Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/366

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

I. NEVENTIZOU, 7.

37 mab Takath, mab Assir, mab Ebiasaf, mab Kore, 38 mab Jitsehar, mab Kebath, mab Levi, mab Israel.

39 He vreur Asaf, pehini en em dalc’he en he du deou. Asaf, mab Berekia, mab Shimea, 40 mab Mikael, mab Baaseja, 41 mab Malkija, mab Ethni, mab Zerak, 42 mab Adaja, mab Ethan, mab Zimma, mab Shimei, 43 mab Jakath, mab Guershom, mab Levi.

44 Bugale Merari, ho breudeur, en tu kleiz : Ethan, mab Kishi, mab Abdi, mab Malluk, 45 mab Hashabia, mab Amatsia, 46 mab Hilkija, mab Amtsi, mab Bani, 47 mab Shemer, mab Makli, mab Mushi, mab Merari, mab Levi.

48 Ho breudeur, al Levited, a oa karget euz holl servich choumaj ti Doue. 49 Aaron hag he vibien a lakee da vogedi ar profou var aoter ar sakrifisou-losk ha var aoter ar c’houez vad, oc’h evesaat pep labour euz al lec’h santel meurbed, hag o lakaat an diskarg evit Israel, hervez kement hen doa gourc’hemennet Moizez, servicher Doue.

50 Setu ama bugale Aaron : Eleazar, he vab ; Fine, he vab ; Abishua, he vab ; Bukki, he vab ; 51 Uzzi, he vab ; Zerakia, he vab ; 52 Merajoth, he vab ; Amaria, he vab ; Akitub, he vab ; 53 Tsadok, he vab ; Akimaats, he vab.

54 Setu ama ho choumajou, hervez ho c’hlozadennou, en ho harzou. Da vugale Aaron euz famil ar Gehatited (rag ar zort kenta a oe evithei), roet oe Hebron, 55 en bro Juda, hag he fabourg trozro. 56 Mes roet e oa da Galeb, mab Jefunne, douar kear hag he billajennou. 57 Da vugale Aaron e oe roet keariou a dec’h Hebron, Libna hag he fabourg, Jatthir, Eshthemoa hag he fabourg, Hilen hag he fabourg, 58 Debir hag he fabourg, 59 Ashan hag he fabourg, Beth-Shemesh hag he fabourg ; 60 hag euz poblad Benjamin, Gueba hag he fabourg, Alemeth hag he fabourg, Anathoth hag he fabourg. Ho holl geariou a oa trizek en niver, hervez ho famillou. 61 Da vugale Kehath pere a vane, e oe roet dre ar zort dek kear euz poblad Efraian, euz an hanter a boblad Dan, hag euz a hanter poblad Manasse. 62 Da vugale Guershom, hervez ho famillou, e oe roet trizek kear, euz a boblad Issakar, euz a boblad Asser, euz a boblad Naftali, hag euz a boblad Manasse, en Bassan. 63 Da vugale Merari, hervez ho famillou, e oe roet dre ar zort daouzek kear, euz a boblad Ruben, euz a boblad Gad, hag euz a boblad Zabulon.

64 Bugale Israel a roaz d’al Levited ar c’heariou ze hag ho fabourjou. 65 Rei a rejont dre ar zort, euz poblad bugale Juda, euz poblad bugale Simeon, hag euz poblad bugale Benjamin, ar c’heariou ze pere a verkjont dre ho hanoiou. 66 Hag evit famillou all bugale Kehath, keariou ho douar a oe euz a boblad Efraim. 67 Roet e oe dezhei ar c’heariou a dec’h, Sichem hag he fabourg, en menez Efraim, Guezer hag he fabourg, 68 Jokmeam hag he fabourg, Beth-Horon hag he fabourg, 69 Ajalon hag he fabourg, ha Gath-Rimmon hag he fabourg ; 70 hag euz hanter poblad Manasse, Aner hag he fabourg, ha Bileam hag he fabourg. Roet e oe ar c’heariou ze da vugale famillou Kehath pere a vane.

71 Da vugale Guershom, e oe roet euz famil hanter poblad Manasse, Golan en Bassan hag he fabourg, hag Ashtharoth hag he fabourg ; 72 euz poblad Issakar, Kedes hag he fabourg, Dobrath hag he fabourg, 73 Ramoth hag he fabourg, hag Anem hag he fabourg ; 74 euz poblad Asser, Mashal hag he fabourg, Abdon hag he fabourg, 75 Hakok hag he fabourg, Rehob hag he fabourg ; 76 hag euz poblad Naftali Kedes en Galile hag he fabourg, Naftali, hag he fabourg, ha Kirjathaim hag he fabourg.

77 Da vugale Merari pere a vane, e oe roet euz a boblad Zabulon, Rimmono hag he fabourg, ha Thabor hag he fabourg ; 78 hag en tu all d’ar Jourdan euz Jeriko, entrezek ar savheol euz ar Jourdan, euz a boblad Ruben. Betser en distro hag he fabourg, Jahtsa hag he fabourg, 79 Kedemoth hag he fabourg, ha Mefaath hag he fabourg ; 80 hag euz a boblad Gad, Ramoth en Galaad hag he fabourg, Mahanaim hag he fabourg, 81 Hesbon hag he fabourg, ha Jaezer hag he fabourg.


7 MIBIEN Issakar : Thola, Pua, Jashub ha Shimron, pevar. 2 Mibien Thola : Uzzi, Refaja, Jeriel, Jakmai, Jibsam, ha Samuel, chefou tiez ho zadou, euz Thola, brezellerien kalounek. Merket e oent hervez ho ginnivelez ; ho niver en amzer David a oa daou vil varn-ugent c’hwec’h kant. 3 Mibien Tizzi Jizraikia. Mibien Jizraikia : Mikael,

356