Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/372

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

I. NEVENTIZOU, 13, 16.


I. NEVENTIZOU, 13, 14.

29 Euz a vibien Benjamin, breudeur Saül, tri mil ; rag bete neuze al loden vrasa anezhei a oa manet stag euz ti Saül.

30 Euz mibien Efraim, ugent mil eiz kant, brezellerien kalounek, tud bruded, hervez tiez ho zadou.

31 Euz a hanter poblad Manasse, tri c’hwec’h mil, pere a oe hanvet dre ho hano evit mont da lakaat David da roue.

32 Euz a vibien Issakar, pere a wie dishenveli an amzeriou, evit anaout ar pez a dlee Israel da ober, daou c’hant euz ho chefou, hag ho holl vreudeur dindan ho urzou.

33 Euz Zabulon, hanter kant mil, o vont d’an arme, doareet evit ar gann, euz an holl armou a vrezel, evit en em renka en brezel gant eur galoun diloden.

34 Euz Neftali, mil chef, ha ganthei seiz mil den ha tregont, o tougen an diren hag ar gwaf.

35 Euz an Danited doareet d’ar brezel, eiz mil varn-ugent ha c’hwec’h kant.

36 Euz Asser, o vont d’an arme evit en em renka en brezel, daou-ugent mil.

37 Hag euz an tu all d’ar Jourdan : euz ar Rubenited euz ar C’hadited, hag euz hanter poblad Manasse, gant holl armou eun arme en brezel, c’hwec’h ugent mil.

38 Ar re ze holl, tud a vrezel, renket en brezel, a zeuaz gant eur galoun gwirion da Hebron, evit lakaat David roue var Israel holl. Hag, an holl nemorantd euz Israel a oa boll ive evit lakaat David da roue. 39 Hag e oent eno, gant David, o tibri hag oc’h eva enpad tri deiz ; rag ho breudeur ho doa kempennet bevans ; 40 hag ar re zoken a oa an tosta dezhei, bete Issakar, Zabulon ha Neftali, a zigase bevans var ezen, var chamoed, var muled ha var ijened ; boued bleud, berniou fiez sec’h ha rezin sec’h, gwin, eol, ijened ha denved en founuzder ; rag joa a oa en Israel.


13 Ha David a zalc’haz kuzul gant chefou ar milierou hag ar c’hantchou, gant holl renerien ar bobl. 2 Ha David a lavaraz da holl asamble Israel : Mar kavet mad, ha mar teu ze euz an Aotrou, hon Doue, kasomp a bep tu entrezek hon breudeur all pere a choum en holl broiou Israel, hag ive entrezek ar sakrifierien hag al Levited, en ho c’heariou ha fabourzou, evit ma en em dastumfont ganeomp, 3 ha digasomp d’hon c’haout arc’h hon Doue ; rag n’hon deuz ket adklasket anezhi en amzer Saül. 4 Hag an holl asamble a oe a ali da ober kement se, rag kavet e oe ze mad gant an holl bobl.

5 David a zastumaz eta Israel holl, adaleg Sikor euz an Ejipt, bete dor Hamath, evit distrei arc’h Doue euz Kirjath-Jearim. 6 Ha David a biniaz gant Israel holl da Vaala, da Girjath-Jearim pehini a zo en Juda, evit lakaat arc’h Doue da biniat ac’hane, an Aotrou, pehini a choum entre ar cherubined, hag a behini an hano a zo galvet eno. 7 Lakaat a rejont eta arc’h Doue var eur c’har nevez, hag e kerc’hjont anezhi euz ti Abinadab ; hag Uzza hag Akjo a rene ar c’har. 8 Ha David hag Israel holl a zanse dirag Doue euz ho holl nerz en eur gana, hag o soun telennou, lirennou, taboulinou, timbalennou ha trompillou.

