Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/391

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

II. NEVENTIZOU, 10.

vro, pere a zigase aour hag arc’hant da Salomon.

15 Ar roue Salomon a reaz daou c’hant diren vras a aour morzolet, o lakaat da ze c’hwec’h kant sikl aour morzolet evit pep diren ; 16 ha tri c’hant diren vihanoc’h en aour morzolet, o lakaat tri c’hant sikl aour evit pep diren ; hag ar roue a lakeaz anezhei en ti Forest al Liban. 17 Ar roue a reaz ive eun trôn bras a olifant, pehini a c’holoaz gant aour pur ; 18 an trôn ze hen doa c’hwec’h degre, hag eur skabeldroad aour pehini a zalc’he eus an trôn ; ha beza hen doa elinou euz eun tu hag euz eun tu all d’ar gador ; ha daou leon en em dalc’he en kichen an elinou ; 19 ha daouzek leon a oa eno war ar c’hwec’h degre, euz an daou du. Netra a henvel ne oa bet groet evit rouantelez ebet. 20 Han an holl beselou da eva ar roue Salomon a oa en aour, hag holl beselou ti Forest al Liban a oa en aour pur ; netra ne oa en arc’hant ; ha ne reat vân ebet outhan en amzer Salomon. 21 Rag listri ar roue a iea da Darsis gant servicherien Huram ; ha bep tri bloaz eur wech en em gave al listri eus Tarsis da zigas aour, arc’hant, dent elefanted, marmouzien ha paüned.

22 Evel se ar roue Salomon a oe brasoc’h evit holl rouane an douar, en pividigez hag en furnez. 23 Holl rouane an douar a adklaske fas Salomon, da glevet ar furnez Hen doa Doue lakeat dezhan en he galoun. 24 Ha pep hini anehei a zigase he brof, beselou arc’hant ha beselou aour, dillad, armou, c’houzou mad, kezek ha muled, bloaz dre vloaz. 25 Salomon en doa pevar mil rastell gezek, ’’gant’’ kirri, ha daouzek mil varc’her, pere a lakeaz en keariou ar c’hirri, ha tost d’ar roue en Jerusalem. 26 Ren a rea war an holl rouane adaleg rivier bete bro ar Filistined, ha bete harzou an Ejipt. 27 Hag ar roue a reaz ma oa ’’ken kommun’’ an arc’hant en Jerusalem evel er vein, hag ar gwez sedr ken niveruz evel ar sikomorrou a zo er blenen. 28 Tenna a reet kezek da Salomon, euz an Ejipt hag euz an holl broiou.

29 Divarbenn an nemorant euz a oberiou Salomon, ar re genta hag ar re diveza, kement se ha n’ema hen ket skrivet en levr Nathan ar profed, en profesi Akija, ar Silonit, divarbenn Jeroboam, mab Nebat ? 30 Salomon a renaz daou-ugnet vloaz en Jerusalem var holl Israel. 31 Goude Salomon a gouskaz gant he dadou, hag e oe sebeliet en kear David, he dad ; ha Roboam, he vab, a renaz en he blas.


10 ROBOAM en em rentaz en Sichem, rag Israel holl a oa deuet da Sichem da lakaat anezhan da roue. 2 Pa glevaz Jeroboam, mab Nebat, pehini a oa en Ejipt, el lec’h ma oa tec’het dirag Salomon, kement se, e tistroaz euz an Ejipt. 3 Ha kaset e oa da c’hervel anezhan. Evel se ar roue Jeroboam hag Israel holl a zeuaz, hag a gomzaz da Roboam, o lavarout : 4 Da dad hen deuz lakeat warnomp eur ieog pouner ; skanva, brema ar servich kalet ze euz da dad, hag ar ieog pouner ze pehini hen deuz lakeat varnomp, ha ni a zervicho ac’hanout. Neuze e lavaraz dezhei : 5 Distroet d’am c’haout a ben tri devez. Evel se ar bobl a ieaz.

6 Hag ar roue Roboam a guzuliaz ar re goz a oa bet en kichen Salomon, he dad, enpad he vuez, hag e lavaraz dezhei : Pez respount a aliet-hu ac’hanoun da ober d’ar bobl ze ? 7 Hag int a respountaz dezhan evel-hen : Mar bez mad en kenver ar bobl ze, mar bez madelezuz en ho c’henver, ha ma leverez komzou mad dezhei, e vefont da zervicherien da viken. 8 Mes lezel a reaz an ali a roaz ar re ansiena dezhan, hag e kuzuliaz ar re iaouank ho doa, kresket ganthan, ha pere en em dalc’he dirazhan. 9 Hag e lavaraz dezhei : Petra a aliet ac’hanoun da respount d’ar bobl ze, pehini hen deuz komzet ha lavaret d’in : Skanva ar ieog hen deuz lakeat da dad varnomp ? 10 Hag ar re iaouank ho doa kresket ganthan a respountaz dezhan, o lavarout : Te a lavaro evelhen d’ar bobl ze pehini hen deuz komzet ouzit, ha lavaret did : Da dad hen deuz lakeat varnomp eur ieog pouner, mes te, skanva anezhan ; respount a ri dezhei evelhen : Va biz bihan a zo teoc’h evit kroazellou va zad. 11 Ha, va zad hen deuz lekeat varnoc’h eur ieog pouner, mes me a lakao ho ieog pouneroc’h c’hoaz. Va zad hen deuz kastiet ac’hanoc’h gant fouetou, mes me, me a gastio ac’hanoc’h gant fouetou gwarniset a dachou.

12 Tri deiz goude, Jeroboam gant an holl bobl a zeuaz da gaout Roboam, hervez ar pez hen doa lavaret ar roue : Distroet d’am c’haout a ben tri deiz. 13 Mes ar roue a respountaz

383