Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/386

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

II. NEVENTIZOU, 4, 5.

hini deou a oe hanvet Jakin, hag an hini a dleiz Boaz.


4 Ober a reaz ive eun aoter arem a ugent illinad hed, ugent illinad a lec’het, ha dek illinad a huelded. 2 Ober a reaz ar mor teuzet euz a zek illinad euz a eur bord d’egile, rond trozro, hag huel euz a bemp illinad ; hag eur gorden a dregont illinad a oa trozro dezhi. 3 Ha fasou ijenned a oa trozro dindan, en dro, dek dre bep illinad, o troia ar mor trozro ; beza oa ive daou renk ijened teuzet ganthi en he zeuerez. 4 Lakeat e oa var daouzek ijen, a bere tri a oa troet entrezek an hanter-noz, tri troet entrezek ar c’husheol, tri troet entrezek ar c’hreisteiz, ha tri troet entrezek ar savheol ; ar mor a oa varnezhei, hag ho holl diadreou a oa en diabarz. 5 He zeoder a oa eur balmezen ; hag he bord a oa evel bord eur c’halei, en fouldrelizen ; tri mil bath a iea ennhi.

6 Ober a reaz ive dek beol, hag e lekeaz pemp anezhei a zeou ha pemp a dleiz, evit gwalc’hi. Gwalc’hi a reat ennhei ar pez a oa evit ar sakrifisou-losk, hag ar mor a zerviche d’ar sakrifierien evit en em walc’hi ennhan.

7 Ober a reaz dek kantoler aour, hervez an doare a dleent kaout, hag e lekeaz anezhei en templ, pemp a zeou ha pemp a gleiz.

8 Ober a reaz ive dek taol, hag e lekeaz anezhei en templ, pemp a zeou ha pemp a gleiz ; hag e reaz kant kalei aour.

9 Ober a reaz c’hoaz leur ar sakrifierien, hag al leur vras, ha doriou evit al leur ze, hag e c’holoaz a arem an doriou ze. 10 Lakaat a reaz ar mor euz an tu deou, entrezek ar savheol, a fas d’ar c’hreizteiz.

11 Hag Huram a reaz ar podou, ar paliou hag ar c’haleiou ; hag ec’h echuaz da ober al labour pehini a rea evit ar roue Salomon en ti Doue : 12 daou beul, he c’hwezadennou hag an daou benn, var grec’h ar peuliou ; an daou roued da c’holo an daou c’houezaden euz ar pennou, var grec’h ar peuliou : hag ar pevar c’hant grenaden evit an diou roued, daou renk grenadennou da bep roued, evit golo an daou c’houezaden euz ar pennou, var grec’h ar peuliou. 14 Ober a reaz ive ar soliou hag e reaz ar beoliou var ar zoliou ; 15 eur mor hag an daouzek ijen dindanhan ; 16 ar podou, ar paliou hag ar fourchetezou hag an holl venfiou pere a oa outhei, Huram-Abi a reaz anezhei d’ar roue Salomon, evit ti an Aotrou, en arem floureet. 17 Ar 1roue a lakaaz teuzi anezhei en plenen ar Jourdan, en eun douar druz, entre Sukkoth ha Tsereda. 18 Ha Salomon a reaz an holl beseliou ze en niver bras, rag ne hellet ket estim pouez an arem.

19 Salomon a reaz c’hoaz an holl beseliou ze pere a oa da di Doue : an aoter aour, hag an taoliou var bere e lekeat ar bara a ginnig ; 20 ar c’han-tolerou hag ho lampou aour pur, pere a dleet elumi dirag ar santuar, hervez urz ; 21 ar bleuv, al lampou, hag ar mouchetezou aour, euz a eun aour pur meurbed : 22 hag ar serpou, ar basinou, an tassou hag an ezansouerou aour pur. Ha divarben dor an ti, an noriou a ziabarz pere a rene d’al lech santel meurbed, ha doriou an ti, evit mont en templ, a oa en aour.


5 Evel se e oe achuet an holl labour a reaz Salomon evit ti an Aotrou. Goude Salomon a lakeaz digas ar pez hen doa David, he dad, kensagret : an arc’hant, an aour, hag an holl beseliou ; hag e lekeaz anezhei en tenzoriou ti Doue.

2 Neuze Salomon a zastumaz en Jerusalem re ansien Israel, hag holl chefou ar pobladou, ar re genta euz tadou bugale Israel, evit dizougen euz a gear David, pehini eo Sion, arc’h konvenans an Aotrou. 3 Hag holl dud Israel en em dastumaz en kichen ar roue evit ar gouel ; ar seizved mis e oa. 4 Holl re ansien Israel a zeuaz, hag al Levited a zougaz an arc’h. 5 Dizougen a rejont an arc’h, an tabernakl a gemenadurez hag an holl veseliou sagr pere a oa en tabernakl ; ar sakrifierien hag al Levited a zizougaz anezhei. 6 Hag ar roue Salomon hag holl asamble Israel dastumet en he gichen a oa dirag an arc’h, o sakrifia ened bras ha munud, en niver ken na hellet nag ho c’hounta nag ho niveri. 7 Hag ar sakrifierien a zouge arc’h konvenans an Aotrou d’he flas, en santuar an ti, el lec’h santel meurbed, dindan eskel ar cherubined. 8 Ar cherubined a astenne ho eskel var al lec’h ma tlee an arc’h beza ; hag ar cherubined a c’holoe an arc’h hag he sparlou var c’horre. 9 Ar sparlou ho doa eun hed kement ma welet ho fennou en diaraog an arc’h, dirag diaraog ar santuar ; mes ne vijent ket gwelet euz an diaraog.

378