Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/364

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

I. NEVENTIZOU, 5.

vicherourien ; rag beza oant micherourien.

15 Mibien Kaleb, mab Jefunne : Iru, Ela, ha Naam, ha mibien Ela, ha Kenaz. 16 Mibien Jehalleleel : Zif, Zifa, Thiria hag Asareel. 17 Mibien Esdraz Jether, Mered, Efer ha Jalon. Eur vreg euz Mered a c’hanaz Miriam, Shammai, ha Jishbak, tad Eshthemoa. 18 He vreg, ar Judevez, a c’hanaz Jered, tad Guedor, Heber, tad Soko, ha Jekuthiel, tad Zanoak. Ar re ze eo bugale Bithia, merc’h Faraon, kemeret gant Mered evit he vreg. 19 Mibien greg Hodija, c’hoar Nakam : tad Kehila ar Garmian, 20 hag Eshthemoa ar Maakatied. Mibien Simon : Amnon, Rinna, Ben-Hanan ha Thelon. Mibien Jishei Zoketh ha Ben-Zoketh.

21 Mibien Shela, mab Juda : Er, tad Leka, Laeda, tad Maresha, ha famillou ti an oberourien en lin moan, euz ti Ashbea, 22 ha Jokim, ha tud Kozeba, ha Joaz hag Zaref, pere a renaz var Moab, ha Jashubi-Lekem. 23 An traou ma a zo koz. Ar boderien e oant ha tud ar planterezou hag ar parkeier ; choum a reent eno en tal ar roue evit he labour.

24 MIBIEN Simeon : Nemuel, Jamin, Jarib, Zerak, Saul ; 25 Shallum, he vab ; Mibsam, he vab, ha Mishma, he vab. 26 Mibien Mishma : Hamuel, he vab ; Zakur, he vab ; 27 Shimei he vab. Shimei hen doe c’houezek mab ha c’hwec’h merc’h ; he vreudeur n’ho doe ket nemeur a vugale, hag ho holl famillou n’en em greskchont ket evel mibien Juda. 28 Choum a rejont en Beer-Sheba, en Molada, en Hatsar-Shual, 29 en Bilha, en Etsem, en Tholad, 30 en Bethuel, en Horma, en Tsiklag, 31 en Beth-Markaboth, en Hatsar-Susim, en Beth-Birei hag en Shaaraïm. Ar re ze oe ho c’heariou bete ren David. 32 Hag ho billajennou a oe Etam, Ain, Rimmon, Thoken hag Assan, pemp kear ; 33 hag ho holl billajennou, pere a oa en dro d’ar c’heariou ze, bete Baal. Ar re ze eo ho choumajou ha merk ho nested. 34 Meshobab, Jamlek, Josha, mibien Amats ; 35 Joel, Jehu, mibien Joshbia, mab Seraja, mab Aziel ; 36 Eljoanai, Jaakoba, Jeshokaia, Asaja, Adiel, Jesimiel, Benaja ; 37 Ziza, mab Shifei, mab Allon, mab Jedaja, mab Shimri, mab Shemaja. 38 Ar re ze, hanvet dre ho hano, a oa prinsed en ho famillou, ha tiez ho zadou en em sklabeze kalz.

39 Mont a rejont entrezek Guedor, bete ar savheol en draounien, o klask peuri d’ho loened. 40 Kaout a rejont peuri druz ha mad, hag eur vro ledan en pep sans, zioul ha zur ; rag ar re a choume eno diagent a ziskenne euz Kam. 41 An dud ze merked dre ho hano, a zeuaz en amzer Ezekiaz, roue Juda, hag a skoaz ho zantennou hag ar Vaonited pere a oa eno ; gwestla a rejont anezhei d’an anaoue bete hirie, hag e choumjont en ho flas, rag peuri a oa eno d’ho loened. 42 Pemp kant den anezhei, euz bugale Simeon, a ieaz da venez Seir, o kaout en ho fenn Pelatia, Nearia, Refaja hag Uziel, bugale Jishei. 43 Skei a rejont an nemorant euz a re dec’het Amalek, hag int choumet eno bete hirie.


5 MIBIEN Ruben, kenta-ganet Israel (rag ar c’henta-ganet e oa ; mes dre ma hen doa souliet gwele he dad, he zroet a ena a oe roet da vibien Josef, mab Israel, nan koulskoude evit beza merket er rumachou, hervez an droet a ena. 2 Rag Juda a oe galloudek entouez he vreudeur, hag anezhan e zo deuet eur prins ; mes an droet a ena a zo da Josef). 3 Mibien Ruben, kenta-ganet a Israel : Henok, Pallu, Hetsron ha Karmi. 4 Mibien Joel : Shemaja, he vab, Gog, he vab, Shimei, he vab, 5 Mika, he vab, Reaja, he vab, Baal, he vab, 6 Beera, he vab, pehini a oe kaset en esklavach gant Thilgath-Pilnezer, roue an Assiri. Hennez a oa eur prins euz ar Rubenited. 7 He vreudeur, hervez ho famillou, en levr ar rumach, hervez ho ginivelez, a oa : ar c’henta Jeïel ; Zakari ; 8 Bela, mab Azaz, mab Shema, mab Joel. Bela a choume en Aroer, ha bete Nebo ha Baal-Meon ; 9 ar savheol, e choument en digor an distro, adaleg rivier an Eufrat, rag ho zropellou a oa niveruz en bro Galaad. 10 En amzer Saul, e rejont ar brezel d’an Hagarenied, pere a gwezaz entre ho daouarn ; hag e choumjont en ho zantennou, var du ar savheol euz Galaad.

11 MIBIEN Gad a choume dirazhei en bro Bassan, bete Salka. 12 Joel, ar c’henta, Shafam, an eil, Janaï ha Shafat en Bassan. 13 Ho breudeur, hervez ti ho zadou ; Mikael, Meshullam, Sheba, Joral, Jaekan, Zia hag Eber, seiz. 14 Ar re ma eo bugale Abikael, mab Huri, mab Jaroak,

354