Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/367

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

I. NEVENTIZOU, 8.

Obadia, Joel ha Jishija, en holl pemp chef ; 4 ganthei, skrivet var ho ginnivelez, hervez tiez ho zadou, e oa en soudarded an arme a vrezel c’hwec’h mil den ha tregont ; rag beza ho doa kalz a c’hragez hag a verc’hed. 5 Ho breudeur, hervez holl famillou Issakar, brezellerien kalounek, a oa en holl seiz mil ha pevar-ugent, merket er rumachou.

6 MIBIEN Benjamin : Bela, Beker ha Jediael, tri. 7 Mibien Bela : Etsbon, Uzzi, Uzziel, Jerimoth, Iri ; pemp chef euz a diez ho zadou, brezellerien kalounek, ha merket er rumachou en niver a zaou vil varn-ugent ha pevar ha tregont. 8 Mibien Beker : Zeutira, Joas, Eliezer, Eljoenai, Omri, Jeremoth, Abija, Anathoth hag Alemeth ; ar re ze holl a oa mibien Beker. 9 Hag e oent merket er rumachou hervez ho ganedigezou, evel chefou tiez ho zadou, brezellezien kalounek, en niver a ugent mil daou c’hant. 10 Mibien Jediael : Bilhan. Mibien Bilhan : Jeush, Benjamin, Ehud, Kenaana, Zethan, Tarsis, hag Ahishakar. 11 Ar re ze holl bugale Jediael, chefou tiez ho zadou, brezellerien kalounek, en niver a zeitek mil daou c’hant, o vont d’an arme evit ar brezel. 12 Shuppim hag Huppim, mibien Ir ; Hushim, mab Aker.

13 MIBIEN Neftali : Jahtsiel, Guni, Jetser ha Shallum, mab Bilha.

14 MIBIEN Manasse : Asriel pehini a oe ganet gant he ribodez Aramean ; genel a reaz Makir, tad Galaad. 15 Makir a gemeraz eur vreg euz Huppim hag euz Shuppim. Hano he c’hoar a oa Maaka. Hano he eil mab a oa Tselofkad ; ha Tselofkad he doe merc’hed. 16 Maaka, greg Makir, a c’hanaz eur mab, hag e c’hanvaz anezhan Peresh ; hano he vreur a oa Sheresh, hag he vibien a oa Ulam ha Rekem. 17 Mibien Ulam : Bedan. Ar re ze eo bugale Galaad, mab Makir, mab Manasse. 18 He c’hoar Hammoleketh a c’hanaz Ishod, Abiezer ha Makla. 19 Mibien Shemida a oa : Akian, Shekem, Likchi hag Aniam.

20 MIBIEN Efraim : Shuthelak, Bered, he vab ; Jakath, he vab ; Eleada, he vab ; 21 Takath, he vab ; Zabad, he vab ; Shutelak, he vab ; Ezer hag Elead. Tud Gad, ganet er vro, a lazaz anezhei abalamour ma oant diskennet da gemer ho zropellou. 22 Efraim, ho zad, a oe pell en kanvou, hag he vreudeur a zeuaz da zic’hlac’hari anezhan. 23 Goude ez eaz entrezek he vreg, pehini a gonsevaz hag a c’hanaz eur mab ; rei a reaz dezhan an hano a Veria, abalamour ma oa ar droug heur en he di. 24 He verc’h a oa Sheera, pehini a savaz Beih-Horon izela hag huela, hag Uzenshera. 25 Beza hen doe evit mab Refak hag Reshef ; goude e teujont da Delak, he vab ; Tachan, he vab ; Laedan, he vab ; 26 Amihud, he vab ; Elishama, he vab ; 27 Nun, he vab ; Josue, he vab. 28 Ho dalc’h hag ho choumaj a oa en Bethel hag ar c’heariou euz he drozro ; er savheol, Naaran ; er c’husheol, Guezer hag ar c’heariou euz he drozro, Sichem ha keariou he drozro, bete Gaza hag ar c’heariou euz he zrozro ; 29 mibien Manasse a berc’henne Beth-Shean hag ar c’heariou euz he zrozro ; Taanak hag he c’heariou trozro ; Meguiddo hag ar c’heariou euz he zrozro ; Dor hag ar c’heariou euz he zrozro. Er c’heariou ze e choume bugale Josef, mab Israel.

30 BUGALE Asser : Jimna, Jishva, Jishvi, Beria, ha Serak, ho c’hoar. 31 Mibien Beria : Heber ha Malkiel, hema a oe tad da Virzavith. 32 Heber a oe tad da Jaflet, Shomer, Hotham, ha Shua, ho c’hoar. 33 Mibien Jaflet : Pasak, Bimhal hag Ashvath. Ar re ze eo mibien Jaflet. 34 Mibien Shemer : Aki, Rohega, Hubba, hag Aram. 35 Mibien Helem, he vreur : Tsofak, Jimna, Shellesh hag Amal. 36 Mibien Tsofak : Suak, Harnefer, Shual, Beri, Jimna, 37 Betser, Hod, Shamma, Shilsa, Jithran ha Beera. 38 Mibien Jether : Jefunne, Pispa hag Ara. 39 Mibien Ulla : Arak, Hanniel ha Ritsia. 40 Ar re ze holl a oa bugale Asser, chefou tiez ho zadou, tud choazet, brezellerien kalounek, chefou prinsed, merket en arme evit ar brezel, en niver euz a c’hwec’h mil den varn-ugent.


8 BENJAMIN a oe tad da Vela, he genta-ganet, Ashbel an eil, Akoak an drede, 2 Noka ar bevare, ha Rafa ar bempved. 3 Mibien Bela a oe : Addar, Guera, Abihud, 4 Abishua, Naaman, Akoak, Guera, 5 Shefufan hag 5 Huram.

6 Setu ama bugale Echud ; beza e oant chefou tiez tadou tud Gueba,