Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/359

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
II. ROUANE, 24.

29 En he amzer, Faraon-Neko, roue an Ejipt, a biniaz a enep roue an Assiri, entrezek rivier an Eufrat ; ha Josias a valeaz a enep dezhan. Mes, adaleg ma welaz Faraon anezhan, e lazaz anezhan en Megiddo. 30 Euz Megiddo he zervicherien he samaz maro var eur c’har, hag hen digaschont da Jerusalem, hag e sebelijont anezhan en he vez. Ha tud ar vro a gemeraz Joakaz, mab Josias ; hag ec’h eoljont anezhan hag e lekejont anezhan da roue en plas he dad.

31 JOAKAZ a oa oajet a dri bloaz varnugent pa en em lekeaz da ren, hag e renaz tri mis en Jerusalem. He vam, merc’h da Jeremi, euz Libna, a oa hanvet Hamutal. 32 Ober a reaz ar pez a zo fall dirag daoulagad an Aotrou, er memeuz doare evel ma ho doa groet he dadou. 33 Ha Faraon-Neko a brizouniaz anezhan en Ribla, en bro Hamath, evit ma ne renje ken en Jerusalem. Hag e lekeaz var ar vro eur dle a gant taland arc’hant hag euz a eun taland aour. 34 Goude Faraon-Neko a lekeaz da roue Eliakim, mab Josias, en lec’h Josias he dad, hag a droaz he hano en hini Jehojakim. Kemer a reaz goude Joakaz, pehini a ieaz d’an Ejipt el lec’h ma varvaz. 35 Ha Jehojakim a roaz an arc’hant hag an aour da Faraon. Mes priza a reaz ar vro, evit kaout an arc’hant ze, hervez gourc’hemen Faraon ; goulen a reaz digant tud ar vro an arc’hant hag an aour, hervez priz pep hini, evit he rei da Faraon-Neko.

36 Jehojakim a oa oajet a bemp bloaz varnugent pa en em lekeaz da ren, hag e renaz unnek vloaz en Jerusalem. He vam a oa hanvet Zebudda, merc’h Pedaja, euz Ruma. 37 Ober a reaz ar pez a zo fall dirag an Aotrou, evel ma ho doa groet he dadou.


24 En he amzer, Nebukadnetsar, roue Babilon, a biniaz, ha Jehojakim a blegaz dezhan tri bloaz ; mes en em zevel a reaz anevez a enep dezhan. 2 Hag an Aotrou a gasaz a enep dezhan soudarded euz ar C’halde, soudarded euz ar Siri, soudarded euz ar Voabited ha soudarded euz an Ammonited ; kas a reaz anezhei a enep Juda evit he distruja, hervez ar gir Hen doa an Aotrou diskleriet dre he brofeded, he zervicherien. 3 Var urz hepken an Aotrou e oe evel se evit Juda, evit he deurel kwit a zirag he fas, abalamour da bec’hejou Manasse, hag euz kement hen doa groet, 4 hag ive euz ar goad didammal hen doa skuliet ; rag leuniet hen doa Jerusalem euz a oad didammal. Hag an Aotrou na fellaz ket dezhan pardouni.

5 An nemorant euz a oberiou Jehojakim, ha kement a reaz, n’emaint-hi ket skrivet en levr Neventizou rouane Juda ? 6 Ha Jehojakim a gouskaz gant he dadou, ha Jehojakin, he vab, a zeuaz da roue en he blas. 7 Ha roue an Ejipt n’az ea ken euz he vro, abalamour roue Babilon hen doa kemeret kement a oa da roue an Ejipt adaleg dour-red an Ejipt bete rivier an Eufrat.

8 JEHOJAKIN a oa oajet a driwec’h vloaz pa zeuaz da roue, hag e renaz tri mis en Jerusalem. He vam, merc’h Elnathan, euz Jerusalem, a oa hanvet Nehushta. 9 Ober a reaz ar pez a oa fall dirag daoulagad an Aotrou, evel ma hen doa groet he dad. 10 En amzer ze, servicherien Nebukadnetsar, roue Babilon, a biniaz da Jerusalem, ha kear a oe kelc’hiet. 11 Ha Nebukadnetsar, roue Babilon, a zeuaz a enep kear, pa gelc’hie he zervicherien anezhi. 12 Neuze Jehojakin, roue Juda, a ieaz da gaout roue Babilon, hen, he vam, he zervicherien, he oviserien hag he eunuked ; ha roue Babilon ho c’hemeraz, an eizved bloaz euz he ren. 13 Hag e tennaz ac’hane holl denzoriou ti an Aotrou ha tenzoriou ti ar roue ; hag e lekeaz a dammou holl beseliou aour hen doa Salomon, roue Israel, groet evit templ an Aotrou, evel ma Hen doa an Aotrou komzet. 14 Hag e tizougaz holl Jerusalem, an holl chefou hag an holl dud krenv a vrezel, vardro dek mil esklav, gant ar goaterien an dorsellierien. Ne vanaz den a zemorant nemert ar bobl paour er vro. 15 Evel se e tizougaz Jehojakin da Vabilon, ha mam ar roue, ha gragez ar roue, hag he eunuked ; hag ho c’hasaz en esklavach, euz Jerusalem da Vabilon, holl dud galloudek ar vro, 16 an holl dud nerzuz, vardro seiz mil, hag ar goaterien hag an oberiourien vardro mil, holl tud krenv ha mad d’ar brezel ; roue Babilon ho c’hasaz esklaved da Vabilon. 17 Ha roue Babilon a lekeaz da roue, en plas Jehojakin, Matthania, he donton, hag e chanjas he hano en hini a Sedeaias.

18 SEDESIAS a oa oajet a eur bloaz

349