Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/361

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
I. NEVENTIZOU, 1.

hag e lazaz kenkoulz hag ar Judevien hag ar Galdeed a oa ganthan en Mitspa. 26 Neuze ar bobl holl, adaleg ar bihana bete ar brasa, gant kabitened an dud a vresel, en em savaz hag a ieaz en Ejipt, abalamour ma ho doa aoun dirag ar Galdeed.

27 Hag e c’hoarvezaz, ar seizved bloaz ha tregont euz a esklavach Jehojakin, roue Juda, ar seizved varnugent deiz euz an daouzekved mis, penaoz Evilmerodak, roue Babilon, ar bloaz ma teuaz da roue, a savaz he benn da Jehojakin hag he dennaz euz ar prizoun, hag a lakeaz anezhan er frankiz. 28 Komz a reaz dezhan gant douster, hag he lakeaz he drôn dreist trôn ar rouane a oa ganthan en Babilon. 29 Ha, goude ma hen doe chanchet dezhan he ziliad a brizounier, e tebras dalc’hmad dirazhan, enpad he vuez. 30 Hag evit he zalc’hded, eun ordinal kendalc’huz a oe lakeat dezhan gant ar roue, evit bep deiz hag evit holl amzer he vuez.


————


KENTA LEVR AN NEVENTIZOU.


1 ADAM Seth,Enosh ; 2 Kenan, Mahalaleel, Jered ; 3 Henok, Methushela, Lemek ; 4 Noe, Sem, Kam ha Jafet.

5 Mibien Jafet : Gomer, Magog, Madai, Javan, Tubal, Meshek ha Tiras. 6 Mibien Gomer : Ashkenaz, Difaf ha Togarma. 7 Mibien Javan : Elisham, Tharshisha, Kittim ha Rodanim.

8 Mibien Kam : Kush, Mitsraim, Put ha Kanaan. 9 Mibien Kush : Seba, Havila, Sabta, Raema ha Sabteka. Mibien Raema : Sheba ha Dedan. 10 Kush a oe tad da Nimrod, pehini a zeuaz da veza galloudek var an douar. 11 Mitsraim a oe tad Ladim, Anamin, 12 Lahabin, Naftuhim, Bathrusim, Kasluhim, a bere eo deuet ar Filistined hag ar C’haftorim. 13 Kanaan a oe tad da Sidon, he genta-ganet, 14 hag Heth, ar Jebusied, an Amoreed, 15 ar Guirgasied, an Hevied, 16 an Arkeed, ar Sinied, an Arvadied, ar Tsomaried, hag an Hamathied.

17 Mibien Sem : Elam, Assur, Arpakshad, Lud, Aram, Uts, Hul, Guether ha Meshek. 18 Arpakshad a oe tad da Shelak ; ha Shelak a oe tad da Heber. 19 Daou vab a chanaz da Heber : unan a oe hanvet Peleg, abalamour ma oa lodennet an douar en he amzer ; hag hano he vreur a 20 oa Jokthan. 20 Jokthan a oe tad da Almodad, Shelef, Hatsarmaveth, 21,Jerak, Hadoram, 22 Uzal, Dikla, 23 Ebal, Abimael, Sheba, Ofir, Havila ha Jobab ; ar re ze holl a oe mibien da Jokthan. 24, Sem, Arpakshad, 25 Shelak, Heber, 26 Peleg, Rehu, Serug, Nakor, Thare, 27 Abram, pehini eo Abraham. 28 Mibien Abraham : Isaak hag Ismael.

29 Setu ho lignez : kenta-ganet Ismael, Nebajoth ; goude Kedar, Adboel, Mibsam, Mishma, 30 Duma, Massa, Hadan, 31 Thema, Jethur, Nafish ha Kedma ; ar re ze eo mibien Ismael.

32 Mibien Ketura, ribodez Abraham : Genel a reaz Zimran, Jokshan, Medan, Madian, Jisbak ha Shuak. Mibien Jokshan : Sheba ha Dedan. 33 Mibien Madian : Efa, Efer, Hanok, Abida hag Eldaa ; ar re ze holl a zo mibien da Getura.

34 Abraham a oe tad da Isaak.

Mibien Isaak : Esau hag Israel.

35 Mibien Esau : Elifaz, Reuel, Jeus, Jaelam ha Korah. 36 Mibien Elifaz : Theman, Omar, Tsefi, Gaetham, Kenaz, Thimna hag Amalek. 37 Mibien Reuel : Nahath, Zerak, Shamma ha Mizza.

38 Mibien Seir : Lothan, Shobal, Tsibeon, Ana, Dishon, Etser ha Dishan ; 39 mibien Lothan : Hori hag Homam. C’hoar Lothan : Thimna. 40 Mibien Shobal : Aijan, Manahat, Ebal, Shefi hag Onam. Mibien Tsibeon : Ajja hag Ana. 41 Mibien Ana : Dishon. Mibien Dishon : Hamran, Eshban, Jithran, ha Keran. 42 Mibien Etser : Bilhan, Zaavan ha Jaakan. Mibien Dishan : Uts hag Aran.

43 Setu ama ar rouane pere ho deuz renet en bro Edom, araog ma renaz eur roue var bugale Israel : Bela, mab Beor ; hag hano he gear a oa Dinhaba. 44 Bela a varvaz, ha Jobab, mab Zerak, euz Botsra, a renaz en he

351