Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/370

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

I. NEVENTIZOU, 11.

d’ar faot hen doa groet a enep an Aotrou, divarbenn gir an Aotrou pehini n’hen doa ket miret, hag ive abalamour ma rea goulennou ha ma kuzulie ar sperejou. 14 Ne guzuliaz ket an Aotrou, hag an Aotrou he lekeaz d’ar maro, hag a roaz he rouantelez da Zavid, mab Isaï.


11 HAG, holl Israel a ieaz da gaout David, da Hebron, o lavarout : Setu ni a zo da eskern ha da gig ; 2 memeuz diagent, pa oa Saül roue, te eo pehini a lekee da vont er meaz hag a gerc’he Israel. Hag an Aotrou, da Zoue, Hen deuz lavaret d’id : Te a veso va fobl Israel, ha te a vezo chef va fobl Israel. 3 Hon re ansien Israel a zeuaz eta entreze ar roue da Hebron, ha David a reaz allians ganthei en Hebron, dirag an Aotrou ; hag ec’h eoljont David da roue var Israel, hervez gir an Aotrou, diskleriet dre Samuel.

4 Goude David a valeaz gant holl Israel var Jerusalem, pehini eo Jebus ; eno e oa ar Jebusied, tud ar vro. 5 Ha tud Jebus a lavaraz da Zavid : Te ne zeui ket ama. Mes David a gemeraz krenv Sion ; kear David eo. 6 Ha, David hen doa lavaret : Piou benag hen devezo kannet ar c’henta ar Jebusied a vezo chef ha prins. Joab, mab Tseruja, a biniaz ar c’henta, hag e teuaz da veza ho chef. 7 Ha David a choumaz er c’hrenv ; dre ze e oe galvet kear David. 8 Sevel a reaz kear trozro, adaleg Millo hag he zrozro ; ha Joab a fichaz an nemorant euz kear. 9 Ha David a iea en eur vont var araog hag o kreski ; hag Aotrou an armeou a oa ganthan.

10 Setu ama chefou an dud kalounek hen doa David, ha pere a sikouraz anezhan, gant Israel holl, en he rouantelez, evit he lakaat da ren, hervez gir an Aotrou divarbenn Israel. 11 Setu eta an niver euz an dud kalounek hen doa David :

Jashobeam, mab Hakmoni, chef ar re a vrezellie var girri. Hija a reaz he waf var dri c’hant den, pere a lekeaz da vervel en eur wech hepken.

12 Goude hen, Eleazar, mab Dodo, an Akokit, unan an tri den kalounek. 13 Hen eo a oa gant David en Pas-Dammin, el lec’h ma oa en em dastumet ar Filistined evit en em ganna. Beza e oa eul loden bark leuniet a heiz ; hag ar bobl a dec’he dirag ar Filistined. 14 En em lakaat a rejont en kreiz ar park, difen a rejont anezhan, ha kanna rejont ar Filistined. Hag an Aotrou a roaz dezhei eun delivrans vras.

15 Tri euz an tregont chef a ziskennaz var ar roc’h, da gaout David, en kavarn Adullam, pa oa savet kân ar Filistined en traounien Refaim. 16 David a oa neuze er c’hrenv, el lec’h eul loden euz gward ar Filistined a oa en Bethlehem. 17 Ha David a reaz eur menek, hag a lavaraz : Piou a lakao ac’hanoun da eva dour euz ar puns a zo en dor Bethlehem ? 18 Neuze an tri den ze a dremenaz abiou kân ar Filistined, hag a dennaz dour euz ar puns pehini a zo euz dor Bethlehem ; hag o veza he zigaset, e kinnigchont anezhan da Zavid ; mes David na fellaz ket dezhan he eva, hag a skuliaz anezhan dirag an Aotrou. 19 Hag e lavaraz : Ra viro Doue ac’hanoun da ober ze ! Eva a rafen, me goad an dud ze pere a zo eet en ristl ho buez ? Rag digaset ho deuz an dour ze d’in en ristl ho buez. Ha ne fellaz ket dezhan eva anezhan. Setu aze ar pez a reaz an tri den kalounek ze.

20 Abishai, breur Joab, oa chef an tri. Ija a reaz he lans var dri c’hant den, pere a skoaz d’ar maro ; hag hen doe brud entouez an tri. 21 Entouez an tri e oe muoc’h enoret evit an daou all, hag e oe ho chef ; koulskoude, ne egalaz ket an tri genta.

22 Benaja, mab Jehojada, mab da eun den kalounek, bras dre he vurzudou, euz Kabtseel. Laza a reaz daou euz ar re galloudusa a dud Moab. Disken a reaz ive hag e lazaz eul leon, en kreiz eur poull, en eun deiz erc’h. 23 Skei a reaz eun Ejiptsian a behini ar vent a oa pemp illinad. An Ejiptsian hen doa eur waf eve] garvan eur gwiader ; disken a reaz d’he gaout gant eur vas, diframma a reaz ar waf euz dorn an Ejiptsian, hag e lazaz anezhan gant he waf he unan. 24 Setu aze ar pez a reaz Benaja, mab Jehojada, hag hen doe eun hano entouez an tri den kalounek ze. 25 Ar muan enoret euz an tregont e oa, mes ne egalaz ket an tri genta. David a lekeaz anezhan en he guzul privet.

26 Tud kalounek an arme : Asael, breur Joab ; Elkanan, mab Dodo, euz Bethlehem ; 27 Shammoth, Harorite ; Helets, Pelonien ; 28 Ira, mab Ikkesh, Thekoite ; Abiezer eus anathoth ;

360