Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/393

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

II. NEVENTIZOU, 13.

4 Kemer a reaz ar c’heariou krenv pere a oa da Juda, hag e teuaz da Jerusalem.

5 Neuze Shemaeja, ar profed, a zeuaz da gaout Roboam ha da gaout chefou Juda, pere a oa en em dastumet en Jerusalem, dre ma tostae Shishak, hag e lavaraz dezhei : Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou : Dilezet oc’h euz ac’hanoun ; me ive a zilez ac’hanoc’h en daouarn Shishak. 6 Neuze chefou Israel hag ar roue en em humiliaz, hag e leverjont : An Aotrou a zo reiz !. 7 Ha pa welaz an Aotrou e oant en em humiliet, gir an Aotrou a oe diskleriet da Shemaeja, hag e lavaraz dezhan : En em humiliet int ; ne zistrujin ket anezhei ; ha rei a rin dezhei prest eun doare da dec’hel, ha va c’holer n’en em skulio ket var Jerusalem dre zorn Shishak. 8 Koulskoude e vefont dindanhan, abalamour ma wefont petra eo servicha ac’hanoun, pe servichi rouantelezou ar broiou all.

9 Shishak eta, roue an Ejipt, a biniaz a enep Jerusalem, hag e kemeraz tenzoriou ti an Aotrou, ha tenzoriou ti ar roue ; kemer a reaz holl. Kemer a reaz an dirennou aour hen doa Salomon groet. 10 Ar roue Roboam a reaz dirennou arem en ho flas, hag e lekeaz anezhei entre daouarn chefou ar rederien pere a ziwalle dor ti ar roue. 11 Ha bep gwech ma ez ea ar roue en ti an Aotrou ar rederien a zeue, hag a zouge anezhei ; goude ho digasent en kampr ar rederien. 12 Evel se evel ma oa en em humiliet, koler an Aotrou en em distroaz outhan, ha na zistrujaz ket anezhan holl ; rag beza oa c’hoaz eun dra henag a vad en Juda.

13 Ar roue Roboam en em grenvaez eta en Jerusalem, hag e renaz. Eur bloaz ha daou-ugent e oa pa ez eaz da roue, hag e renaz seitek vloaz en Jerusalem, ar gear Hen doa an Aotrou choazet, euz a holl bobladou Israel, evit lakaat ennhi he hano. He vam a oa hanvet Naaman, an Ammonitez. 14 Ober a reaz ar fall, rag ne lekeaz ket he galoun da glask an Aotrou.

15 Hag oberou Roboam, ar re genta hag ar re diveza, n’emaint-hi ket skrivet en levriou Shemaeja, ar profed, hag Iddo, ar Gweler, er rumachou ? Ha brezelliou Roboam ha Jeroboam a oe kendalc’huz. 16 Ha Roboam a gouskaz gant he dadou, hag e oe sebeliet en kear David ; hag Abija, he vab, a renaz en he blas.


13 AN dric’hwec’hved bloaz euz ar roue Jeroboam, Abija en em lekeaz da ren var Juda. 2 Ren a reaz tri bloaz en Jerusalem. He vam a oa hanvet Mikaja, merc’h Uriel, euz Guibea.

Hag e oe brezel entre Abija ha Jeroboam. 3 Abija a gommansaz ar brezel gant eun arme a vrezellerien kalounek, pevar c’hant mil den dibabet ; ha Jeroboam en em renkaz en brezel a enep dezhan gant eiz kant mil den dibabet, brezellerien kalounek.

4 Hag Abija en em dalc’haz var ar menez Tsemaraim, pehini a zo en menez Efraim, hag a lavaraz : Jeroboam hag holl Israel, selaouet ac’hanoun ! 5 Ne dleet-hu ket anaout penaoz an Aotrou, Doue Israel, hen deuz roet evit biken ar ren var Israel, da Zavid, dezhan ha d’he vibien dre eur gonvenans didoruz ! 6 Mes Jeroboam, mab Nebat, servicher Salomon, mab David, a zo en em hueleet, hag eo en em dirollet a enep he Aotrou ; 7 ha tud a netra, tud ezomek, a zo en em unanet dezhan hag int en em nerzet a enep da Roboam, mab Salomon. 8 Ha Roboam oa eur bugel a gourach dinerz, ha ne zalc’haz ket dirazhei. 8 Ha brema, c’hwi zonj derc’hel dirag rouantelez an Aotrou, pehini a zo entre daouarn mibien David ; ha c’hwi a zo eun niver bras, hag oc’h euz al loueou aour hen deuz Jeroboam groet deoc’h evit beza ho toueou. 9 N’hoc’h euz-hu ket kaset kuit sakrifierien an Aotrou, mibien Aaron, hag al Levited ? Ha n’hoc’h euz-hu ket groet sakrifierien en doare poblou ar broiou all ! Piou benag a zo deuet, evit beza kensagret, gant eur c’holle iaouank ha seiz maout, a zo deuet sakrifier d’ar pez n’eo ket Doue. 10 Mes evidomp-ni, an Aotrou eo hon Done, ha ni n’hon deuz ket he zilezet ; ar sakrifierien pere a ra servich an Aotrou a zo bugale Aaron, hag al Levited eo a ra ar c’hargou, 11 o c’hober mogedi evit an Aotrou, bep mintin ha bep abardaez, ar sakrifisou¬losk hag ar parfum a c’houez vad. Ar baraou a ginnig a zo renket var an daol bur, hag ec’h elumer ar c’hantoler aour, gant he lamprou, bep abardaez. Rag ni a vir ar pez fell d’an Aotrou hon Doue a vefe miret ; mes c’hwi, c’hwi hoc’h euz

385