Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/379

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

I. NEVENTIZOU, 25, 26.

mont en ti an Aotrou, hervez ho reol, lakeat gant Aaron, ho zad, evel ma Hen doa an Aotrou, Doue Israel, he c’hourc’hemennet dezhan.

20 Divarhen an nemorant euz a vugale Levi, setu ama ho chefou : Euz a vibien Amram : Shubael ; hag euz mibien Shubael : Jekdeja ; 21 euz Rekabia, mibien Rekabia ; ar chef, Jishija. 22 Euz ar Jitzeharited : Shelomoth ; euz mibien Shelomoth : Jakath. 23 Mibien Hebron : Jerija, Amaria an eil, Jakaziei an drede, Jekameam ar bevare. 24 Mibien Uziel : Mika ; euz mibien Mika : Shamir. 25 Breur Mika : Jishija ; euz mibien Jishija : Zakari. 26 Mibien Merari : Makli ha Mushi, ha mibien Jaazija he vab. 27 Mibien Merari euz Jaazija he vab Shoham, Zakkur hag Ibri. 28 Euz Makli : Eleazar pehini n’hen doe mab ebet ; 29 euz Kis, mibien Kis : Jerakmeel. 30 Mibien Mushi : Makli, Eder ha Jerimoth. Ar re ze eo mibien al Levited, hervez tiez ho zadou. 31 Int ive, evel ho breudeur, bugale Aaron, a dennaz d’ar zort dirag ar roue David, Tsadok hag Akimelek, ha chefou tadou ar sakrifierien hag al Levited. Chef ti an tadou a dennaz holl evel an distera euz he vreudeur.


25 David ha chefou an arme a lekeaz a du evit ar zervich, ar re euz mibien Asaf, a Heman, hag a Jeduthun, pere a brofetize gant telennou, gant lirennou ha gallt timbalou. Ha setu an niver euz an dud implijet evit ar zervich pehini a dleent ober : 2 Euz mibien Asaf : Zakkur, Josef, Nethania hag Ashareela, mab Asaf, dindan urz Asaf, pehini a brofetize dindan urz ar roue ; 3 euz Jeduthun, mibien Jeduthun : Guedalia, Tseri, Ezai, Hashabia, Matthithia ha Shimei, c’hwec’h, dindan galloud ho zad Jeduthun, pehini a brofetize gant an delen evit meuli ha selebri an Aotrou ; 4 euz Heman, mibien Heman : Bukkija, Matthania, Uziel, Shebuel, Jerimoth, Hanania, Hanani, Elija tha, Guidalthi, Romamthi-Ezer, Joshbekasha, Mallothi, Hothir ha Makazioth. 5 Ar re ze holl a oa mibien Heman, Gweler ar roue, evit son ar c’horn hervez urz Doue. Ha Doue Hen doa roet da Heman pevarzek mab ha teir merc’h.

6 Ar re ze holl a oa dindan urz ho zadou, evit ar gan en ti an Aotrou, gant timbalennou, lirennou ha telennou, evit servich ti Doue. Asaf, Jeduthun hag Heman a oa dindan urz ar roue. 7 Ho niver, gant ho breudeur disket da gana d’an Aotrou, an holl dud ijinuz, a oa daou c’hant eiz ha pevar ugent. 8 Hag e tenjont d’ar zort evit ho c’hargou, bihan ha bras, mestrou ha diskibien.

9 Ar zort kenta a zigwezaz, evit Asif, da Josef ; an eil, da C’hwedalia, hen, he vreudeur hag he vibien, daouzek ; 10 an drede, da Zakkur, he vibien hag he vreudeur, daouzek ; 11 ar bevare, da Jitseri, he vibien hag he vreudeur, daouzek ; 12 ar bempved, da Nethania, he vibien hag he vreudeur, daouzek ; 13 ar c’hwec’hved, da Vukkija, he vibien hag he vreudeur, daouzek ; 14 ar seizved, da Jesbareela, he vibien hag he vreudeur, daouzek ; 15 an eizved, da Ezai, he vibien hag he vreudeur, daouzek ; 16 an naoved, da Vathallia, he vibien hag he vreudeur, daouzek ; 17 an dekved, da Shimei, he vibien hag he vreudeur, daouzek ; 18 an unnekved, da Azareel, he vibien hag he vreudeur, daouzek ; 19 an daouzekved, da Hashabia, he vibien hag he vreudeur, daouzek ; 20 an drizekved, 20 da Shubael, he vibien hag he vreudeur, daouzek ; 21 ar bevarzekved, da Vatthithia, he vibien hag he vreudeur, daouzek ; 22 ar bemzekved, da Jeremoth, he vibien hag he vreudeur, daouzek ; 23 ar c’hwezekved, da Hanania, he vibien hag he vreudeur, daouzek ; 24 ar seitekved, da Joshbekasha, he vibien hag he vreudeur, daouzek ; 25 an driwec’h ved, da Hanani, he vibien hag he vreudeur, daouzek ; 26 an naontekved, da Vallothi, he vibien hag he vreudeur, daouzek ; 27 an ugentved, da Elijatha, he vibien hag he vreudeur, daouzek ; 28 an unved varn-ugent, da Hothir, he vibien hag he vreudeur, daouzek ; 29 an daouved varn-ugent, da C’huiddalthi, he vibien hag he vreudeur, daouzek ; 30 an drived varn-ugent, da Vakazioth, he vibien hag he vreudeur, daouzek ; 31 ar bevarved varn-ugent, da Romamthi-Ezer, he vibien hag he vreudeur, daouzek.


26 Divarben renkou ar borserien, evit ar Gorited : Meshelemia, mab Kore, a douez mibien Asaf. 2 Mibien Meshelemia : Zakari,ar c’henta-ganet, Jediael an eil, Zebadia an drede, 3 Jathniel ar bevare, Elam ar bempved, Jokanam ar c’hwec’hved, Eljoenai ar seizved. 4 Mibien Obed-Edom : Shemaja, ar c’henta-ganet, Jehozabad an eil, Joak an drede, Sakar ar bevare, Nathallael an bempved. 5 Ammiel ar c’hwec’hved, Issakar ar seizved, Peullethai an eizved ;

371