9 Pa oent deuet bete leur Kidon, Uzza a astennaz he zorn evit derc’hel an arc’h, abalamour ma winke an ijened. 10 Mes koler an Aotrou en em danaz a enep Uzza, hag e skoaz anezhan, abalamour ma hen doa astennet he zorn var an arc’h ; hag he varvaz eno dirag Doue. 11 Ha David a oe glac’haret euz ma Hen doe an Aotrou groet eur rogaden, en Uzza ; hag eo bet galvet bete hirie al lec’h ze Perets-Uzza. 12 David hen doe aoun dirag Doue en deiz ze, hag e lavaraz : Penaoz e lakain-me arc’h Doue em zi ? 13 Dre ze David na zigasaz ket an arc’h d’he di, en ti David ; mes lakaat a reaz kas anezhi da di Obed-Edom, ar Guitian. 14 Arc’h Doue a choumaz tri mis gant famil Obed-Edom, en he di. Hag an Aotrou a vennigaz ti Obed-Edom ha kement a oa dezhan.


14 Hag Hiram, roue Tir, a gasaz kannaded da pout David, ha koad sedr, kizellerien vein ha kalvezerien, evit sevel eun ti dezhan. 2 Ha David a anavezaz penaoz Hen doa an Aotrou starteet anezhan evel roue var Israel, ha penaoz he rouantelez a oa savet huel abalamour d’he bobl Israel.

3 David a gemeraz c’hoaz gragez en Jerusalem, hag e c’hanaz c’hoaz mibien ha merc’hed. 4 Setu ama hanoiou ar re a c’hanaz dezhan en Jerusalem : Shammua, Shobab, Nathan, Salomon, 5 Jibhar, Elishua, Elpelet, 6 Noga, Nefeg, 7 Jafia, Elishama, Beeljada hag Elifelet.

362

I. NEVENTIZOU, 15.

8 Hag ar Filistined a wezaz penaoz David a oa bet eoliet evel roue var holl Israel, hag e pinjont holl da glask David. Ha David, o veza klevet ze, a zeuaz er meaz araog dezhei. 9 Ar Filistined a zeuaz eta, hag en em skuliaz en traounien Refaim. 10 Neuze David a guzuliaz Doue, hag a lavaraz : Ha piniat a rin a enep ar Filistined, ha lakaat a ri anezhei entre va daouarn ? Hag an Aotrou a lavaraz dezhan : Pin, ha me a lakao anezhei entre da zaouarn. 11 Hag e pinjont da Vaal-Peratsim ; ha David a gannaz anezhei eno, hag e lavaraz : Doue Hen deuz sklabezet va enebourien dre va dorn, evel eun divordamant a zoureier. Dre ze al lec’h ze a oe galvet Baal-Peratsim. 12 Lezel a rejont eno ho doueou, ha David a c’hourc’hemennaz ma vijent devet.

13 Koulskoude ar Filistined en em sklabezaz a nevez en draounien ze. 14 Ha David a guzuliaz c’hoaz Doue ; ha Doue a lavaraz dezhan : Na binii ket var ho lerc’h ; en em distro, hag e teui a enep dezhei dirag ar gwez mouar. 15 Ha pa glevi trouz eur paz en lein ar gwez mouar, neuze ez i da ganna anezhei ; rag Doue a vezo eet er meaz dirazout evit skei kân ar Filistined. 16 David a reaz eta ar pez Hen doa Doue gourc’hemennet dezhan ; hag e skojont kân ar Filistined adaleg Gabaon bete Guezer. 17 Hag an brud euz David en em skuliaz en holl vroiou, hag an Aotrou a lakaez ar spouron euz he hano var an holl vroadou.


15 David a savaz tiez en kear David ; kempen a reaz eul lec’h evit arc’h Doue, hag a reaz eun danten dezhi. 2 Neuze David a lavaraz : Arc’h Doue ne dle beza douget nemert gant al Levited ; rag an Aotrou Hen deuz choazet anezhei evit dougen arc’h Done hag evit ober ar zervich da viken. 3 Ha David a zastumaz Israel holl en Jerusalem, evit lakaat arc’h an Aotrou da biniat d’al lec’h pehini hen doa kempennet dezhi. 4 David a zastumaz ive mibien Aaron hag al Levited : 5 Euz mibien Kehath, Uriel ar chef, hag he vreudeur, c’hwec’h ugent ; 6 euz mibien Merari, Asaja ar chef, hag he vreudeur, daou c’hant ugent ; 7 euz mibien Guershom, Joel ar chef, hag he vreudeur, kant tregont ; 8 euz mibien Elitsafan, Shemaja, ar chef, hag he vreudeur, daou c’hant ; 9 euz mibien Hebron, Eliel an chef, hag he vreudeur, pevar ugent ; 10 euz bugale Uziel, Amminadab ar chef, hag he vreudeur, kant daouzek.

