Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/358

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
II. ROUANE, 23.

ar re a ginnige ezans da Vaal, d’an heol, d’al loar, d’ar zodiak ha da holl arme an envou. 6 Lakaat a reaz kas euz ti an Aotrou, er meaz euz Jerusalem, skeuden Ashera ; devi a reaz anezhi en traounien Sedron ; hel lakeat a reaz en ludu, hag e lekeaz teurel al ludu ze var beziou bugale ar bobl. 7 Diskar ar reaz tiez al loudourenned a oa en ti an Aotrou, hag e lec’h ma wiadenne ar gragez tantennou evit an Ashera. 8 Lakaat a reaz ive da zont euz keariou Juda an holl sakrifierien, hag e profanaz al lec’hiou huel, el lec’h ma kinnige ar sakrifierien ezans, adaleg Geba bete Boer-Sheba ; hag e tiskaraz lec’hiou huel an doriou, an hini a oa en tal monedigez dor Josue, merer kear, a dleiz pa ez eat dre zor kear. 9 A hend all, ar re a oa bet sakrifierien euz al lec’hiou huel na binient ket da aoter an Aotrou da Jerusalem, mes dibri a reent baraou hep goel entouez ho breudeur. 10 Profani a reaz ive Tofeth, en traounien mibien Hinnom, abalamour ne zerviche ken da zen da lakaat he vab pe he verc’h da dremen dre an tân, da Volok. 11 Lemel a reaz euz a zigor ti an Aotrou, ar c’hezek ho doa rouane Juda kensagret d’an heol, entrezeg loch Nethanmelek, eunuk, ebarz en Parvarim, hag e tevaz en tân kirri an heol. 12 Ar roue a ziskaraz ive an aoteriou pere a oa var ar platform euz kambr huel Akaz hag ho doa rouane Juda groet hag an aoteriou hen doa Manasse lakeat da sevel en diou leur ti an Aotrou ; bruzuni a reaz anezhei hag o lamaz ac’hane, hag e skuliaz ar boultren anezhei en dour red Sedron. 13 Ar roue a brofanaz ive al lec’hiou huel a oa dirag Jerusalem, en tu deou euz menez ar Gollidigez pere hen doa Salomon, roue Israel, savet da Astarte, euzusted ar Sidonied, ha da Gemosh, euzusted ar Voabited, ha da Vilkom, euzusted bugale Ammon. 14 Bruzuni a reaz an hnajou, troc’ha a reaz skeudennou Ashera hag e leuniaz ho flas a eskern tud. 15 An aoter ive pehini a oa en Bethel, al lec’h huel pehini hen doa groet Jeroboam, mab Nebat, ha dre behini hen doa lakeat Israel da bec’hi, an aoter zoken hag al lec’h huel, ho diskar a reaz ; devi a reaz al lec’h huel, hag e lakeaz anezhan en ludu ; devi a reaz ive skeuden Ashera.

16 Ha Josias, o veza distroet, a welaz ar beziou pere a oa er menez, hag e kasaz da gerc’hat eskern ar beziou hag ho devaz var an aoter. Evel se e profanaz anezhan hervez ar gir hen doa an Aotrou diskleriet dre den Doue pehini a lavaraz publikamant an traou ze. 17 Goude ar roue a lavaraz : Petra eo ar bez ze a welan ? Tud kear a respountaz dezhan : Bez den Doue eo pehini a deuaz euz Juda hag a griaz a enep aoter Bethel an traou ec’h euz groet. 18 Hag e lavaraz : Lezit anezhan. Ra na stoko den he eskern. Miret a rejont eta he eskern, gant eskern ar profed a oe deuet euz Samari.

19 Josias a lamaz ive an holl diez a lec’hiou huel pere a oa en keariou Samari, hag ho doa rouanez Israel groet evit koleri an Aotrou. Ober a reaz en ho c’henver evel ma hen doa groet en Bethel. 20 Hag e sakrifiaz var an aoteriou an holl sakrifisou euz al lec’hiou huel a oa eno ; bruzuni a reaz eskern an dud. Goude ze e tistroaz da Jerusalem.

21 Neuze ar roue a roaz ar gourc’hmen ma d’an holl bobl : Grit ar pask d’an Aotrou ho Toue, evel ma eo skrivet el levr ze a gonvenans. 22 Ha biskoaz pask ne oa bet groet, abaoe amzer ar varnerien pere a varne Israel, nag enpad holl amzer rouane Israel ha rouane Juda, 23 evel ar pask ze pehini a oa groet en enor d’an Aotrou, en Jeruralem, an driwec’hved bloaz euz ar roue Josias.

24 Josias a reaz ive kas kwit ar strobinellerien hag an divinerien, an therafim, an idolou, hag an holl euzusded pere a welet en bro Juda hag en Jerusalem ; abalamour da beur ober gir al lezen skrivet el levr hen doa Hilkija, ar sakrifier, kavet en ti an Aotrou. 26 Araog dezhan, ne oa bet roue ebet henvel outhan, pehini a vije distroet euz an Aotrou a greiz he holl galoun, euz he holl ine hag euz he noll nerz, hervez holl lezen Moizez ; ha var he lerc’h, n’euz ket bet savet hini henvel outhan. 26 Koulskoude an Aotrou na zeuaz ket euz he goler vras, pehini a oa elumet a enep Juda abalamour da gement hen doa Manasse groet evit he goleri. 27 Rag an Aotrou Hen doa lavaret : Lemel a rin ive Juda a zirag va fas, evel ma em euz lamet Israel ; hag e taolin kwit ar gear ze a Jerusalem pehini em euz choazet, hag an ti a behini em euz lavaret : Va hano a vezo aze.

28 An nemorant euz a oberiou Josias, kement a reaz, n’ema-hen ket skrivet en levr Neventizou rouane Juda ?

348