Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/392

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

II. NEVENTIZOU, 11, 12.

dezhei garo, hag ar roue Roboam ne heuliaz ket ali ar re ansien ; 14 komz a reaz dezhei hervez ali ar re iaouank, hag e lavaraz dezhei : Va zad hen deuz lakeat varnoc’h eur ieog pouner ; mes me, a lakao c’hoaz varnezhan. Va zad hen deuz kastiet ac’hanoc’h gant fouetou ; mes me a gastio ac’hanoc’h gant fouetou gwarniset a dachou. 15 Ar roue ne selaouez ket eta ar bobl ; rag kement se a oe en em gavet a beurz Doue, evit ma vije peurc’hroet ar gir Hen doa an Aotrou lavaret dre Akija, ar Silonit, da Jeroboam, mab Nebat. 16 Ha pa welaz Israel holl ne zelaoue ket ar roue anezhei, ar bobl a respountaz d’ar roue, o lavarout : Pez loden hon deuz-ni gant David ? Ni n’hon deuz loden ebet gant mab Isaï. Israel, pep hini d’he dantennou ! Brema, David pourvez d’az ti. Evel se Israel holl a ieaz d’he dantennou. 17 Mes ar re euz bugale Israel a choume en keariou Juda, Roboam a renaz varnezhei. 18 Neuze ar roue Roboam a gasaz Hadoram, pehini a oa eveseer var an impodou ; mes bugale Israel a vadaouaz anezhan a daoliou mein, hag e varvaz. Hag ar roue Roboam a hastaz piniat var eur c’har evit tec’hel euz Jerusalem. 19 Evel se eo e oa Israel en em savet a enep ti David, bete hirie.


11 Roboam, o veza eruet en Jerusalem, a zastumaz ti Juda ha Benjamin, nao ugent mil den a vrezel, choazet, evit kanna Israel, evit digas ar rouantelez da Roboam. 2 Mes gir an Aotrou a oe diskleriet da Shemaeja, den Doue, er c’homzou ma : 3 Komz da Roboam, mab Salomon, roue Juda, hag holl Israel en Juda hag en Benjamin, ha lavar dezhei : 4 Evelhen a lavar an Aotrou : Na binfet ket, ha na vrezelifet ket a enep ho preudeur ; distroet, pep hini ac’hanoc’h d’he di ; rag kement ma a zeu ac’hanoun. Hag e sentchont euz komzou an Aotrou, hag e tistrojont, o renons da vale a enep Jeroboam.

5 Roboam a choumaz eta en Jerusalem, hag e savaz keariou krenv en Juda. 6 Sevel a reaz Bethlehem, 7 Etam, Thekoa, Beth-Tsur, Soko, 8 Adullam, Gath, Maredm, Zif, 9 Adoraim, Lakiz, 10 Azeka, Tsorea, Ajalon hag Hebron, pehini a oa en Juda hag en Benjamin, hag e reaz keariou krenv anezhei. 11 Krenvaat a reaz anezhei, hag e lakeaz ennhei renerien ha pourvision bevans, eol ha gwin, 12 hag, en pep hini euz ar c’heariou ze, dirennou ha gwafou, hag e lekeaz anezhei gwal grenv. Evel se Juda ha Benjamin a oe dezhan.

13 Ar sakrifierien hag al Levited, pere a oa en Israel holl, a zeuaz euz a bep tu d’en em renka en he gichen. 14 Rag al Levited a zilezaz ho fabouriou ha dalc’hiou hag a zeuaz da Juda hag en Jerusalem, abalamour Jeroboam, gant he vibien, hen doa taolet anezhei er meaz euz ho c’hargou a sakrifierien d’an Aotrou, 15 hag hen doa lekeat sakrifierien evit al lec’hiou huel hag an diaoulien, hag evit al loueou ho doa groet. 16 Hag ho goude, euz a holl bobladou Israel, ar re ho doa ar galoun da glask an Aotrou, Doue Israel, a zeuaz da Jerusalem evit sakrifia d’an Aotrou, Doue ho zadou. 17 Hag he kenvrajont roue Juda hag e startajont Roboam, mab Salomon, enpad tri bloaz ; rag c’heuliet e oe henchou David ha Salomon enpad tri bloaz.

18 Ha Roboam a gemeraz evit greg, Mahalath, merc’h Jerimoth, mab David, hag euz Abikaïl, merc’h Eliab, mab Isaï. 19 Genel a reaz mibien dezhan : Jeush, Shemaria, ha Zaham. 20 He goude, e kemeraz Maaka, merc’h Absalom, pehini a c’hanaz dezhan Abija, Atthaï, Ziza, ha Shelomith. 21 Ha Roboam a garaz Maaka, merc’h Absalom, muoc’h evit he c’hragez hag he ribodezed. Rag kemeret a reaz triwec’h greg ha tri-ugent ribodez, hag e oe tad da eiz mab varn-ugent ha da dri-ugent merc’h. 22 Roboam a lekeaz Abija, mab Maaka, da chef, evit prins entouez he vreudeur ; rag fellout a rea dezhan lakaat anezhan da roue ; 23 hag e reaz gant prudens ha stlabeza he holl vibien en holl broiou Juda ha Benjamin, en holl geariou krenv ; rei a reaz dezhei peadra da veva gant leunder, hag e c’houlennaz evithei eun niver bras a c’hragez.


12 Pa oe starteet rouantelez Roboam ha ma oe deuet da veza krenv, e tilezaz lezen an Aotrou, hag holl Israel ganthan. 2 Hag ec’h eruaz, ar bempved bloaz euz ar roue Roboam, ma piniaz Shishak, roue an Ejipt, a enep Jerusalem, abalamour ma ho doa pec’het a enep an Aotrou ; 3 beza oa daouzek kant kar ha tri-ugent mil marc’her, hag ar bobl deuet ganthan euz an Ejipt a oa diniveruz, Libbied, Sukkied, hag Ethiopied.

384