Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/352

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
II. ROUANE, 18.

amzer ho doueou, en doare ar broadou a belec’h e oant dizouget.

34 Hag e c’heuliont bete hirio ho giziou kenta ; na zoujont ket an Aotrou ; ne reont, nag hervez ho urzou nag ho giziou, nag hervez al lezen hag ar gourc’hemen Hen deuz an Aotrou Doue roet da vugale Jakob, pehini Hen doa hanvet Israel. 35 Rag an Aotrou a reaz konvenans ganthei, hag a roaz dezhei ar gourc’hemen ma : Na zoujfet ket doueou all ; na stoufet ket dirazhei ; na zervichfet ket anezhei, ha na sakrififet ket dezhei. 36 Mes douja a refet an Aotrou pehini Hen deuz ho lakeat da biniat euz an Ejipt gant eun nerz vras ha gant eur vrec’h astennet. Dirazhan eo en em stoufet ; dezhan eo e sakrififet. 37 An urzou, ar reoliou, al lezen hag ar gourc’hemennou pere Hen deuz skrivet evidoc’h, e lakafet evez d’ho fratika da viken ; ha na soujfet ket doueou all. 38 Ne ankwezfet ket eta ar gonvenans pehini em euz groet ganeoc’h ; na zoujfet ket a zoueou all ; 39 mes an Aotrou ho Toue eo a zoujfeet, hag e telivro ac’hanoc’h euz dorn ho c’henebourien.

40 Mes na zelaoujont ket, hag e rejont hervez ho giziou kenta. 41 Evel se ar broadou ze a zouje an Aotrou, hag a zerviche er memeuz amzer ho doueou. Ha bugale Israel, ha bugale ho bugale, a ra bete hirie evel ma ho deuz groet ho zadou.


18 AN drived bloaz euz a Ose, mab Ela, roue Israel, Ezekiaz, mab Akaz, roue Juda, en em lekeaz da ren. 2 Oajet e oa a bemp bloaz varnugent pa en em lekeaz da ren, hag e renaz nao bloaz varnugent en Jerusalem. He vam a oa Abi ; merc’h e oa da Zakari. 3 Ober a reaz ar pez a zo eeün dirag daoulagad an Aotrou, hervez kement hen doa groet David, he dad. 4 Lemel a reaz kwit al lec’hiou huel ; lakeat a reaz ar skeudennou a dammou ; diskar a reaz skeudennou Ashera, ha bruzuni a reaz aer arem hen doa Moizez groet, abalamour beteg an deiz ma bugale Israel a ginnige ezans dezhan ; hag e oe hanvet Nehushtan. 5 Lakaat a reaz he fizianz en Aotrou, Doue Israel ; ha ne oe ket a henvel outhan entouez holl rouane Juda pere a oe he c’houde, ken nebeut hag entouez ar re a oa araog dezhan. 6 En em rei a roaz d’an Aotrou ; n’en em distroaz ket outhan ; ha miret a reaz ar gourc’hemennou Hen doa an Aotrou roet da Voizez. 7 Hag an Aotrou a oe ganthan ; en kement ha ma kemere ez ea var vad. En em zevel a reaz a enep roue all Assiried, ha ne oe ket dindanhan. 8 Kanna a reaz ar Filistined bete Gaza hag he harzou, adaleg touriou ar gwarded bete ar c’heariou krenv.

9 Hag en em gavaz, ar bevare bloaz euz ar roue Ezekiaz, pehini oa ar seizved bloaz euz Ose, mab Ela, roue Israel, ma piniaz Salmanazar, roue an Assiried, a enep Samari ha ma kelc’hiaz anezhi. 10 Aben tri bloaz he c’hemeraz ; ar c’hwec’hved bloaz euz a ren Ezekiaz, pehini e oa an naoved euz a Ose, roue Israel, Samari a oe kemeret. 11 Ha roue an Assiried a zizougaz an Israelited d’an Assiri, hag a lekeaz anezhei en Kalak var ar C’habor, rivier Gozan, hag en keariou ar Meded, 12 abalamour ma n’ho doa ket selaouet mouez an Aotrou ho Doue, mes ma ho doa torret he gonvenans, ha ma n’ho doa na zelaouet, na groet netra euz ar pez hen doa urzet Moizez, servicher an Aotrou.

13 Hag, ar bevarzekved bloaz euz ar roue Ezekiaz, Sankerib, roue an Assiri, a biniaz a enep keariou krenv Juda, hag a gemeraz anezhei. 14 Neuze Ezekiaz, roue Juda, a gasaz da lavaret da roue an Assiried, da Lakiz : Em zor oun. Pella ouzin ; me a raio ar pez a likii varnoun. Ha roue an Assiried a lakeaz tri c’hant taland arc’hant ha tregont taland aour var Ezekiaz, roue Juda. 15 Hag Ezekiaz a roaz an holl arc’hant a gavaz en ti an Aotrou hag en tenzoriou ti ar roue. 16 En amzer ze, Ezekiaz a gemeraz an aour gant pehini hen doa he unan goloet dor templ an Aotrou hag he feuliou, hag a roaz anezhei da roue an Assiri.

17 Mes roue an Assiried a gasaz, euz Lakiz, Tharthan, Rabsariz ha Rabshake, gant nerzou bras a enep ar roue Ezekiaz, en Jerusalem. Piniat a rejont hag e teujont da Jerusalem ; hag, o veza eruet eno, en em lekejont en tal ar ren dour euz ar stank huel, pehini a zo var hent park ar c’houez. Hag e c’halvjont ar roue.

18 Neuze Eliakim, mab Hilkija, merer ar palez, a ieaz d’ho c’haout, gant Sheona, ar skrivanier, ha Joak, an dieller, mab Asaf. 19 Ha Rabshake a lavaraz dezhei : Livirit, me ho ped, da Ezekiaz : Evelhen a lavar ar roue bras, roue an Assiried : Petra eo ar fizians se var behini en em harpez ?

342