Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/384

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet


EILVED LEVR AN NEVENTIZOU.


1 HA Salomon, mab David, en em startae en he ren : an Aotrou he Zoue a oe ganthan, hag a savaz anezhan huel meurbed. 2 Ha Salomon a gomzaz da Israel holl, da chefou ar milierou hag ar c’hantchou, d’ar varnerien ha da holl re vras Israel holl, chefou tiez tadou. 3 Ha Salomon hag an holl asamble ganthan, a ieaz d’al lec’h huel a oa en Gabaon ; rag eno e oa tabernakl kemenadurez Doue, pehini hen doa Moizez, servicher an Aotrou, groet en distro. 4 Mes David hen doa kerc’het arc’h Done euz Kirjath-Jearim el lec’h pehini hen doa preparet ; rag savet hen doa eun tabernakl dezhi en Jerusalem. 5 An aoter arem groet gant Betsaleel, mab Uri, mab Hur, a oa eno dirag Choumach an Aotrou. Ha Salomon hag an asamble a glaskaz eno an Aotrou. 6 Ha Salomon a ginnigaz eno, dirag an Aotrou, mil sakrifis-losk, var an aoter arem pehini a oa dirag tabernakl an gemenadurez.

7 En noz ze, Doue en em diskouezaz da Salomon, hag a lavaraz dezhan : Goulen ar pez a fell d’id a rofen d’id. 8 Ha Salomon a respountaz da Zoue : Groet ec’h euz trugarez vras en kenver David, va zad, hag ec’h euz lakeat ac’hanoun da roue en he blas. 9 Brema, Aotrou Doue ! ra vezo stard ar gir ec’h euz lavaret da Zavid, va zad ; rag lekeat ec’h euz ac’hanoun da roue var eur bobl niveruz evel poultren an douar. 10 Ro d’in eta brema furnez ha skiant, evit ma wezin en em ren dirag ar bobl ma ; rag piou helfe barna da bobl, ar bobl ken bras ma ?

11 Ha Doue a lavaraz da Salomon : Pa eo gwir eo ze a zo en da galoun, ha n’ec’h euz ket goulennet diganen, na pinvidigez, na madou, na gloar, nag ar maro euz ar re a gasa ac’hanout, nan zoken kalz a zeiziou, mes ma ec’h euz goulennet evidout furnez ha skiant, abalamour da varna va fobl, var behini em euz lekeat ac’hanout roue, 12 ar furnez hag ar skiant a zo roet d’id. Me a roio d’id ive pinvidigez, madou ha gloar, evel ma n’ho deuz ket bet ar rouane pere a zo bet araog d’id, hag evel n’ho devezo hini ebet da c’houde. 13 Goude Salomon a zistroaz da Jerusalem, euz al lec’h huel a oa en Gabaon, a zirag tabernakl ar gemenadurez ; hag e renaz var Israel.

14 Salomon a zastumaz kirri ha marc’herien ; beza hen doa pevarzek kant kar ha daouzek mil gavalier ; hag e lekeaz anezhei er c’heariou el lec’h ma talc’he he girri, ha tost d’ar roue, en Jerusalem. 15 Hag ar roue a reaz ma oe an arc’hant hag an aour ken kommun en Jerusalem evel ar vein, hag ar gwez sedr, evel sikomorrennou ar blenen. 16 Al lec’h a behini e tennet ar c’hezek evit Salomon a oa an Ejipt ; eur vanden varc’hadourien abeurz ar roue a iea da glask eul loden evit eur priz merket. 17 Lakaat a reat da biniat ha da zont euz an Ejipt eur c’har evit c’hwec’h kant sikl arc’hant, hag eur marc’h evit kant hanter kant. Digas a reat zoken dreizhei evit holl rouane an Hethied, hag evit rouane ar Siri.


2 Ha Salomon a c’hourc’hemennaz sevel eun ti en hano an Aotrou, hag evithan eun ti a roue.

2 Ha Salomon a niveraz dek mil den ha tri-ugent evit dougen ar bec’hiou, ha pevar-ugent mil da gizellat ar vein er menez, ha tri mil c’hwec’h kant evesaer varnezhei. 3 Goude Salomon a gasaz da gaout Huram, roue Tir, da lavaret dezhan : Gra evidoun evel ma ec’h euz greet evit David, va zad, da behini ec’h euz kaset gwez sedr, da sevel eun ti evit choum ennhan. 4 Setu me, me a ia da sevel eun ti en hano an Aotrou va Doue, evit he gensagri dezhan, da lakaat mogedi dirazhan ar parfum a c’houez vad, da ginnig dalc’hmad dezhan ar baraou a ginnig, ha da offr sakrifisou-losk ar mintin hag an abardaez, en deiziou sabbat, el loariou nevez hag en goeliou an Aotrou, hon Doue, ar pez a zo eun dever evit Israel da virviken. 5 An ti pehini ez an da sevel a vezo bras ; rag hon Doue a zo brasoc’h evit an holl doueou. 6 Mes piou hen defe ar galloud da sevel eun ti dezhan, pa eo gwir an envou hag envou an envou ne hellont Hen derc’hel ? Ha piou oun-me evit sevel eun ti dezhan, ma ne vije nemert da vogedi parfumou dirag he fas ? 7 Brema kas eta eun den ijinuz da labouret en aour, en arc’hant, en arem hag en houarn, en skarlat, en kramoazi hag en pourpr, oc’h anaout

376