Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/354

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
II. ROUANE, 19.

o veza klevet eun neventi, e tistroio d’he vro ; ha me a lakao anezhan da gweza dre ar c’hleze en he vro.

8 Rabshake a zistroaz eta, hag a gavaz roue an Assiried pehini a gelc’hie Libna. Rag klevet hen doa e oa eat euz Lakiz. 9 Hag ar roue a glevaz lavaret divarbenn Tirhaka, roue an Ethiopi : Setu, eo eat evit da vrezelli. Dre ze Sankerib a gasaz anavez kannaded da Ezekiaz, hag a lavaraz dezhei : 10 Komz a refet evel-hen da Ezekiaz, roue Juda : Da Zoue en pehini en em fiziez, na abuzo ket ac’hanout, o lavarout : Jerusalem ne vezo ket lekeat en daouarn roue an Assiri. 11 Setu, ec’h euz klevet ar pez ho deuz rouanez an Assiri groet d’an holl vroiou : ho distrujet ho deuz holl ; ha te, te a dec’hfe ! 12 Doueou ar broadou pere ho deuz va zud koz distrujet, doueou Gozan, Karan, Retsef ha bugale Eden, pere a zo en Thelasar, hag ho delivret ho deuz ? 13 Pelec’h ema roue Hamath, roue Arpad, ha roue kear Sefarvaim, euz Hena, hag euz Ivva ?

14 Ha pa hen doe Ezekiaz digemeret al lizer euz dorn ar gannaded, ha ma hen doe e lennet, e piniaz da di an Aotrou ; hag Ezekiaz he displegaz dirag an Aotrou. 15 Goude Ezekiaz a reaz he beden d’an Aotrou hag e lavaraz : Aotrou, Doue Israel, pehini a aze entre ar cheru bined, te hepken, te eo Doue holl rouantelezou an douar ; te eo ec’h euz groet an envou hag an douar. 16 Aotrou, izelaa da skouam ha selaou ! Aotrou, digor da zaoulagad ha zell ! Selaou komzou Sankerib, euz an hini hen deuz digaset evit dismegansi an Doue beo. 17 Gwir eo, Aotrou, penaoz rouanez an Assiri ho deuz distrujet ar broadou hag ho broiou, 18 ha ma ho deuz taolet ho doueou en tân ; rag ar re ze ne oant ket doueou, mes labour daouarn an den, koad ha mein ; dre ze ho deuz ho distrujet. 19 Brema eta, o Aotrou, hon Doue, me az ped, delivr ac’hanomp euz dorn Sankerib, ha ma teuo holl rouantelezou ar bed da anaout penaoz eo te, o Aotrou, eo an Doue hepken !

20 Neuze Esaï, mab Amots, a gasaz da lavaret da Ezekiaz : Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou, Doue Israel : Klevet em euz ar beden hen deuz groet Ezekiaz d’in divarbenn Sankerib, roue an Assiri. 21 Setu, ama ar gir Hen deuz an Aotrou diskleriet a enep dezhan :

Disprija a ra ac’hanout, ober a ra goab ac’hanout, ar werc’hez merc’h Sion ; ija a ra he fenn var da lerc’h, merc’h Jeruzalem. 22 Piou ec’h euz-te digmeganset ha goapeet ? Hag enep piou ec’h euz-te savet da vouez ? Kaset ec’h euz da zaoulagad d’an nec’h var ar Sant a Israel.

23 Dre da gannaded ec’h euz goapeet an Aotrou, hag ec’h euz lavaret : Gant an niver euz va c’hirri, me a binio en krec’h ar meneziou, en bodennou al Liban ; troc’ha a rin he wez sedr huela hag he sipreennou kaera ; mont a rin beteg he lein huela, ar c’hoad euz he jardin. 24 Toulet em euz, hag em euz evet an doureier diaveziad ; hag em euz dizec’het gant seuliou va zreid holl rivierou an Ejipt.

25 N’ec’h euz-te ket disket em euz kempennet kement ma abaoe pell zo, ha penaoz abaoe an amzer goz, em euz groet ar c’hoant ze ? Brema e lakaan anezhan da zont, ha te a zo aze evit kas da netra ar c’heariou krenv en berniou distruj. 26 Ho zud, privet a nerz, a zo spouronet ha mezek ; beza ema int evel ieot ar parkeier hag ar glazeür tener, evel ieot an toennou hag an ed devet araog en em groui en korz. 27 Mes anaout a ran da choumaj, da zont ha da vont, ha da fulor a enep d’in. 28 Abalamour ma out en fulor em enep, ha ma eo da arogans piniet d’am diouskouarn, me a lakao va diren var da zioufran ha va brid entre da vuzellou ; hag e rin d’id distrei dre an hent ma ez out deuet.

29 Ha setu ar zin az pezo te, o Ezekiaz. Debret e vezo er bloaz ma ar pez a deuo anezhan he unan er parkeier ; hag an eilved bloaz, ar pez a gresko c’hoaz, hep beza hadet ; mes, an drede bloaz, c’hwi a hado ha c’hwi a vedo, o’hwi a blanto gwiniennou hag e tebrfeet ar frouez outhei. 30 Hag ar pez a vezo tec’het ha choumet a zemorant en ti Juda, a vouto he c’hriziou d’an traoun, hag a roio he frouezou d’an neac’h. 31 Rag dont a raio euz a Jerusalem eun nemorant benag, hag euz a venez Sion eun tec’her benag. Jalouzi Aotrou an armeou a raio kement se. 32 Abalamour da ze, evel-hen hen deuz lavaret an Aotrou divarben roue Assiri : N’ez aio ket er gear ma, na daolo ket a virou ennhi, na ginnigo ket an diren

344