Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/351

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
II. ROUANE, 17.

doueou all. 8 Heuliet ho doa giziou ar broadou hen doa an Aotrou kaset kwit dirag bugale Israel, hag ar re ho doa lakeat rouane Israel. 9 Ha bugale Israel a reaz en kuz a enep an Aotrou ho Doue traou pere n’int ket eëun ; hag e savjont dezhei lec’hiou huel en ho holl geariou, adaleg tour ar gwarded beteg ar gear grev. 10 Ober a rejont imachou ha skeudennou euz Ashera var bep krec’hien ha dindan pep gwezen c’hlaz, 11 hag e kinnigchont eno ezans, en holl lec’hiou huel, evel ar broadou Hen doa an Aotrou kaset kwit a zirazhei. Ober a rejont traou fall, evit koleri an Aotrou, ha serviji an idolou, 12 a bere an Aotrou Hen doa lavaret dezhei : Na refet ket kement se.

13 Hag an Aotrou a disteniaz da Israel ha da Juda dre bep hini euz he brofeded hag he welerien, o lavarout : Distroet euz ho henchou fall, miret va gourc’hemennou ha va lezennou, hervez an holl lezen em euz rag-skrivet d’ho tadou, ha pere em euz kaset deoc’h dre va zervicherien ar brofeded. 14 Mes na zelaoujont ket, hag e reudchont ho gouzouk, evel ma ho doa groet ho zadou, pere n’ho doa ket kredet en Aotrou ho Doue. 15 Disprija a rejont he lezennou, hag an allians hen doa groet gant ho zadou, hag an testeniou dre bere Hen doa ho aliet. Mont a rejont varlerc’h ar vogeden, hag e teujont ven, ha goude ar broadou pere a oa endro dezhei, petra benag ma Hen doa an Aotrou difennet ober evelthei. 16 Hag, o veza dilezet holl c’hourc’hemennou an Aotrou ho Doue, en em rejont skeudennou teuzet, daou loue ; ober a rejont skeudennou euz Ashera, en em stoui a rejont dirag holl arme an envou, hag e servichont Baal. 17 Ober a rejont ive tremen ho mibien dre an tân hag ho merc’hed ; en em rei a rejont d’an divinerez ha d’ar sorselach ; hag en em werza a rejont evit ober ar pez a zisplij d’an Aotrou, abalamour de goleri. 18 Dre ze an Aotrou en em goleraz kalz a enep an Israelited, hag ho zaolaz kwit dirag he fas. Na choumaz a zemorant anezhei nemert poblad Juda hepken. 19 Juda zoken na viraz ket gourc’hemennou an Aotrou, he Zoue ; mes bale a rejont er giziou hen doa Israel lakeat. 20 Hag an Aotrou a daolaz kwit holl ras Israel ; izelaat a reaz anezhei, hag e lekeas anezhei entre daouarn gwaskerien, beteg ho c’has pell euz he fas. 21 Rag Israel en em distagaz euz a di David. Lakaat a rejont Jeroboam, mab Nebat, da roue, ha Jeroboam a zistroaz Israel da c’heul an Aotrou ; hag e lakeaz anezhei da ober eur pec’hed bras. 22 Ha bugale Israel a valeaz en holl bec’hejou hen doa Jeroboam groet. Na zistrojont ket a gement se ; 23 kement ken abarz ar fin an Aotrou a gasaz anezhei pell euz he fas, hervez ma hen doa diskleriet dre he holl zervicherien, ar brofeded. Hag Israel a oe dizouget euz he vro d’an Assiri, el lec’h ma ema bete hirie.

24 Neuze roue an Assiried a lakeaz tud da zont euz Babilon, euz Kutha, euz Avva, euz Hamath hag euz Sefarvaim, hag a lekeaz anezhei en keariou Samari, en lec’h bugale Israel ; kemer a rejont peurz er Samari, hag e choumjont en he c’heariou. 25 Ha, pa en em lekejont da choum eno, na zoujchont ket an Aotrou ; hag an Aotrou a gasaz a enep dezhei leoned pere ho lazaz. 26 Hag e oe lavaret da roue an Assiried : Ar broadou ec’h euz kaset ha lakeat en keariou ar Samari ne anavezont ket an doare da zervichi doue ar vro, hag hen deuz kaset leoned pere ho deuz ho lazet, abalamour ne anavezont ket an doare da zervichi doue ar vro. 27 Neuze roue an Assiried a roaz an urz ma : Likit da vont unan benag euz ar sakrifierien pere oc’h euz digaset esklaved ; ma ez efomp, ma choumfont eno, ha ma kelenfont an doare da zervichi doue ar vro. 28 Neuze unan euz ar sakrifierien pere a oa bet dizouget euz Samari, a zeuaz hag a choumaz en Bethel ; hag e tiskaz dezhei penaoz e tleent douja an Aotrou. 29 Mes peb broad a reaz he doueou, hag a lakeaz anezhei en tiez al lec’hiou huel ho doa ar Samaritaned groet ; peb broad a lakeaz anezhei er c’heariou ma choument. 30 Tud Babilon a reaz Sukkoth-Benoth ; tud Kuth a reaz Nergal ; tud Hamath a oe Ashima ; 31 an Avvied a oe Nibkaz ha Tharthak ; hag ar Sefarvied a zeve en tân ho bugale en enor da Adrammelek hag Anammelek, doueou Sefarvaim. 32 Adori a reent ive an Aotrou. Mes lakaat a rejont evit sakrifier d’al lec’hiou huel, tud kemeret a douez int holl, pere a sakrifie evithei el lec’hiou an tiez huel. 33 Evel se e toujent an Aotrou, hag e servichent er memeuz

341