Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/377

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

I. NEVENTIZOU, 22, 23.

28 En amser se, Darid, o welet ponaoz Hen doa an Aotrou selaouet anezhan en leur Oman, ar Jebusian, a ginnigaz sakrifisou eno. 29 Mes Choumaj an Aotrou, pehini hen doa Moizez groet en distro, hag aoter ar sakrifisou, a oa en amzer ze var lec’h huel Gabaon. 30 Ha David ne hellaz ket mont dirag an aoter ze da glask Doue, abalamour ma oa spouronet dre gleze êl an Aotrou.


22 Ha David a lavaraz : Ama e vezo ti an Aotrou Doue, hag ama e vezo aoter ar sakrifisou evit Israel. 2 Ha David a lavaraz dastum an diavezidi pere a oa en bro Israel, hag e lekeaz kizelerien vein da gizellat ar vein gizellet, evit sevel ti Doue. 3 David a gempennaz ive houarn en niver bras, evit tachon stalafou an noriou, hag evit an dastumadur, eun niver a arem, euz a eur bouez diniveruz, 4 ha koad sedr hep niver ; rag ar Sidonied hag an Diried ho doa digaset da Zavid koad sedr gant founusder. 5 Ha David a lavare : Salomon, va mab, a zo iaouank hag euz a eun oad tener, hag an ti a dleer sevel d’an Aotrou a dle sevel huel meurbed en brud hag en gloar en holl vroiou ; fellout a ra d’in eta ober evithan kempennadurezou. Ha David a reaz kempennadurezou niveruz araog he varo.

6 Goude e c’halvaz Salomon, he vab, hag e c’hourc’hemennaz dezhan sevel eun ti d’an Aotrou, Doue Israel. 7 David a lavaraz eta da Salomon : Va mab, c’hoant em boa me va unan da sevel eun ti en hano an Aotrou va Doue. 8 Mes gir an Aotrou a oe diskleriet d’in, er c’homzou ma : Skuliet ec’h euz kalz a oad, ha groet ec’h euz brezellou bras ; te ne savi ket eun ti d’am hano, rag skuliet ec’h euz var an douar kalz a oad dirazoun. 9 Setu, eur mab a ia da c’henel d’id, pehini a vezo eun den a ehan, ha me a roio dezhan diskwiz a beurz he holl enebourien, trozro, rag he hano a vezo Salomon, ha me a roio ar peoc’h hag ar zioulded da Israel enpad he vuez. 10 Hen eo a savo eun ti d’am hano. Beza e veso eur mab evidoun, ha me a vezo evithan enn tad ; ha starda a rin trôn he ren var Israel, da viken. 11 Brema, va mab, ra vezo an Aotrou ganez, evit ma prosperi, ha ma savi ti an Aotrou da Zoue, evel ma Hen deuz lavaret ac’hanout. 12 Ra roio hepken an Aotrou d’id furnez ha skiant, ha ma lakao ac’hanout da ren var Israel, ha miret lezen an Aotrou da Zoue. 13 Neuze e prosperi, mar lekeaz evez da viret al lezennou hag an urzou Hen deuz an Aotrou gourc’hemennet da Voizez evit Israel. En em nerz te ha bez krenv ; na zouj ket ha na spount ket. 14 Setu, hervez va bihander, em euz kempennet evit ti an Aotrou kant mil talant aour hag eur milion a dalanchou arc’hant ; divarbenn an arem hag an houarn, beza ema hep pouez, rag a leunder e zo outhei. Kempennet em euz ive koad ha mein, ha te a lakeo c’hoaz ganthei. 15 Beza oc’h euz ganez eun niver bras a labourerien, a vasounerien, a giselerien mein, a galvezerien, hag a bep sort tud ezpert en pep sort labouriou. 16 An aour, an arc’hant, an arem hag an houarn a zo hep niver ; sav-te ha gra, ha ma vezo an Aotrou ganez.

17 David a c’hourc’hemennaz ive da holl chefou Israel sikour Salomon, he vab, hag e lavaraz dezhei : 18 An Aotrou ho Toue n’ema Hen ket ganeoc’h, ha n’euz Hen ket roet deoc’h diskwiz a bep tu ? Hag livret Hen deuz entre va daouarn tud ar vro, hag ar vro a zo dindan galloud dirag an Aotrou ha dirag he bobl. 19 Brema lekeet ho kaloun hag hoc’h ine da adklask an Aotrou, ho Toue ; savet, ha groet eur santuar d’an Aotrou Doue, abalamour da zigas arc’h konvenans an Aotrou hag ar benviou kenzagret da Zoue, en ti pehini a dle beza savet en hano an Aotrou.


23 Ha David, o veza koz ha gwalc’het a zeiziou, a lekeaz Salomon, he vab, roue var Israel.

2 Goude e tastumaz holl chefou Israel, ar sakrifierien hag al Levited. 3 Groet e oe an niveramant euz al Levited, adaleg an oad a dregont vloaz ha dreist ; hag ho niver a oe, dre ben, dre zen, euz a eiz mil ha tregont. 4 Beza oe anezhei pevar mil varn-ugent evit evesaat labour ti an Aotrou, ha c’hwec’h mil evel skribed ha barnerien ; 5 pevar mil evel porsierien, ha pevar mil pere a veule an Aotrou, gant ar benviou em euz groet, a lavare David, evit meuli an Aotrou.

6 Ha David a lodennaz anezhei en renkou, hervez mibien Levi, Guershon, Kehath ha Merari.

7 Euz ar Guershonited : Laedan ha Shimei. 8 Mibien Laedan : Jekiel, ar chef, Zetham ha Joel, tri. 9 Mibien