11 Goude David a c’halvaz Tsadok hag Abiathar, ar sakrifierien, hag al Levited, Uriel, Asaja, Joel, Shemaja, Eliel hag Amminadab. 12 Hag he lavaraz dezhan : C’hwi pere eo chefou tadou al Levited, en em santelet, c’hwi hag ho preudeur, ha lekeat arc’h an Aotrou, Doue Israel, da biniat el lec’h ma em euz kempennet dezhan. 13 Abalamour ma ne oac’h ket eno ar c’henta gwech, an Aotrou hon Doue a reaz eur rogaden en hon zouez ; rag ne glaskchomp ket anezhan hervez ma eo urzet deomp.

14 Ar sakrifierien hag al Levited en em santelaez eta evit lakaat arc’h an Aotrou, Doue Israel, da biniat. 15 Mibien al Levited a zouge arc’h Doue var ho skoaziou, gant sparlou, evel ma hen doa Moizez gourc’hemennet, hervez gir an Aotrou. 16 Ha David a lavaraz da chefou al Levited gourc’hemen d’ho breudeur, ar ganerien, gant benviou a vuzik, lirennou, telennou ha timbalou, pere a lakajent da zoun zoniou skiltruz, en zin a levenez. 17 Al Levited a lekeaz eta Heman, mab Joel ; hag a douez he vreudeur, Asaf, mab Berekia ; ha bugale Merari, ho breudeur, Ethan, mab Kushaja ; 18 ha ganthei ho breudeur, euz an eilved renk, Zakari, Ben, Jaaziel, Shemiramoth, Jehiel, Unni, Eliab, Benaja, Maaseja, Matthithia, Elifele, Mikneja, Obed-Edom ha Jeiel, ar borsierien. 19 Ar ganerien Heman, Asaf hag Ethan ho doa timbalennou arem pere lakaent da zon. 20 Zakari, Aziel, Shemiramoth, Jehiel, Unni, Eliab, Maaseja ha Benaja ho doa lirennou var Alamoth ; 21 ha Matthithia, Elifele, Mikneja, Obed-Edom, Jeiel hag Azazia ho doa telennou gant eiz korden, evit ren ar gan. 22 Kenania, chef al Levited evit ar muzik, o ren ar muzik ; rag ijinuz e oa. 23 Berekia hag Elkana a oa porsierien an arc’h. 24 Shebania, Josafat, Nathanael, Amazai, Zakari, Benaja hag Eliezer, sakrifierien, a zone trompillou dirag arc’h Doue ; hag Obed-Edom ha Jekija a oa porsierien au arc’h.


25 David, re ansien Israel ha chefou ar milierou, en em lekeaz eta en hent da gerc’hat arc’h konvenans an Aotrou euz a di Obed-Edom, gant levenez. 26 Hag e c’hoarvezaz penaoz Doue o veza bet gant al Levited


363

I. NEVENTIZOU, 16.

pere a zouge arc’h konvenans an Aotrou, e oe sakrifiet seiz kolle ha seiz maout. 27 David a oa gwisket gant eur vantel lin moan, kenkoulz hag an holl Levited pere a zouge an arc’h, ar ganerien ha Kenania, chef ar muzik entouez ar ganerien ; ha David hen doa eun efod lin varnezhan. 28 Hag Israel holl a gerc’haz arc’h konvenans an Aotuou gant kriadennou a joa, gant soun ar c’hor, an trompillou hag an timbalou, o lakaat da zoun al lirennou hag an telennou.

