Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/383

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

I. NEVENTIZOU, 29.

pobladou Israel, chefou ar milierou hag a gantchou, evel chefou ar roue, a reaz profou a volonte vad. 7 Rei a rejont, evit servich ti Doue, pemp mil talant aour, dek mil darik, dek mil dalant arc’hant, triwec’h mil dalant arem, ha kant mil dalant houarn. 8 Da ziveza, ar vein prisiuz a gavaz pep hini en he di, lakaat a rejont anezhei en tenzor ti an Aotrou, entre daouarn Jekiel, ar Guershonit. 9 Hag ar bobl en em laouenaez euz ar profou a volonte vad ze ; rag ober a reent euz a greiz ho c’haloun ho frofou a volonte vad d’an Aotrou ; hag ar roue David hen doe ive eur joa vras a ze.

10 Goude David a vennigaz an Aotrou dirag an holl asamble. Ha David a lavaraz : O Aotrou Doue Israel hon zad, benniget ra vezi a oad en oad ! 11 D’id-te, Aotrou, ar vraster, an nerz ar manifisans, an eternite hag ar splander, rag kement a zo en envou ha var an douar a zo d’id. D’id-te, Aotrou, eo ar ren, ha te en em sav en Souveren dreist pep tra. 12 Ar binvidigez hag ar gloar a zeu ac’hanout, ar ren ec’h euz var bep tra ; an nerz hag ar galloud a zo en da zorn, hag en da zorn ema ar galloud da greski ha da gennerza pep tra. 13 Brema, o hon Doue ! ni a veul ac’hanout, ha ni a selebr da hano gloriuz. 14 Rag piou oun-me, ha piou eo va fobl, ma em befemp ar galloud da ginnik evel se a volonte vad ? Rag pep tra a zeu ac’hanout ; hag euz da zorn e teu deomp ar pez a reomp. 15 Ni a zo dirazout estranjourien hag hostizien, evel hon zadou ; hon deiziou a zo evel eur skeuden, var an douar ; ha n’euz ket ennan aesperans. 16 Aotrou, hon Doue, an holl leunder ze hon deuz kempennet evit sevel eun ti d’az hano santel, a zeu euz da zorn, ha pep tra a zo d’id. 17 Ha me a oar, o va Doue, penaoz e furchez ar galoun, hag e kemerez plijadur en eeünder. En reizded va c’haloun eo em euz kinniget a volonte vad an holl draou ze ; hag em euz gwelet brema gant joa da bobl, pehini en em gav ama, o kinnig a volonte vad he brofou. 18 Aotrou, Doue Abraham, Isaak hag Israel, hon zadou, kendalc’h da virviken an disposision ze euz a sonjou kaloun da bobl, ha starta ho c’haloun ennout. 19 Ro ive eur galoun eeün da Salomon, va mab, evit miret da c’hourc’hemennou, da desteniou ha da lezennou, evit ober pep tra, ha sevel ar palez em euz kempennet.

20 Ha David a lavaraz d’an holl asamhle : Benniget an Aotrou ho Toue !. Hag an holl asamble a vennigaz an Aotrou, Doue ho zadou ; plega a rejont hag en em stoui dirag an Aotrou ha dirag ar roue. 21 An deiz varierc’h e sakrifijont sakrifisou d’an Aotrou, hag e kinnikjont dezhan sakrifisou-losk ; mil golle, mil maout ha mil oan, gant ho skuliadurezou, ha sakrifisou en niver bras evit Israel holl. 22 Dibri hag eva a rejont en deiz ze dirag an Aotrou gant eur joa vras ; embann a rejont roue evit an eilved gwech Salomon, mab David ; eolia a rejont anezhan, dirag an Aotrou, evel chef, ha Tsadok evel sakrifier.

23 Salomon a azezaz eta var drôn an Aotrou, evel roue, en plas David, he dad ; prosperi a reaz, hag holl Israel a zente outhan. 24 Hag an holl chefou hag an dud kalounek, hag holl vibien ar roue David zoken, a zente euz ar roue Salomon. 25 Hag an Aotrou a savaz Salomon en huela degre dirag Israel holl, hag a roaz dezhan eur splander a rouantelez, evel ma n’ho doa ket bet araog dezhan roue ebet en Israel.

26 Evel se David, mab Isaï, a renaz var Israel holl. 27 An amzer ma renaz var Israel a oe daou-ugent vloaz. Ren a reaz seiz vloaz en Hebron, ha tri bloaz ha tregont en Jerusalem. 28 Mervel a reaz en eur gozni vraa, leuniet a zeiziou, a binvidigez hag a c’hloar ; ha Salomon, he vab, a renaz en he blas. 29 Ha divarben oberiou ar roue David, ken ar re genta evel ar re diveza, setu, emaint skrivet en levr Samuel, ar Gweler, en levr Nathan, ar profed, hag en levr Gad, ar Gweler, 30 gant he holl ren hag he vurzudou, hag ar pez en em dremenaz en he amzer, ken en Israel evel en holl rouantelezou ar broiou all.


————
375