Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/385

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

II. NEVENTIZOU, 3.

kizelli kizelleresou, evit labouret gant tud ijinuz pere em euz ganen en Juda hag en Jerusalem, ha pere hen deuz David, va zad, kempennet. 8 Digaz d’in ive euz al Liban koad sedr, sipre ha sandal ; rag gouzout a ran e oar da zervicherien troc’ha koad al Liban. Setu, va zervicherien a vezo gant da re. 9 Ma vezo kempennet koad en niver bras ; rag an ti ez an da sevel a vezo bras ha manifik. 10 Ha me a roio d’az servicherien pere a droc’ho, pere a ziskaro ar c’hoad, ugent mil kor gwiniz dornet, ugent mil kor heiz, ugent mil bath gwin, hag ugent mil bath eol.

11 Huram, roue Tir, a respountaz, en eur skrid pehini a gasaz da Salomon : Abalamour ma kar an Aotrou he bobl eo Hen deuz lakeat ac’hanout da roue varnezhei. 12 Hag Huram a lavaraz : Benniget ra vezo an Aotrou, Doue Israel, Pehini Hen deuz groet an envou hag an douar, euz ma Hen deuz roet d’ar roue David eur mab fur, prudant ha skiantek, pehini a ia da sevel eun ti d’an Aotrou, hag eun ti a roue evithan he unan ! 13 Kas a ran d’id eta eun den ijinuz ha skiantek, Huram-Abi, 14 mab da eur vreg a douez merc’hed Dan, hag euz eun tad Tirian. Gouzout a ra labouret en aour, en archant, en arem hag en houarn, en mein hag en koad, en skarlad, en pourpr, en lin moan hag en kramoazi ; gouzout a ra kizella pep sort kizellerez hag imajina pep sort traou a art pere a roet dezhan da ober. Labourat a raio gant da dud ijinuz ha gant tud ijinuz va aotrou David, da dad. 15 Ha brema, ma tigaso va aotrou d’he zervicherien ar gwiniz, an heiz, an eol hag ar gwin hen deuz lavaret. 16 Ha ni a droc’ho koad euz al Liban, kement ha ma vezo ezom, ha ni ho digazo en renkou, dre vor, bete Jafo, ha te ho c’herc’ho da Jerusalem.

17 Neuze Salomon a niveraz an holl diavezidi pere a oa en bro Iarael, goude an niveramant hen doa David, he dad, groet ; kavet e oe kant tri mil hag hanter kant ha c’hwec’h kant. 18 Hag e lekeaz dek mil ha tri-ugent da zougen bec’hiou, pevar-ugent mil da gizellat ar vein er menez, ha tri mil o’hwec’h kant da evesaat ar bobl o labourat.


3 Salomon en em lekeaz eta da sevel ti an Aotrou en Jerusalem, var menez Morija, pehini a oa bet diskouezet da Zavid, he dad, el lec’h zoken ma hen doa David kempennet en leur Ornan, ar Jebusian. 2 En em lakaat a reaz da vasounet, an eilved deiz euz an eilved mis, ar bevare bloaz euz he ren.

3 Ha setu ar sol merket gant Salomon evit sevel ti Doue : An hed, en illinadou ar muzur koz, a oa tri-ugent illinad, hag al lec’hed ugent illinad. 4 Ar porched, pehini a oa var an diaraog, hag a behini an hed a respounte da lec’hed an ti, hen doa ugent illinad, ha c’hwec’h-ugent a huelded. Golo a reaz anezhan en diabarz gant aour pur.

5 Golo a reaz an ti bras gant koad sipre ; golo a reaz anezhan a aour pur, hag e reaz lakaat ennhan palmezennou ha chadennouigou. 6 Golo a reaz an ti gant mein prisiuz, evit an ornamant ; hag an aour a oa aour euz Parvaim. 7 Golo a reaz a aour an ti, an treuztou, an treuzou, ar c’hloa zoniou hag an noriou ; hag e kizeliaz kerubined var ar mogeriou.

8 Ober a reaz ive al lec’h santel meurbed, a behini an hed a oa ugent illinad, hervez lec’hed an ti, hag al lec’hed euz a ugent illinad ; hag e c’holoaz a aour pur, pere a dalvee c’hwec’h kant talant. 9 Hag ar bouez euz an tachou a iea da hanter kant sikl aour. Golo a reaz ive gant aour ar c’hamprou huel.

10 Ober a reaz daou cherubin el lec’h santel meurbed, en labour kizellerez, hag e oa goloet a aour ; 11 hed eskel ar cherubined a oa ugent illinad ; eskel unan, hir a bemp illinad, a stoke euz moger an ti, hag an askel all, hir a bemp illinad, a stoke askel ar cherubin all. 12 Hag askel ar cherubin all, hir a bemp illinad, a stoke moger an ti ; hag an askel all, hir euz a bemp illinad, a stoke askel ar cherubin all. 13 Eskel ar cherubined ze ho doa eun hed a ugent illinad ; en em derc’hel a reent en ho za var ho zreid, ho fas troet entrezek an ti.

14 Ober a reaz ar gwel gant pourpr, skarlat, kramoazi ha lin moan ; hag e lekeaz varnezhan cherubined. 15 Dirag an ti e reaz daou beul, euz a bemp illinad ha tregont a huelded ; hag ar penn a oa dreisthei, hen doa pemp illinad. 16 Ober a reaz ive chadennouigou er santuar ; hag e lekeaz anezhei var grec’h ar peuliou ; ober a reaz ive grenadennou pere a lekeaz euz ar chadennouigou. 17 Sevel a reaz ar peuliou dirag an templ, unan a zeou hag eben a gleiz ; an

377