Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/387

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

II. NEVENTIZOU, 6.

Hag an arc’h a zo bet eno bete hirie. 10 Ne oa en arc’h nemert an diou daolen hen doa Moizez lakeat ennhi en Horeb, pa reaz an Aotrou konvenans gant bugale Israel, en ho monedigez euz an Ejipt.

11 Hag e c’hoarvezaz, penaoz ar sakrifierien a iea euz al lec’h zantel (rag an holl sakrifierien brezant a oa en em santelaet, hep miret urz ar renkou ; 12 hag an holl Levited pere a oe kanerien, Asaf, Heman, Jeduthun, ho mibien hag ho breudeur, gwisket gant lin moan, gant timbalou, gant lirennou ha telennou, en em dalc’he er savheol d’an aoter ; hag e oa ganthei c’hwec’h-ugent sakrifier, pere a zone an drompil), 13 pa reaz, evel eun den hepken, ar re a zone an trompillou hag ar re a gane lakaat klevet ho moueziou a unvan, evit selebri ha meuli an Aotrou, ha ma lekejont da zon an trompillou, an timbalou, hag ar benviou all a vuzik, ha ma veuljont an Aotrou, o lavarout : Rag mad eo, rag he vadelez a bad da viken ! ec’h eruaz penaoz ti an Aotrou a oe leuniet euz ar goabren ; 14 hag ar sakrifikatored ne heljont ket en em derc’hel ennhan evit ober ar zervich, abalamour d’ar goabren ; rag gloar an Aotrou a leunie ti Doue.


6 Neuze Salomon a lavaraz : An Aotrou Hen deuz lavaret e choumje en devalijen. 2 Ha me, em euz savet eun ti evit da choumach, hag eul lec’h evit choum ennhan da virviken !

3 Goude ar roue a droaz he visach, hag a vennigaz holl asamble Israel ; hag holl asamble Israel a oa en he za. 4 Hag e lavaraz : Benniget ra vezo an Aotrou, Doue Israel, Pehini euz he c’henou Hen deuz komzet da Zavid, va zad, ha Pehini Hen deuz peurc’hroet gant he zorn ar pez Hen doa lavaret evel-hen : 5 Abaoe an deiz ma Em euz lekeat va fobl da zont euz an Ejipt, n’Em euz ket choazet kear ebet en-touez holl bobladou Israel evit sevel eun ti ennhi, evit ma vije va hano ennhan, ha n’Em euz choazet den ebet evit beza chef d’am fobl Israel. 6 Mes choazet Em euz Jerusalem evit ma vezo va hano eno, ha choazet Em euz David evit ma renje var va fobl Israel. 7 Ha David, va czd, hen doa c’hoant da sevel eun ti en hano an Aotrou, Doue Israel. 8 Mes an Aotrou a lavaraz da Zavid, va zad : Pa ec’h euz c’hoant da sevel eun ti d’am hano, ec’h eus groet mad ober kement se. 9 Koulskoude ne vezo ket te eo a savo an ti ma ; mes da vab eo, deuet ac’hanout, pehini a savo an ti ma d’am hano. 10 An Aotrou eta Hen deuz peurc’hroet ar gir Hen doa diskleriet, deuet oun varlerc’h David va zad, hag oun en em azezet var drôn Israel, evel ma Hen doa an Aotrou lavaret, hag em euz savet an ti ma en hano an Aotrou, Doue Israel. 11 Hag em euz lekeat an arc’h ennhan, el lec’h ema konvenans an Aotrou, pehini Hen deuz groet gant bugale Israel.

12 Goude en em lekeaz dirag aoter an Aotrou, a fas da holl asamble Israel, hag ec’h astennaz he zaouarn. 13 Rag Salomon hen doa groet eur gador arem, hag hen doa lekeat anezhi en kreiz al leur vras ; hir e oa a bemp illinad, ledan a bemp illinad hag huel a dri Ulinad ; en em lakaat a reaz ennhi, daoulina a reaz, a fas da holl asamble Israel, hag oc’h asten he zaouarn entrezek an envou, e lavaraz.

14 O Aotrou, Doue Israel ! nag en envou na var an douar, n’euz Doue ebet henvel ouzit, Pehini a vir ar gonvenans hag an drugarez en kenver da zervicherien pere a vale euz a greiz ho holl galoun dirag da fas ; 15 Te Pehini Ec’h euz dalc’het da servicher David, va zad, ar pez Ez poa prometed dezhan ; hag ar pez Ec’h euz prometet gant da c’henou, da zorn hen deuz groet anezhan, evel ma weler hirie. 16 Brema eta, o Aotrou, Doue Israel ! dalc’h d’az servicher David, va zad, ar pez Ec’h euz prometet dezhan o lavarout : Na vanki biken da gaout eun dilerc’her dirazoun azezet var drôn Israel ; gant ma lakao da vibien evez d’ho hent, evit bale em lezen, evel ma ec’h euz baleet dirag va fas. 17 Ha brema, o Aotrou, Doue Israel ! ma vezo peurc’hroet ar gir Ec’h euz diskleriet da Zavid, da zervicher ! 18 Mes ha gwir e vefe e choumfe Doue var an douar gant an dud ? Setu, an envou, zoken envou an envou, ne hellont ket da zerc’hel, pegement nebeutoc’h an ti ma pehini em euz savet d’Id ? 19 Koulskoude, o Aotrou, va Doue ! laka evez euz peden da zervicher hag euz he c’houlen, evit selaou ar griaden hag ar beden a ra da zervicher d’Id. 20 Ma vezo da zaoulagad digor, deiz ha noz, var an ti ma, var al lec’h Ec’h euz prometet lakaat da hano, o selaou ar beden a ra da zervicher d’Id el lec’h ma. 21 Selaou goulennou da zervicher ha da

379