Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/381

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

I. NEVENTIZOU, 28.

7 Ar bevare, evit ar bevare mis, e oa Azael, breur Joab ; ha Zebadia, he vab, a oa en he gichen ; hag hen doa pevar mil den varn-ugent en he loden.

8 Ar bempved, evit ar bempved mis, a oa ar chef Shamehuth, euz Jizrak ; hag hen doa pevar mil den varn-ugent en he loden.

9 Ar c’hwec’hved, evit ar c’hwec’hved mis, a oa Ira, mab Ikkesh, an Thekoit ; hag hen doa pevar mil den varn-ugent en he loden.

10 Ar seizved, evit ar seizved mis, a oa Helets, ar Pelonit, euz bugale Efraim, hag hen doa pevar mil den varn-ugent en he loden.

11 Ar eizved, evit an eizved mis, a oa Sibbekai, an Hushathit, eus famil ar Zarekited ; hag hen doa pevar mil den varn-ugent en he loden.

12 An naoved, evit an naoved mis, a oa Abiezer, euz Anathoth, euz ar Venjamited ; hag hen doa pevar mil den varn-ugent en he loden.

13 An dekved, evit an dekved mis, a oa Maharai, euz Netofa, euz famil ar Zarekited, hag hen doa pevar mil den varn-ugent en he loden.

14 An unnekved, evit an unnekved mis, a oa Benaja, euz Pirathon, euz a vugale Efraim ; hag hen doa pevar mil den varn-ugent en he loden.

15 An daouzekved, evit an daouzekved mis, a oa Heldai, euz Netofa, euz famil Othniel ; hag hen doa pevar mil den varn-ugent en he loden.

16 Ha var bobladou Israel : Eliezer, mab Zikri, a oa chef ar Itubenited ; euz ar Simeonited, Shefatia, mab Maaka ; 17 euz al Levited : Hashabia, mab Kemuel ; euz re Aaron : Tsadok ; 18 euz Juda : Elihu, euz breudeur David ; euz a Issakar : Omri, mab Mikael ; 19 euz Zabulon : Jishmaeja, mab Obadia ; euz Neftali : Jerimoth, mab Azriel ; 20 euz bugale Efraim : Hoze, mab Azazia ; euz a hanter poblad Manasse : Joel, mab Pedaja ; 21 euz a hanter poblad Manasse, en Galaad : Jiddo, mab Zakari ; euz Benjamin : Jaasiel, mab Abner ; 22 euz Dan : Azareel, mab Jerokam. Ar re ze eo chefou pobladou Israel.

23 Ha David ne reaz ket an niver euz an Israelited adaleg an oad a ugent vloaz hag izelloc’h, rag an Aotrou Hen doa lavaret penaoz e kreskche Israel evel stered an envou. 24 Joab, mab Tseruja, hen doa kommanset an niveramant, mes ne achuaz ket anezhan, rag koler an Aotrou a oa deuet var Israel abalamour da ze ; hag an niveramant ze n’az eaz ket entouez an niveramantou euz a Neventizou ar roue David.

25 Azmaveth, mab Adiel, a oa lakeat var denzoriou ar roue ; Jonathan, mab Uzija, var ar pourvisionou er parkeier, ar c’heariou, ar billajennou hag an touriou ; 26 Ezri, mab Kelub, var oberourien ar parkeier, evit labourat an douar ; 27 Shimei, euz Itama, var ar gwiniennou ; Zabdi, euz Shefam, var ar pourvisionou gwin er gwiniennou ; 28 Baal-Hanan, euz Gueder, var an olivezennou ha sikomorou ar blenen ; Joash, varar pourvisionou eol ; 29 Shitrai, euz Saron, var al loened bras pere a beure en Saron ; Shafat, mab Adlai, var al loened bras en traouniennou ; 30 Obal, an Ismaelit, var ar chamoed ; Jekdia, euz Meronoth, var an ezennezed ; 31 Jaziz, an Hagarenian, var al 3loened munud. Ar re ze holl a oa mestrou madou ar roue David.

32 Jonathan, eontr David, a oe kuzulier, den skiantek ha disket ; Jekiel, mab Hakmoni, a oa tost da vibien ar roue ; 33 Akitofel a oa kuzulier d’ar roue ; Kushai, an Arkit, a oa minioun d’ar roue. 34 Goude Akitofel, e oa Jehojada, mab Benaja, hag Abiathar. Joab a oa chef euz arme ar roue.


28 Ha David a zastumaz en Jerusalem holl chefou Israel, chefou ar pobladou, chefou al lodennou, pere a zerviche ar roue, ha chefou ar milierou ha chefou ar c’hantchou, ar re ho doa karg euz an holl vadou hag euz tropellou ar roue hag en kichen he vibien, gant an eunuked, ar re grenv hag an holl dud kalounek. 2 Hag ar roue David a zavaz var he dreid, hag a lavaraz : Va breudeur ha va fobl, selaouit ac’hanoun ! C’hoant em boa da sevel eun ti a ziskwiz da arc’h konvenans an Aotrou, hag evit skabel treid hon Doue, hag en em bresteen da sevel anezhan. 3 Mes Doue Hen deuz lavaret d’in : Ne zavi ket eun ti d’am hano, abalamour ma out eun den a vrezel, ha ma ec’h euz skuliet goad. 4 Hag an Aotrou, Doue Israel, Hen deuz va choazet a holl di va zad, evit beza roue var Israel da viken ; râg choazet Hen deuz Juda evit rener, hag, en ti Juda, ti va zad ; hag entouez mibien va zad, Hen deuz kemeret plijadur ennoun, evit lakaat ac’hanoun da ren var

373