Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/395

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

II. NEVENTIZOU, 16.

Doue, hep sakrifier pehini he gelenne, hag hep lezen ; 4 mes en he dristidigez, e tistroaz d’an Aotrou, Doue Israel ; he adklask a rejont, hag en em lezaz da veza kavet ganthei. 5 En amzeriou ze, ne oa ket a zurded er vro evit ar re a iea hag ar re a deue, rag trubul vras a oa entouez holl dud ar vro. 6 Eur vroad a oa boutet gant eur vroad all, hag eur gear gant eur gear all ; rag Doue a gemeskaz anezhei dre bep sort ankroezou. 7 Mes c’hwi, en em nerzet, ha ma na vezo ket lach ho taouarn ; rag eur gobr a zo evit ar pez a refet.

8 Pa hen doe Asa klevet ar c’homzou ze ha profesi Oded, ar profed, en em nerzaz, hag e lekeaz da dec’hel kwit an traou euzuz euz holl vro Juda ha Benjamin, hag euz ar c’heariou heu doa kemeret en menez Efraim ; hag e lekeaz aoter an Aotrou, pehini a oa dirag porched an Aotrou. 9 Goude e tastumaz Juda holl ha Benjamin, ha re Efraim, euz Manasse hag euz Simeon, pere a choume ganthei ; rag eun niver bras euz a re Israel a zeue dezhan, o welet e oa an Aotrou he Zoue ganthan. 10 En em dastum a rejont eta en Jerusalem, an drived mis euz ar bempzekved bloaz euz a ren Asa, 11 hag e sakrifijont, en deiz ze, d’an Aotrou, seiz kant ijen ha seiz mil danved, euz an diwisk ho doa kemeret. 12 Hag ez ejont er gonvenans, evit klask an Aotrou, Doue ho zadou, euz a greiz ho holl galoun hag euz ho holl ine ; 13 en hevelep doare ma tleet lakaat d’ar maro ar re holl pere ne glaskchont ket an Aotrou, Doue Israel, ken ar re vihan evel ar re vras, ken ar wersed evel ar merc’hed. 14 Hag e rejont leou d’an Aotrou, a vouez huel, gant trouz, ha gant son an drompillou hag ar c’herniel ; 15 ha Juda holl en em laouenaez euz al le ze, abalamour ma ho doa touet euz a greiz ho holl galoun, ha ma ho doa adklasket an Aotrou euz a feiz vad, ha ma ho doa he gavet. Hag an Aotrou a roaz diskwiz dezhei a bep tu.

16 Ar roue Asa a lamaz zoken he vam euz he renk, Maaka, abalamour ma he doa groet eun idol da Ashera. Asa a ziskaraz he idol, a lekeaz anezhan a damou, hag a zevaz anezhan en dourred Sedron. 17 Mes al lec’hiou huel ne oent ket lamet kwit euz a greiz Israel ; koulskoude kaloun Asa a oa en a hed he holl deiziou. 18 Adlakaat a reaz en ti Doue an traou pere a oa bet kensagret gant he dad, gant ar pez hen doa kensagret he unan, an arc’hant, an aour hag ar beselou.

19 Ha ne oe brezel ebet bete ar bempved bloaz ha tregont euz a ren Asa.


16 Ar c’hwec’hved ha tregont bloaz euz a ren Asa, Baesha, roue Israel, a biniaz a enep Juda, hag a savaz Rama, abalamour na lezche den da zont pe da vont entrezek Asa, roue Juda. 2 Neuze Asa a dennaz an arc’hant hag an aour euz a denzoriou ti an Aotrou hag euz a di ar roue, hag e kasaz da gaout Ben-Hadad, roue ar Siri, pehini a choume en Damaz, da lavaret dezhan ; 3 Beza zo konvenans entre te ha me, evel entre va zad ha da hini ; setu, e kasan d’id arc’hant hag aour ; kea, tor da gonvenans gant Baesha, roue Israel, evit ma pellaio ouzin. 4 Ha Ben-Hadad a zelaouez ar roue Asa, hag e kasaz kabitened he arme a enep keariou Israel, hag e skoaz Ijjon, Dan, Abel-Maim hag holl vagasinou keariou Neftali. 5 Hag adaleg ma wezaz Baesha ze, ec’h echuaz da sevel Rama hag e paouezaz he labour. 6 Neuze ar roue Asa a gemeraz ganthan Juda holl, hag e kaschont ar vein hag ar c’hoad euz Rama, a lakea Baesha sevel ; hag e savaz Gueba ha Mitspa.

7 En amzer ze, Hanani, ar Gweler, a zeuaz da gaout Asa, roue Juda, hag a lavaraz dezhan : Abalamour ma out en em harpet var roue ar Siri, ha ma n’hen d’out ket en em harpet var an Aotrou, da Zoue, arme roue ar Siri he deuz tec’het euz da zorn. 8 An Etiopied hag al Libied ha ne oant-hi ket eun arme vras meurbet, o kaout kirri ha marc’herien en niver bras meurbet Mes abalamour ma en em harpez var an Aotrou, e lekeaz anezhei entre da zaouarn. 9 Rag daoulagad an Aotrou a genred an douar holl, evit souten ar re euz a bere ar galoun a zo holl dezhan. Follentez ec’h euz groet en ze ; rag en amzer da zont ez pezo brezellou. 10 Hag Asa a oe koleret a enep ar Gweler, hag e lakeaz anezhan er prizon, rag gwal goleret e oa a enep dezhan divarben ze. Asa a waskaz ive, en amzeriou ze, unan benag euz ar hobl.

11 Ha setu, oberiou Asa, ar re genta hag ar re diveza, a zo skrivet en levr rouane Juda hag Israel. 12 An naoved ha tregont bloaz euz he ren, Asa a

387