29 Mes, evel ma ez ea arc’h konvenans an Aotrou en kear David, Mikal, merc’h Saül, a zelle dre ar prenest ; hag, o welet ar roue David o lampat hag o tansal, e tisprizas anezhan en he c’haloun.


16 Digas a rejont eta arc’h Doue, hag e lekejont anezhi en danten hen doa David groet ; hag e kinniget sakrifisou-losk ha sakrifisou a beoc’h dirag Doue. 2 Ha pa hen doe David echuet da ginnig ar sakrifisou-losk hag ar sakrifisou a beoc’h, e vennigaz ar bobl en hano an Aotrou. 3 Hag e lodennaz d’an holl Israelited, gwersed ha merc’h ed, da bep hini eur bara, eul loden gig hag eur wastel rezin.

4 Hag e lekeaz Levited dirag arc’h an Aotrou, evit ober ar zervich, evit selebri, evit meuli, hag evit manifia an Aotrou, Doue Israel : 5 Asaf, ar chef ; Zakari, an eil var he lerc’h, Jeiel, Shemiramoth, Jehiel, Matthithia, Eliab, Benaja, Obed-Edom ha Jeiel, gant benviou a vuzik, lirennou ha telennou ; hag Asaf a rae zon an timbalou. 6 Benaja ha Jakaziel, sakrifierien, a oa dalc’hmad gant trompillou dirag arc’h konvenans Doue.

7 An deiz ze, evit ar c’henta gwech, David a gargaz Asaf hag he vreudeur da veuli an Aotrou, evelhen :

8 Meulet an Aotrou, galvet he hano !
Roet da anaout entouez ar boblou he vurzudou !
9 Kanet dezhan, zalmet d’he enor !
Meulet he holl vurzudou !
10 Glorifiet ac’hanoc’h euz hano he zantelez !
Ra en em laouenao kaloun ar re a glask an Aotrou !
11 Adklasket an Aotrou hag he nerz ;
Klasket dalc’hmad he fas !
12 Ho pezet sonj euz ar burzudou Hen deuz groet,
Hag euz barnedigezou he c’henou,
13 C’hwi, lignez Israel, he zervicher.
Bugale Jakob, he re c’hoazet..
14 Hen eo, an Aotrou hon Doue ;
He varnedigezou a zo evit an douar holl.
15 Ha pezet sonj atao euz he gonvenans,
Euz ar pez Hen deuz gourc’hemennet evit mil rumach ;
16 Euz ar marc’had Hen deuz groet gant Abraham,
Hag euz al le Hen deuz groet da Isaak.
17 Lakeat Hen deuz anezhan da lezen da Jakob,
18 Evit Israel en konvenans peurbaduz,
O lavarout : Me a roio d’id bro Kanaan
Evit lod hoc’h eritaj.
19 Pa ne oac’h oaz nemert en niver biban,
En niver bihan ha diaveziad,
20 Ha ma ez eent euz a vroad en broad,
Hag euz a eur rouantelez da gaout eur bobl all.
21 N’Hen deuz lezet den d’ho gwaska, Hag Hen deuz kastiet rouane abalamour dezhei,
22 O lavarout : Na stoket ket euz va re eoliet,
Ha na ret ket a zroug d’am frofeded.
23 C’hwi, holl douar, kanet d’an Aotrou ;
Embannet euz a zeiz en deiz he zilvidigez :
24 Diskleriet he c’hloar entouez ar broadou,
He vurzudou entouez ar boblou.
25 Rag an Aotrou a zo bras, ha dîn meurbed a veulodi ;
Spountuz eo dreist an holl doueou.
26 Rag holl doueou ar boblou n’int nemert idolou ;
Mes an Aotrou Hen deuz groet an envou.
27 Ar splander hag ar vajeste a zo dirazhan :
An nerz hag ar joa a zo he Choumaj.
28 Roet d’an Aotrou, famillou ar boblou,
Roet d’an Aotrou ar gloar hag an nerz !
29 Roet d’an Aotrou ar gloar dleet d’he hano.
Digaset ar prof, hag en em lekeat dirazhan ;
En em stouet dirag an Aotrou en eur pomp santel.

364