue Akaz a lakeaz a dammou pannellou ar soklou hag a lammaz outhei ar beolou pere a oa dreisthei ; disken a reaz ar mor divar c’horre an ijened arem pere a oa dindan, hag e lekeaz anezhan var eur pave mean. 18 Lemel a reaz ive euz a di an Aotrou, abalamour da roue an Assiri, ar porched goloet gant ar sabbat, pehini a oa savet d’an tempi, ha monedigez ar roue, pehini a oa en diaveaz.

19 An nemorant euz a oberiou Akaz, hag ar pez a reaz, n’emaint-hi ket skrivet en levr Niverou rouane Juda ? 20 Goude Akaz a gouskaz gant he dadou hag a oe sebeliet ganthei en kear David ; hag Ezekiaz, he vab, a renaz en he blas.


17 AN daouzekved bloaz euz a Akaz, roue Juda, Ose, mab Ela, a zeuaz roue var Israel, en Samari, hag e renaz nao bloaz. 2 Ober a reaz ar pez a zo fall dirag daoulagad an Aotrou ; nan koulskoude evel rouane Israel pere a oa bet araog dezhan.

3 Salmanazar, roue an Assiried, a biniaz a enep dezhan ; hag Ose a oe zentuz outhan, hag e kase eur dle dezhan. 4 Mes roue an Assiri a zizoloaz en em dirolle Ose ; rag Ose hen doa kaset kannaded entrezeg So, roue an Ejipt, ha ne gase ken da roue an Assiri ar dle a bep bloaz. Dre ze roue an Assiri a reaz e zastum, hag e ereaz en eur prizoun. 5 Goude roue an Assiried a biniaz dre ar vro holl. Piniat a reaz ive da Samari, hag e kelc’hiaz anezhi enpad tri bloaz. 6 An naoved bloaz euz a Ose, roue an Assiried a gemeraz Samari ; hag e tizougaz an Israelited d’an Assiri, hag e lakeaz anezhei en Kalak ha var an C’habor, rivier Gozan, hag en keariou ar Meded.

7 Rag bugale Israel ho doa pec’het a enep an Aotrou ho Doue, pehini Hen doa lakeat anezhei da biniat euz an Ejipt, a zindan dorn Faraon, roue an Ejipt, hag ho doa adoret

340