Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/389

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

II. NEVENTIZOU, 8.

var an ti ; hag e plegjont, ho bisach d’an douar, var ar pave, en em stoujont, hag e veuljont an Aotrou, o lavarout : Rag mad eo, rag he drugarez a bad da virviken !

4 Hag ar roue hag ar bobl holl a ginnige sakrifisou dirag an Aotrou. 5 Hag ar roue Salomon a ginnigaz eur sakrifis a zaou vil ijen varn-ugent ha kant-ugent mil danved. Evel se ar roue hag an holl bobl a reaz ar gwestl euz ti Doue. 6 Hag ar sakrifierien en em dalc’he en ho flas, kenkoulz hag al Levited, gant benviou muzik an Aotrou, pere hen doa ar roue David groet evit meuli an Aotrou, o lavarout : Rag he drugarez a bad da virviken ! pa veule David Anezhan drezhei. Hag ar sakrifierien a zone an trompillou dirazhei, hag holl Israel en em dalc’he en he za.

7 Salomon a genzagraz kreiz al leur, pehini a zo dirag ti an Aotrou ; rag kinnig a reaz eno sakrifisou-losk ha druoni ar sakrifisou a beoc’h, abalamour an aoter arem groet gant Salomon ne helle ket derc’hel ar sakrifisou-losk, ar profou hag an druoni.

8 Evel se Salomon a selebras, en amzer ze, ar gouel enpad seiz devez, gant Israel holl. Beza oa eun asamble bras a dud, deuet adaleg dor Hamath bete dour-red an Ejipt. 9 An eizved deiz, e rejont eun asamble solannel ; rag ober a rejont gwestl an aoter enpad seiz devez, hag ar gouel enpad seiz devez. 10 An drede varn-ugent devez euz ar seizved mis, e kasaz ar bobl kwit d’he dantennou, joauz ha kontant, abalamour d’ar vad Hen doa an Aotrou groet da Zavid, da Salomon ha da Israel, he bobl.

11 Salomon a echuaz eta ti an Aotrou ha ti ar roue ; hag e teue a benn en kement hen doa bet c’hoant da ober en ti an Aotrou hag en he hini. 12 Hag an Aotrou en em diskwezaz da Salomon enpad an noz, hag a lavaraz dezhan : Selaouet em euz da beden, hag em euz choazet al lec’h ma evit eun ti a sakrifisou. 13 Mar zerran an envou, ha ma ne vefe ket a c’hlao, ha ma c’hourc’hemennan d’ar c’hilien-raden kuzumi ar vro, ha ma kasan ar vosen entouez va fobl : 14 ha penaoz va fobl, var behini eo galvet va hano, en em izelafe, a bedfe, hag a glaskfe va fas, ha ma en em distrofe euz he henchou fall, neuze Me a zelaouo anezhan euz an envou, pardouni a rin he bec’hejou dezhan, ha iac’haat a rin he vro. 15 Va daoulagad a vezo atao digor, ha va diouskouarn a vezo eveziek d’ar beden groet el lec’h ma. 16 Brema Em euz choazet hag em euz santeleet an ti ma, evit ma vezo va hano da viken ennhan ; va daoulagad ha va c’haloun a vezo bepred aze. 17 Ha te, mar baleez dirazoun evel David, da dad, oc’h ober kement Em euz gourc’hemennet d’id, ha ma virez va lezennou ha va urzou, 18 Me a startao trôn da rouantelez, evel ma Em euz prometet da Zavid, da dad, o lavarout : Ne vanko ket d’id a zilerc’her da ren var Israel. 19 Mes mar en em distroet, ha mar dilezet va lezennou ha va gourc’hemennou pere Em euz merket deoc’h, ha ma’z it da zervichi doueou all, ha d’en em stoui dirazhei, 20 Me a ziframo ac’hanoc’h euz va bro pehini Em euz roet deoc’h, Me a dolo pell ouzin an ti ma pehini Em euz zagret em hano, hag e rin outhan ar fablen hag ar voaperez euz an holl boblou. 21 Hag evit ar pez a zell an ti ma, pehini a vezo bet savet ken huel, piou benag a dremeno abiou dezhan a vezo souezet, hag a lavaro : Perag Hen deuz an Aotrou groet evel se d’ar vro ha d’an ti ma ? 22 Hag e vezo respountet : Abalamour ma ho deuz dilezet an Aotrou, Doue ho zadou, Pehini a lekeaz anezhei da zont er meaz euz an Ejipt, ha ma int en em staget euz doueou all, ha ma int en em stouet dirazhei ha servichet anezhei ; abalamour da ze eo Hen deuz lekeat an holl boaniou ze da zont varnezhei.


8 Eruet a reaz, a ben ugent vloaz enpad pere e savaz Salomon ti an Aotrou hag he hini, 2 ma savaz ar c’heariou hen doa Huram roet dezhan, ha ma lekeaz bugale Israel da choum ennhei.

3 Goude Salomon a valeaz a enep Harnath, euz Tsoba, hag a gemeraz anezhan. 4 Sevel a reaz Thadmor en distro, hag an holl geariou a zerviche da vagasin pehini a savaz en bro Hamath. 5 Sevel a reaz Beth-Horon an huel, ha Beth-Horon an izel, keariou nerzuz gant mogeriou, doriou ha sparlou ; 6 Baalath, hag an holl geariou a serviche da vagazin, pere hen doa Salomon, hag an holl geariou evit ar c’hirri, hag ar c’heariou evit ar varc’herien, ha kement a lekeaz Salomon sevel gant plijadur en Jerusalem, hag el Liban, hag en holl vro he ren.

381