Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/388

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

II. NEVENTIZOU, 7.

bobl Israel, pa bedfont el lec’h ma ; selaou anezhei euz an envou, euz lec’h da choumaj ; selaou ha pardon ! 22 Pa hen devezo unan benag pec’het a enep he nesa, ha ma vezo lekeat da bresta al le evit ober dezhan touet, ha ma teuo da bresta he le dirag da aoter, en ti ma ; 23 Te, selaou euz an envou, gra ha barn da zervicherien, en eur rei he c’hobr d’an den fall, o lakaat he gundu da gweza var he benn ; o reiza ar just, hag o rei dezhan hervez he reizted. 24 Pa vezo bet kannet da bobl Israel gant he enebour, evit beza pec’het a enep d’Id ; mar distroont d’Id, ma roont gloar d’az hano, ma reont pedennou d’id en ti ma ha goulennou ; 25 Te, selaou anezhei euz an envou, ha pardon pec’hed da bobl Israel, ha digas anezhei en douar Ec’h euz roet dezhei ha d’ho zadou. 26 Pa vezo an envou zerret, ha ma ne vezo ket a c’hlao, abalamour ma ho devezo pec’het a enep d’id ; mar pedont ac’hanout el lec’h ma, ma roont gloar d’az hano, ha mar en em distroont euz ho fec’hejou, abalamour ma Ez pezo glac’haret anezhei ; 27 Te, selaou anezhei euz an envou, ha pardoun pec’hed da zervicherien ha da bobl Israel, goude ma Ez pezo kelennet dezhei an hent mad, dre behini tleont bale ; ha kas glao var an douar pehini Ec’h euz roet en heritach d’az pobl. 28 Pa vezo er vro ar gernez pe ar vosen, pa vezo ar merkl, an niel, ar c’hileien, pe ar biskouled, pa gelc’hio an enebourien anezhei en ho bro, en ho doriou, pe ma vezo eur gouli, eur c’hlenved benag ; 29 eur beden benag, eur goulen benag rafe unan benag ma vefe euz da holl bobl Israel, hervez ma ho devezo anavezet pep hini anezhei he c’houli hag he c’hlac’har, ha ma hen devezo pep hini anezhei astennet he zaouarn entrezek an ti ma ; 30 Te, selaou anezhei euz an envou, euz al lec’h euz da choumach, ha pardoun ; rent da bep hini hervez he holl henchou. Té Pehini a anavez he galoun ; rag da unan Ec’h anavezez kalounou bugale an dud ; 31 evit ma toujfont ac’hanout, evit bale en da henchou, enpad an holl amzer ma vevfont var an douar pehini Ec’h euz roet d’hon zadou. 32 Hag an diaveziad he unan, pehini na vezo ket euz da bobl Israel, mes pehini a zeuo euz eur vro bell, abalamour d’az hano bras, euz da zorn krenv hag euz da vrec’h astennet ; pa zeuo da bedi en ti ma, 33 Te, selaou anezhan euz an envou, euz lec’h da choumaj, ha gra kement a c’houlenno an diaveziad ze diganez ; abalamour da holl boblou an douar da anaout da hano, ma toujfont ac’hanout evel da bobl Israel, ha ma wefont eo da hano galvet var an ti em euz savet. 34 Pa ez aio da bobl er meaz en brezel a enep he enebourien, dre an hend ma ez pezo kaset anezhei ; mar pedont ac’hanout, o sellet entrezek ar gear ma pehini Ec’h euz choazet, hag entrezek an ti ma pehini em euz savet d’az hano, 35 selaou euz an envou ho feden hag ho goulen, ha gra reizted dezhei. 36 Pa ho devezo pec’het a enep d’Id (rag n’euz den ha na bec’h ket), ha, koleret a enep dezhan, ez pezo ho livret d’ho enebourien, ha ma ho devezo ar re ho devezo ho c’hemeret kaset anezhei en esklavach en eur vro benag, pe bell pe dost ; 37 mar deuont er vro ma vefont esklaved ennhei he unan, ha penaoz, o kaout keuz, e pedont er vro euz ho esklavach, o lavarout : Pec’het hon euz, groet hon euz an drouk, groet hon deuz fallentez ! 38 mar distroont d’az kaout euz a greiz ho holl galoun hag ho holl ine, er vro euz ho esklavach, ma vefont kaset en esklavach, ha mar reont ho fedennou d’Id, o sellet entrezek ho bro, pehini Ec’h euz roet d’ho zadou, entrezek ar gear ma pehini Ec’h euz choazet, hag entrezek an ti ma pehini em euz savet d’az hano ; 39 selaou euz an envou, euz lec’h da choumaj, ho fedennou hag ho goulennou, ha gra eeünder dezhei ; pardoun d’az pobl pehini hen devezo pec’het a enep d’Id. 40 Brema eta, o va Doue ! ma vezo da zaoulagad digor ha da ziouskouarn eveziek d’ar beden groet el lec’h ma ! 41 Ha brema, Aotrou Doue ! sav-Te, deuz al lec’h euz da ziskwiz, Te hag arc’h da nerz. Aotrou Doue, ma vezo da sakrifierien gwisket a zilvidigez, ha ma en em laouenao da re garet mad en ho eurvad. 42 Aotrou Doue, na gas ket da eoliet kwit ; az pez sonj euz ar grasou roet da Zavid, da zervicher.


7 Pa hen doa Salomon echuet da bedi, an tân a ziskennaz euz an envou hag a guzumaz ar sakrifis-losk hag ar sakrifisou ; ha gloar an Aotrou a leuniaz an ti. 2 Hag ar sakrifierien ne hellent ket mont en ti an Aotrou, abalamour ma Hen doa gloar an Aotrou leuniet ti an Aotrou. 3 Holl vugale Israel a welaz an tân ha gloar an Aotrou o tisken

380