Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/382

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

I. NEVENTIZOU, 29.

Israel holl ; 5 hag entouez va holl vibien (rag an Aotrou Hen deuz roet d’in kalz a vibien) Hen deuz choazet va mab Salomon evit lakaat anezhan da azeza var dron rouantelez an Aotrou, var Israel. 6 Hag Hen deuz lavaret d’in : Salomon, da vab, eo an hini a savo va zi ha va leuriou ; rag choazet em euz anezhan da vab, ha me a vezo eun tad evithan ; 7 hag e startain he ren da viken, mar en em laka da bratika va gourc’hemennou ha va urzou, evel hirie. 8 Brema eta, dirag daoulagad Israel holl, asamble an Aotrou, ha dirag hon Doue pehini a glev, me a bed ac’hanoc’h da viret ha da adklask buhan holl gourc’hemennou an Aotrou, ho Toue, evit ma perc’henfeet ar vro vad ma, ha ma lakafeet ho tud da herita anezhan, da viken. 9 Ha te, Salomon, va mab, anavez Doue da dad, ha servich anezhan gant eeünder a galoun hag eun ine c’hoantek ; rag an Aotrou a furch an holl galounou, hag a zishenvel pep mennek euz ar sonjou. Mar kleskez anezhan, e lakao kaout ac’hanout ganthan ; mes mar hen dilezez, e taolo ac’hanout kwit da viken. 10 Evesa, brema, Hen deuz an Aotrou choazet ac’hanout evit sevel eun ti evit he santuar. En em nerz ha labour.

11 Goude David a roaz da Salomon, he vab, skouer ar porched hag an tiez, kamprou an tenzor, ar c’hamprou huel, ar c’hamprou a ziabarz, ha lec’h an diskarg ; 12 hag ar skouer euz an holl draou a oa en he spered, evit leuriou ti an Aotrou, evit ar c’hamprou trozro, evit tenzoriou ti Doue, hag evit tenzoriou an traou zantel ; 13 hag evit renkou ar sakrifierien hag al Levited, hag evit holl labour servich ti an Aotrou, evit holl besellou servich ti an Aotrou. 14 Rei a reaz dezhan ar skouer euz an traou aour, gant ar bouez, euz ar re a dlee beza en aour, evit holl beseliou a bep servich ; evel, evit an holl beseliou arc’hant, gant ar bouez, evit an holl beseliou a bep servich. 15 Rei a reaz dezhan ar bouez euz ar c’hantoleriou aour hag euz al lamprou aour, gant ar bouez euz a bep kantoler gant he lamprou ; ha pouez ar c’hantoleriou arc’hant, gant pouez pep kantoler hag he lamprou, hervez usach pep kantoler. 16 Rei a reaz dezhan an aour, dre bouez, evit taoliou ar bara a ginnig, evit pep taol ; hag arc’hant evit an taoliou arc’hant. 17 Hag er memeuz doare evit ar fourchetezou, ar basinou ar buredou aour pur ; hag evit ar c’haleiou aour, gant pouez pep kalei hag evit ar c’haleiou arc’hant gant ar bouez euz pep kalei ; 18 hag evit aoter ar parfumou, en aour pur, gant ar bouez, ha skouer ar c’har, ar cherubined aour pere a astenne ho eskel hag a c’holoe arc’h konvenans an Aotrou. 19 Kement se holl, a lavar David, a zo en skrid euz a beurz an Aotrou, pehini Hen deuz roet d’in ar skiant a gement se, da lavaret eo, euz holl oberou ar skouer ze.

20 David a lavaraz eta da Salomon, he vab : En em nerz, kemer kourach ha gra ; n’az pez ket a aoun, ha na spount ket ; rag an Aotrou Doue, va Doue, a vezo ganez ; ne lezo ket ac’hanout ha n’az tilezo ket, bete ma vezo achuet an holl labouriou evit servich ti an Aotrou. 21 Ha setu renkou ar sakrifierien hag al Levited, evit holl zervich ti Doue ; ha beza ec’h euz ganez, evit an holl labour ze, an holl dud a volonte vad, gwiziek evit pep sort servich ; hag ar chefou hag ar bobl holl a zo prest da ober kement a lavari.


29 Neuze ar roue David a lavaraz d’an holl asamble : Va mab Salomon, an hini hepken choazet gant Doue, a zo iaouank hag a oad tener, hag al labour a zo bras ; rag ar palez ze n’eo ket evit eun den, mes evit an Aotrou Doue. 2 Kempennet em euz gant va holl galloud, evit ti va Doue, aour evit ar pez a dle beza en aour, arc’hant evit ar pez a dle beza en arc’hant, arem evit ar pez a dle beza en arem, houarn evit ar pez a dle beza en houarn, ha koad evit ar pez a dle beza en koad, mein oniks ha mein da enkadri, mein a ornamant hag a veur a liouiou, mein prisiuz a bep sort, ha marbr gwen en niver. 3 Ouc’hpenn, em c’harante evit ti va Doue, e roan, evit ti va Doue, ouc’hpenn an holl draou em euz kempennet evit ti ar santuar, ar pez em euz a aour hag a arc’hant d’in va unan : 4 Tri mil dalant aour, aour a Ofir, ha seiz mil dalant arc’hant pureet, evit golo kloazoniou an tiez ; an aour evit ar pez a dle beza en aour, hag an arc’hant evit ar pez a dle beza en arc’hant, hag int pep labour da veza groet dre daouarn ar vicherourien. Piou a zo disposet da ginnik a volonte vad hirie he brofou d’an Aotrou ?

5 Neuze chefou an tadou, chefou

374