Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/380

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

I. NEVENTIZOU, 27.

rag Doue Hen doa benniget anezhan. 6 Da Shemaja, he vab, e oe ganet mibien pere a renaz en ti ho zad, rag tud kalounek e oant. 7 Mibien Shemaja : Othni, Refael, Obed, Elzabad hag he vreudeur, tud kalounek, Elihu ha Shemaja. 8 Ar re ze holl oa bugale Obed-Edoïn ; int, ho mibien hag ho breudeur, a oa tud kalounek, leun a nerz evit ar zervich ; daou ha tri-ugent a Obed-Edom. 9 Mibien Meshelemia gant he vreudeur, tud kalounek, a oa en niver a driwec’h. 10 Mibien Hoza, a douez mibien Merari : Shimri, ar chef (rag petra benag ma ne oe ket ar c’henta-ganet, he dad a lekeaz anezhan da chef) ; 11 Hilkija an eil, Tebalia an drede, Zakari ar bevare ; holl vibien ha breudeur Hoza a oa trizek.

12 Da renk a borsierien ze, da chefou an dud ma, a unvan gant ho breudeur, e tigwezas ar gward evit servich ti an Aotrou. 13 Hag e tenjont d’ar zort, ar bihan evel ar bras, hervez tiez ho zadou evit pep dor.

14 Ar zort a zigwezaz da Shelemia evit tu ar savheol. Tenna a rejont d’ar zort evit Zakari, he vab, pehini a oa eur c’huzulier fur, hag he zort a zigwezaz euz tu an hanter-noz. 15 Da Obed-Edom e tigwezaz tu ar c’hreizteiz, ha ti ar magasinou d’he vibien. 16 Da Shuppim ha da Hoza e tigwezaz tu ar c’husheol, gant dor Shalleketh, en hent a bin ; eur gward o veza dirag eur gward all. 17 Beza e oa er savheol c’hwec’h Levit, en hanternoz pevar bemdez ; er c’hreisteiz pevar bemdez ha daou en pep magasin ; 18 en Parbar er c’husheol, pevar entrezek an hent, daou en Parbar. 19 Ar re ze eo renkou ar borsierien, evit bugale ar Gorited, hag evit bugale Merari.

20 Hag entouez al Levited, Akija a oa lakeat en tenzoriou ti Doue, hag en tenzoriou an traou zagr. 21 Mibien Laedan, mibien Guershonited euz koztez Laedan, chefou an tadou a famil euz Laedan, ar Guershonit ; 22 Jekieli, ha mibien Jekieli, Zetham ha Joel, he vreur, a oa lakeet en tenzoriou ti an Aotrou. 23 Entouez an Amramited, ar Jitseharited, an Hebronited hag an Uzielited, 24 Shebuel, mab Guershom, mab Moizez, a oa mestr an tenzoriou. 25 Hag a douez he vreudeur dre Eliezer (a behini an hano a oa Rekabia, a behini ar mab a oe Ezai, euz a behini ar mab a oe Joram, a behini ar mab a oe Zikri, a behini ar mab a oe Shelomith), 26 ar Shelomit ze hag he vreudeur a oa lekeat var an traou zantel hen doa ar roue David, chefou an tadou, chefou ar milierou hag ar c’hantchou, chefou an arme kensagret ; 27 var ar brezellou ha var an distruj pere ho doa ho c’hensagret evit kendalc’hted ti an Aotrou. 28 Ha kement hen doa keuzagret Samuel, ar Gweler, Saül, mab Kis, Abner, mab Ner, ha Joab, mab Tseruja, an holl draou kenzagret a oa holl dindan gward Shelomith hag he vreudeur.

29 A douez ar Jitseharited, Kenania hag he vreudeur a oa evit al labour a ziaveaz, lakeat var Israel, evel skribed ha barnerien. 30 Entouez an Hebronited, Hashabia hag he vreudeur, tud kalounek, en niver a vil seiz kant, ho doa an evezted a Israel, euz an tu all d’ar Jourdan, er c’husheol, evit holl labour an Aotrou hag evit servich ar roue. 31 Evit ar pez a zel an Hebronited, Jerija a oe ho chef. En daou-ugentved bloaz euz a ren David, e oe groet eun adklask divarben an Hebronited, hervez ho rumachou, hervez tiez ho zadou, hag en em gavaz en ho zouez tud kalounek en Jaezer a C’halaad. 32 Breudeur Jerija, tud kalounek, a oa en niver a zaou vil seiz kant chef a dadou. Ar roue David a lakeaz anezhei var ar Rubenited, var ar C’hadited, ha var hanter boblad Manasse, evit holl afferou Doue hag evit afferou ar roue.


27 Ha setu ama bugale Israel hervez ho niver, chefou a dadou, chefou a vilierou hag a ganchou, hag ho oviserien en zervich ar roue, evit kement a zelle al lodennou, ho mont hag ho dont, mis goude mis, enpad holl misiou ar bloaz, pep loden a oa pevar mil den varn-ugent.

2 Var ar genta loden, evit ar c’henta mis, e oa lakeat Jashobeam, mab Zabdiel ; 3 hag he lodon a oa pevar mil den vara-ugent. Beza e oa euz a vugale Farets ha chef euz holl vestrou arme ar c’henta mis.

4 Dodai, Akokit, a oa lekeat var loden an eilved mis ; Mikloth a oa chef he loden ; hag e oa pevar mil den varn-ugent en he lod.

5 Chef an derved arme, evit an drede mis, a oa Benaja, mab Jehojada, ar sakrifier, chef ; hag hen doa pevar mil den varn-ugent en he lod. 6 Ar Benaja ze a oa kalounek entouez an tregont, hag en penn an tregont. Hag Ammizabad, he vab, a oa chef euz he loden.

372