Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/360

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
II. ROUANE, 25.

varnugent pa en em lekeaz da ren, hag e renaz unneg vloaz en Jerusalem. He vam a oa Hamutal, merc’h Jeremi, euz Libna. 19 Ober a reaz ar pez a oa fall dirag daoulagad an Aotrou, evel ma hen doa groet Jehojakim. 20 Rag, abalamour da goler an Aotrou, e c’hoarvezaz evel se gant Jerusalem ha gant Juda, bete ma taolaz anezhei kwit a zirag he fas. Ha Sedesias en em zavaz a enep roue Babilon.


25 Hag ec’h eruaz, en naoved bloaz euz a ren Sedesias, an dekved deiz euz an dekved mis, Nebukadnetsar, roue Babilon, a zeuaz a enep Jerusalem, hen hag he holl arme ; kampa a reaz a enep dezhi, hag e savchont krenvou trozro. 2 Ha kear a oe kelc’hiet bete an unnekved bloaz euz ar roue Sedesias. 3 An naoved deiz euz ar bevare mis, ar gernez en em diskwezaz en kear, ha ne oa ket ennhi a vara evit pobl ar vro. 4 Neuze ar freuzaden a oe groet da gear ; hag an holl dud a vrezel a dec’haz en noz dre hent an nor, entre ar mogeriou doubl, tost da jardin ar roue, enpad ma stoufe ar Galdeed kear trozro ; hag ez ejont dre hent ar meaz. 5 Mes arme a Galdeed a genredaz ar roue ; ha, pa ho doe he dapet en meazou Jeriko, he holl arme en em sklabezaz diganthan. 6 Kemer a rejont eta ar roue, hag e lekejont anezhan da biniat entreze roue Babilon da Ribla, el lec’h ma oe groet he brosez dezhan. 7 Mouget e oe mibien Sedesias dirazhan ; goude ze e oe kreuvet he zaoulagad da Sedesias, ereet e oe gant chadenou arem, hag e oe kaset da Vabilon.

8 Er seizved deiz euz ar bempved mis, an naontekved bloaz eur ar roue Nebukadnetsar, roue Babilon, Nebuzar-Adan, kabitan ar gwarded, servicher roue Babilon, a ieaz en Jerusalem. 9 Devi a reaz ti an Aotrou, ti ar roue hag holl diez Jerusalem ; leuskel a reaz d’ar flammou an holl diez bras. 10 Goude holl arme ar Galdeed pere a oa gant kabiten ar gwarded, a ziskaraz mogeriou Jerusalem trozro. 11 Ha Nebuzar-Adan, kabiten ar gwarded, a zizougaz an nemorant euz ar bobl, ar re a oa choumet a zemorant en kear, ar re pere a zeue d’en em renta da roue Babilon, hag an nemorant euz ar vanden. 12 Koulskoude, kabiten ar gwarded a lezaz hiniennou euz ar re baoura er vro evel gwinierien ha labourerien.

13 Hag ar Galdeed a lekeaz a dammou ar peuliou arem a oa en ti an Aotrou, ar zoliou hag ar mor arem a oa en ti an Aotrou ; hag e keschont an arem da Vabilon. 14 Kas a rejont ive ar chodourennou, ar paliou, ar serpou, an tazou hag an holl besellou arem emplijet evit ar zervich. 15 Kabiten ar gwarded a gasaz ive an ezansouerou hag ar basinou, ar pez a oa a aour hag ar pez a oa a arc’hant. 16 En kenver an daou beul, ar mor hag ar zoliou hen doa Salomon lekeet ober evit ti an Aotrou, ne hellet ket poueza an arem euz an holl draou ze. 17 Pep peul hen doa triwec’h illinad a huelded, hag eun tok, arem dreist, a behini an huelded a oa a dri illinad ; ha var an tok, trozro, e oa eur roued ha grenadennou, holl en arem. An eilved peul a oa holl henvel, gant he roued.

18 Ha kabiten ar gwarded a gemeraz Seraja, kenta sakrifier, ha Sofoni, eilved sakrifier, ha tri gward an treujou. 19 Hag euz kear e kemeraz eun eunuk pehini hen doa karg an dud a vrezel, ha pemp den euz ar re pere a wele fas ar roue, pere en em gave en kear, penn skrivanier an arme, pehini a rolle pobl ar vro, ha tri-ugent den a douez pobl ar vro, pere a oe kavet en kear. 20 Nebuzar-Adan, kabiten ar gwarded, ho c’hemeraz hag ho c’hasaz da roue Babilon, da Ribla. 21 Ha roue Babilon a skoaz anezhei, hag ho lekeaz d’ar maro en Ribla, en bro Hamath.

22 Evel se Juda a oe dizouget euz he vro. 22 Divarben ar bobl pehini a oa manet a zemorant en bro Juda, ha pere hen doa Nebukadnetsar, roue Babilon, lezet eno, e roaz evit gouarner dezhei Gedalia, mab Akikam, mab Safan.

23 Ha pa ho doa anavezet holl gabitened an dud a vrezel hen doa roue Babilon lakeat Gedalia da c’houarner, e teujont da gaout Gedalia da Vitspa, Ismael, mab Nethania, ha Jokanan, mab Kareak, ha Seraja, mab Thanhuraeth an Netofatid, ha Jaazania, mab Maakathit, int hag ho zud. 24 Ha Gedalia a douaz dezhei, ha d’ho zud, hag e lavaraz dezhei : N’ho pezet ket a aoun euz servicherien ar Galdeed. Choumit er vro, servichet roue Babilon, hag en em gevfet mad a gement se. 25 Mes, d’ar seizved mis, Ismael, mab Nethania, mab Elishama, euz a ras ar roue, ha dek den ganthan, a zeuaz, a skoaz Gedalla,

350