Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/353

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
II. ROUANE, 19.

20 Komz a rez, mes ar re ze n’int nemert komzou ! Ar c’huzul hag an nerz a zo goulennet er brezel. Ha brema, en piou out-te en em fiziet, evit en em zevel a enep d’in me ? 21 Setu, en em fiziout a rez en Ejipt, er vas ze, ar gorzen dorret ze, pehini a doul hag a dreuj an dorn en em harp varnezhei. Evel se ema Faraon, roue an Ejipt, evit ar re holl en em fiz ennhan. 22 Mar livirit d’in : Ni en em fiz en Aotrou, hon Doue ; n’eo ket Hen a behini hen deuz Ezekiaz lamet kwit al lec’hiou huel hag an aoteriou, o lavarout da Juda ha da Jerusalem : C’hwi en em stouo en Jerusalem dirag an aoter ma ? 23 Ha brema, gra eur marc’had gant va mestr, roue an Assiri ; ha me a roio d’id daou vil a gezek, mar gellez kaout gwerzed da biniat varnezhei. 24 Ha penaoz e rafez-te trei da visach euz an distera gouarner euz servicherien va mestr ? Mes en em fiziout a rez en Ejipt, evit kaout kirri ha marc’herien ! 25 Brema eta, ha beza eo hep urz an Aotrou eo oun me piniet a enep al lec’h ma evit he zistruja ? An Aotrou eo Hen deuz lavaret d’in : Pin a enep ar vro ze, ha distruj anezhi.

26 Neuze Eliakim, mab Hilkija, gant Shebna ha Joak, a lavaraz da Rabshake : Komz d’ar servicherien en iez siriak, rag ni a anavez anezhan ; ha na gomz ket en iez judeo da ziouskouarn ar bobl ma pehini a zo var ar voger. 27 Mes Rabshake a lavaraz dezhei : Da gaout da vestr, pe d’az kaout-te, eo hen deuz va mestr digaset ac’hanoun evit lavaret ar giriou ze ? N’eo ket entrezeg an dud pere a zo var ar voger, evit lavaret e tebrfont ho c’haoc’h hag he c’hevfont ho stod ganeoc’h ?

28 Goude Rabshake, euz en em dalc’haz en he za, a griaz a vouez huel en iez judeo, hag a gomzaz evelhen : Selaouet gir ar roue bras, roue an Assiri ! 29 Evelhen hen deuz lavaret ar roue : Ra na droumplo ket Ezekiaz ac’hanoc’h ; rag na hello ket o lemel euz a dre va daouarn. 30 Ra na lakao ket Ezekiaz ac’hanoc’h da lakaat ho fizians en Aotrou, o lavarout : An Aotrou na vanko ket d’hon delivra, hag ar gear ma na vezo ket livret en daouarn roue an Assiri. 31 Na zelaouet ket Ezekiaz ; rag evelhen hen deuz lavaret roue an Assiri : Grit ar peoc’h ganen, ha deuet d’am c’haout ; hag e tebrfeet pep hini ac’hanoc’h euz he winien ha pep hini euz he wezen fiziez, hag e c’hevfeet pep hini ac’hanoc’h dour euz he buns ; 32 bete ma teuin, ha ma kasin ac’hanoc’h en eur vro henvel euz ho c’hini, eur vro a winiz hag a win, eur vro a vara hag a winiennou, eur vro a olivez, a eol hag a vel ; ha c’hwi a vevo ha na varvfeet ket. Na zelaouet ket Ezekiaz, rag troumpla a ra ac’hanoc’h, o lavarout : An Aotrou hon delivro. 33 Doueou ar broadou ha beza ho deuz delivret pep hini anezhei he vro euz dorn roue an Assiri ? 34 Pelec’h ema an doueou Hamath hag Arpad ? Pelec’h ema doueou Sefarvaim, euz Hena hag Ivva ? Ha delivret eo bet zoken Samari euz va dorn ? 35 Euz an holl doueou euz ar vro ze, pere anezhei ho deuz delivret ho bro euz va daouarn, evit ma telivro an Aotrou Jerusalem euz va dorn ?

36 Mes ar bobl en em savaz ha ne respountaz ket eur gir. Rag ar roue hen doa evel se urzet, o lavarout : C’hwi na respountfet ket dezhan. 37 Hag Eliakim, mab Hilkija, merer ar palez, Shebna, ar skrivanier, ha Joak, mab Asaf, an dieller, a zistroaz entrezeg Ezekiaz, ho dillad roget, hag e lavarjont dezhan komzou Rabshake.


19 Pa hen doa Ezekiaz klevet an traou ma, e rogaz he zillad, en em c’holoaz gant eur sac’h, hag ez eaz en ti an Aotrou. 2 Goude e kasaz Eliakim, merer ar palez, ha Shebna, ar skrivanier, hag ar re ansien a douez ar sakrifierien, goloet a zier, entrezek Esaï, ar profed, mab Amots. 3 Hag int a lavaraz : Evel se a lavar Ezekiaz : An deiz ma a zo eun deiz a dristidigez, a gastiz hag a zismegans ; rag ar vugale a zo deuet bete ar c’houlz da c’henel ; mes n’euz ket a nerz evit genel. 4 Marteze an Aotrou da Zoue hen devezo klevet an holl gomzou ze a Rakshake digaset gant ar roue Assiri, he vestr, da zismegansi an Doue beo, ha marteze an Aotrou, da Zoue, a gastio ar c’homzou pere Hen deuz klevet. Laka eta eur beden da biniat evit ar pez a vân c’hoaz.

5 Servicherien ar roue Ezekiaz a zeuaz c’hoaz da gaout Esaï ; 6 hag Esaï a lavaraz dezhei : Komz a refet evelhen d’ho mestr : Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou : N’az pez ket a aoun abalamour d’ar c’homzou pere ec’h euz klevet, dre bere servicherien roue an Assiri ho deuz va dismeganset. 7 Setu, me a ia da lakaat ennhan eur spered evel,

343