Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/369

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

I. NEVENTIZOU, 10.

pehini e oe an Aotrou, gwech all a oa ho chef. 21 Zakari, mab Meshelemia, a oa porsier en digor tabernakl ar gemenadurez. 22 Holl choazet evit porsierien euz an treujou, beza e oant daou c’hant daouzek, merket er rumachou hervez ho billajennou ; David ha Samuel, ar Gweler, 23 ho doa lakeat anezhei en he ovis. Int hag ho bugale a oa lakeat da ziwal doriou ti an Aotrou, euz ti an tabernakl. 24 Beza e oa porsierien er pevar avel, er savheol, er c’hus-heol, en hanter-noz hag er c’hreisteiz. 25 Ho breudeur, pere a oa en ho billajennou, a dlee amzer hag amzer dont d’ho c’haout enpad seiz deiz. 26 Rag ar pevar chef porsier ze o oa atao en ovis. Levited e oant, ha lakeat e oant var ar gamprou ha var densoriou ti Doue. 27 En em derc’hel a reent en noz endro da di Doue ; rag ar gward anezhan a oa dezhei, hag ho doa ar garg d’hen digorri bep mintin.

28 Beza e oa ive outhei pere a oa lakeat var beseliou ar servich. Hag ober a reet an niver anezhei pa ez eent ebarz ha pa ez eentmeaz. 29 Beza e oa ive pere a oe lakeat var ar beselou, var holl beselou ar santuar ha var ar bleud kun, ar gwin, an eol, an ezans hag ar c’houez vad. 30 Ar re a red ar parfumou a c’houez vad a oa mibien ar sakrifierien. 31 Matthithia, a douez al Levited, kenta ganet a Shallum, Korit, hen doa ar garg euz ar gwastellou poazet var ar plak. 32 Entouez bugale ar Gehatited, ho breudeur, e oa pere ho doa ar garg euz ar baraou a ginnig, evit ho ficha, bep sabbat.

33 Ar re ze eo ar ganerien, chefou tiez tadou al Levited, pere a choum er c’hamprou, divec’h euz a gargou all abalamour ma tleent beza en karg en deiz hag en noz. 34 Ar re ze eo chefou tadou al Levited, chefou hervez ho ginnivelez ; choum a reont en Jerusalem.

35 Tad Gabaon, Jeiel, a choume en Gabaon ; hag hano he vreg a oa Maaka ; 36 he mab, ar c’henta-ganet, a oe Abdon, goude Tsur, Kis, Baal, Ner, Nadab, 37 Guedor, Akjo, Zakari, ha Mikloth. 38 Mikloth a oe tad da Shimeam. Chollm a rejont ive tost d’ho breudeur en Jerusalem, gant ho breudeur. 39 Ner a oe tad da Gis ; Kis a oe tad da Saül : Saül a oe tad da Jonathan, Malkishua, Abinadab hag Eshbaal. 40 Mab Jonathan a oe Merib-Baal ; ha Merib-Baal a oe tad da Vika. 41 Mibien Mika : Pithon, Melek, Thaerea hag Akaz. 42 Akaz a oe tad da Jaera ; Jaera a oe tad da Alemeth, Azmaveth ha Zimri ; Zimri a oe tad da Votsa ; 43 Motsa a oe tad da Vinea, pehini hen doe evit mab Eleasa, pehini hen doe evit mab Atsel. 44 Atsel hen doe c’hwec’h mab, a bere eo ar re ma an hanoiou : Azrikam, Bokru, Ismael, Shearia, Obadia hag Hanan. Ar re ze eo mibien Atsel.


10 HAG ar Filistined a vrezeliaz a enep Israel ; ha re Israel a dec’haz dirag ar Filistined, hag a gouezaz maro var menez Gilboa. 2 Hag ar Filistined a genredaz Saül hag he vibien, hag a lazaz Jonathan, Abinadab ha Malkishua, mibien Saül. 3 Nerz an emgan a gouezaz var Saül ; an archerien a dapaz anezhan, hag hen doe aoun euz an archerien ze. 4 Neuze Saül a lavaraz d’an hini a zouge he armou : Tenn da gleze ha treuj ac’hanoun, gant aoun na zeufe ar re didrodroc’het-ze, ha ne rafent dismegans d’in. Mes an hini a zougehe armou ne fellaz ket dezhan, rag spouronnet he oa. Saül a gemeraz eta he gleze hag en em daolaz varnezhan. 5 Neuze an hini a zouge he armou, o welet e oa Saül maro, en em daolaz, hen ive, var he gleze hag a varvaz. 6 Evel se he varvaz Saul hag he dri mab, hag he di holl a varvaz er memeuz amzer. 7 Hag holl dud Israel pere a oa en draounien, o veza gwelet e oa tec’het, ha ma oa maro Saül hag he vibien, a zilezaz ho c’heariou hag a dec’haz. Hag ar Filistined a zeuaz hag a choumaz eno.

8 An deiz varlerc’h, ar Filistined a zeuaz da ziwiska ar re varo, hag e kavjont Saül hag he vibien astennet var menez Gilboa. 9 Diwiska a rejont anezhan, hag e kaschont ganthei he benn hag he armou. Hag e kaschont en bro ar Filistined, a bep tu, evit diskleria ar c’helou d’ho idolou ha d’ar bobl. 10 Lakaat a rejont he armou en ti ho doue, hag e stakchont krogen he benn en ti Dagon. 11 Mes Jabes a C’halaad holl a glevaz kement ho doa ar Filistined groet da Saül ; 12 hag an holl dud kalounek en em savaz hag a gemeraz korf Saül ha korfou he vibien, hag a zigasaz anezhei da Jabes. Sebelia a rejont ho eskern dindan eun derebantinen, en Jabes, hag e iunjont seiz devez.

13 Evel se he varvaz Saül, abalamour

359