Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/390

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

II. NEVENTIZOU, 9.

7 An holl bobl a oa manet euz an Hethied, euz an Amoreed, euz ar Ferezied, euz an Hevied hag ar Jebusied, pere ne oant ket a Israel ; 8 ho lignez, pere a oa choumet var ho lerc’h er vro, ha pere n’ho doa ket distrujet bugale Israel, Salomon a reaz outhei savadennou evit ar c’horve, bete hirie. 9 Salomon ne implijaz evel esklav d’he labouriou hini a vugale Israel ; mes int a oa tud a vrezel, ha chefou euz he wella brezellerien, ha chefou euz he girri hag euz he varc’herez. 10 Ha setu an niver euz ar chefou pere a evesae labouriou ar roue Salomon ; beza oant daou c’hant hanter kant, o kaout galloud var ar bobl.

11 Ha Salbmon a lékeaz merc’h Faraon da biniat euz a gear David en ti hen doa eavet ; rag lavaret a rea : Va greg na choumo ket en ti David, roue Israel, abalamour al lec’hiou ma eo eet arc’h an Aotrou a zo zantel.

12 Neuze Salomon a ginnigaz sakrifisou-losk d’an Aotrou var aoter an Aotrou pehini hen doa savet dirag ar porched, 13 o kinnig bemdez ar pez a zo merket gant Moizez, evit an deiziou sabbat, evit al loariou nevez, hag evit ar goueliou teir gwech ar bloaz, da wel ar bara hep goell, da wel ar zizunvechou, ha da wel an tabernaklou. 14 Lakeat a reaz, hervez urz David, he dad, renkou ar sakrifikatored hervez ho ovis, hag al Levited hervez ho c’hargou, da selebri an Aotrou ha da ober, deiz da zeiz, ar servich dirag ar sakrifierien, hag ar borserien, hervez ho renkou, en pep dor ; rag evel se e oa gourc’hemen David, den Doue. 15 Ne bellajot ket euz gourc’hemen ar roue, evit ar sakrifierien hag al Levited, nag evit netra ebet, nag evit an tenzor.

16 Evel se e oe kempennet holl labour Salomon, bete deiz eoliadurez ti an Aotrou ha ken a oe achuet. Ti an Aotrou a oe eta achuet.

17 Neuze Salomon a ieaz da Etsjon-Gueber ha da Eloth, var bord ar mor, en bro Edom. 18 Hag Huram a gasaz dezhan, dindan ren he zervicherien, listri ha servicherien oc’h anaout ar mor. Mont a rejont gant servicherien Salomon da Ofir, hag e kemerjont eno pevar c’hant talant aour, pere a zigaschont d’ar roue Salomon.


9 Ha rouanez Sheba, o veza klevet ar vrud euz a Salomon, a zeuaz da Jerusalem da eprouvi Salomon dre c’houlennou teval. Eun drein vras he doa, ha chamoed o tougen c’houez vad, aour en niver bras ha mein prisiuz. Dont a reaz da gaout Salomon, hag e lavaraz dezhan kement he doa en he c’haloun. 2 Ha Salomon a zisplegaz dezhi kement a lavaraz dezhan ; ha ne oe netra a gement na ententaz ket Salomon, ha na zisplegaz dezhi. 3 Neuze, rouanez Sheba, o 8welet furnez Salomon, hag an ti hen doa savet, ha meuziou he daol, 4 ha choumach he zervicherien, urz ar zervich ha gwiskamant ar re a zerviche, hag he winerien hag he dillad, hag he grec’hien, dre behini e piniet da di an Aotrou, e oe holl er meaz anezhi he unan. 5 Hag e lavaraz d’ar roue : Ar pez em euz klevet lavaret em bro, euz da stad hag euz da furnez, a zo gwir. 6 Ne greden ket ar pez a lavaret ac’hanout, bete ma ez oun deuet, ha ma ho deuz va daoulagad he welet ; ha setu, ne oa lavaret d’in nemert an hanter euz da furnez vras ; tremen a rez kement em boa klevet euz da vrud. 7 Euruz eo da dud ! euruz da zervicherien pere en em dalc’h bepred dirazout, ha pere a zelaou da furnez ! 8 Benniget ra vezo an Aotrou, da Zoue, Pehini Hen deuz bet ac’hanout evel deread, evit da lakaat var he drôn, evel roue evit an Aotrou, da Zoue ! Abalamour ma kar da Zoue Israel, evit he lakaat da bad da viken, eo Hen deuz lekeat ac’hanout roue varnezhei evit ober eeünder ha reizded. 9 Hag e roaz d’ar roue c’hwec’h-ugent talant aour, hag eun niver bras meurbed a c’houezou mad, ha mein prisiuz ; ha ne oe ken a c’houezou mad evel ar re a roaz rouanez Sheba d’ar roue Salomon.

10 Servicherien Huram ha servicherien Salomon, pere a zigasaz aour euz Ofir, a zigasaz ive koad sandal ha mein prisiuz. 11 Ar roue a reaz euz ar c’hoad sandal ze skalierou evit ti an Aotrou hag evit ti ar roue, ha telennou ha lirennou evit ar ganerien. Ne oa ket gwelet diagent reou henvel en bro Juda. 12 Hag ar roue Salomon a roaz da rouanez Sheba kement a c’hoanteaz, ar pez a c’houlennaz, muoc’h evit n’he doa digaset d’ar roue ; hag e tistroaz, hag e teuaz d’he bro, hi hag he servicherien.

13 Ar bouez euz an aour a erue gant Salomon bep bloaz, a oa c’hwec’h kant c’hwec’h ha tri-ugent talant aour ; ouc’hpenn ar pez a denne digant ar werzerien hag ar varc’hadourien pere a zigase anezhei, hag euz holl rouane an Arabi ha gouarnerien ar

382