Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/365

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

I. NEVENTIZOU, 6.

mab Galaad, mab Mikael, mab Jeshishai, mab Jakdo, mab Buz. 15 Aki, mab Abdiel, mab Guni, a oa prins ti ho zadou. 16 Choum a reent en Galaad, en Bassan, hag er c’heariou trozro, hag en holl fabourziou Saron, bete ho harzou. 17 Holl e oent merket er rumachou en amzer Jotham, roue Juda, hag en amzer Jeroboam, roue Israel.

18 Bugale Ruben, ar Gadited hag hanter poblad Manasse, a douez an dud kalounek pere a zouge an diren hag ar c’hleze, o tenna ar gwarek, ha kelennet evit ar brezel, a oa en niver a bevar ha daou-ugent mil seiz kant tri-ugent, o tont er meaz en arme. 19 Ober a rejont brezel d’an Hagarenied, da Jetur, da Nafish ha da Nodab. 20 Beza ho doe sikour a enep dezhei, hag an Hagarenied, hag ar re holl a oa ganthei, a oe lakeat entre ho daouarn ; rag, er brezel, e krijont da Zoue, hag e selaouaz anezhei, abalamour ma ho doa lekeat ho esperans ennhan ; 21 hag e kemerjont ho zropellou : hanter kant mil chamo, daou c’hant hanter kant mil danved, daou vil azen, ha kant mil den. 22 Rag koueza a reaz maro eun niver bras anezhei, abalamour ma teue ar brezel a beurz Doue ; hag he choumjont en ho flas bete an dizougerez.

23 Bugale hanter poblad Manasse a choumaz er vro, adaleg Bassan bete Baal-Hermon hag en Senir, hag en menez Hermon ; niveruz e oant. 24 Ha setu chefou ti ho zadou : Efer, Jishei, Eliel, Azriel, Jeremi, Hodavia ha Jakdiel, tud kalounek, tud bruded, chefou tiez ho zadou.

25 Mes pec’hi a rejont a enep Doue ho zadou, hag en em c’hadelezjont gant doueou poblou ar vro, pere Hen doa an Aotrou distrujet dirazhei. 26 Ha Doue Israel a voutaz spered Pul, roue an Assiri, ha spered Thilgath-Pilnezer, roue an Assiri, pehini a zizougaz ar Rubenited, ar C’hadited hag hanter poblad Manasse, hag a gasaz anezhei da C’halak, da Gabor, da Hara, ha da rivier Gozan, el lec’h int choumet bete hirie.


6 MIBIEN Levi : Guershon, Kehath ha Merari. 2 Mibien Kehath : Amram, Jitsehar, Hebron, hag Uziel. 3 Bugale Amram : Aaron, Moizez ha Mari. Mibien Aaron : Nadab, Abihu, Eleazar, hag Ithamar. 4 Eleazar a oe tad da Fine ; Fine a oe tad da Abishua ; 5 Abishua a oe tad da Vukki ; Bukki a oe tad da Uzzi ; Uzzi a oe tad da Zerakia ; 6 Zerakia a o oe tad da Verajoth ; 7 Merajoth a oe tad da Amaria ; Amaria a oe tad da Akitub ; 8 Akitub a oe tad da Tsadok ; Tsadok a oe tad da Akimaats ; 9 Akimaats a oe tad da Azaria ; Azaria a oe tad da Jokanan ; 10 Jokanan a oe tad da Azaria, pehini a reaz ar velegiach en ti a savaz Salomon en Jerusalem. 11 Azaria a oe tad da Amaria : Amaria a oe tad da Akitub ; 12 Akitub a oe tad da Tsadok ; Tsadok a oe tad da Shallum ; 13 Shallum a oe tad da Hilkija ; Hilkija a oe tad da Azaria ; 14 Azaria a oe tad da Seraja ; Seraja a oe tad da Jehotsadak ; 15 Jehotsadak a ieaz kwit, pa zizougaz an Aotrou Juda ha Jerusalem dre Nebukadnetsar.

16 Mibien Levi : Guershom, Kehath ha Merari. 17 Setu ama hanoiou mibien Gwershom : Libni ha Shimei. 18 Mibien Kehath : Amram, Jitsehar, Hebron hag Uziel. 19 Mibien Merari : Makli ha Mushi. Ar re ze eo famillou Levi, hervez tiez ho zadou. 20 Euz Guershom : Libni, he vab ; Jakath, he vab ; Zimma, he vab ; Joak, he vab ; 21 Iddo, he vab ; Zerak, he vab ; Jeathrai, he vab. 22 Mibien Kehath : Amminadab, he vab ; Kore, he vab ; Assir, he vab ; 23 Elkanah, he vab ; Ebiazaf, he vab ; Assir, he vab ; 24 Takath, he vab ; Uriel, he vab ; Uzzija, he vab ; Saul, he vab. 25 Mibien Elkana : Amazai hag Akimoth ; Elkana, he vab ; 26 Elkana-Tsofai, he vab ; Nakath, he vab ; 27 Eliab, he vab ; Jerokam, he vab ; Elkana, he vab. 28 Ha mibien Samuel : ar c’henta-ganet, Yashni, hag Abija. 29 Mibien Merari : Makli ; Libni, he vab ; Shimei, he vab ; Uzza, he vab ; Shimea, he vab ; 30 Hagguija, he vab ; Asaja, he vab.

31 Ha setu ama ar re a oe lakeat gant David evit eüna ar gân en ti an Aotrou, abaoe ma oa an arc’h en lec’h diskwiz. 32 Ober a rejont servich ar gân dirag choumach an tabernakl a gemenadurez, ken hen doe Salomon savet ti an Aotrou en Jerusalem ; hag e reent ho zervich hervez ar reol a oa merket dezhei. 33 Setu ama ar re a ovise, gant ho mibien. A douez bugale ar Gehatited : Heman, ar c’haner, mab Joel, mab Samuel, 34 mab Elkana, mab Jerokam, mab Eliel, mab Thoak, mab Tsuf, 35 mab Elkana, mab Makath, mab Amasai, 36 mab Elkana, mab Joel, mab Azaria, mab Sofoni,

355