Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/396

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

II. NEVENTIZOU, 17, 18.

oe klanv euz he dreid, hag he glenved a oe gwal c’haro ; ha koulskoude en he glenved, ne glaskaz ket an Aotrou, mes ar vedesined. 13 Goude Asa en em gouskaz gant he dadou, hag he varvaz ar bloazvez ha daou-ugent euz he ren. 14 Hag e oe sebeliet er bez hen doa lekeat toulla en kear David. Gourvezet e oe var eur gwele pehini hen doa lakeat da leunia a barfumou hag a c’houezou mad, kempennet en labour a barfumerez ; hag e oe devet evithan eun niver bras meurbed.


17 JOSAFAT, he vab, a renaz en he blas, hag en em nerzaz a enep Israel. 2 Lakaat a reaz troupou en holl geariou krenv Juda, ha gwarded en bro Juda, hag en keariou Efraim pere a oa bet kemeret gant Asa, he dad.

3 Hag an Aotrou a oe gant Josafat, abalamour ma c’heulie kenta henchou David, he dad, ha ma ne adklaske ket ar Baalim ; 4 rag adklas a reaz Doue he dad, hag e valeaz en he c’hourc’hemennou, ha nan hervez ar pez a rea Israel. 5 An Aotrou a starteez he rouantelez entre he zaou¬arn ; ha Juda holl a zigase profou da Josafat, hag hen doe pividigez ha gloar a leiz. 6 He galoun en em hardiez en henchou an Aotrou, hag e lamaz c’hoaz euz Juda al lec’hiou huel ha skeudennou Ashera.

7 Goude an drived bloaz ens he ren, e kasaz he chefou Benhail, Obadia, Zakari, Nathanael ha Mikaja, da gelen en keariou Juda ; 8 ha ganthei al Levited Shemaja, Nethania, Zebadia, Asael, Shemiramoth, Jonathan, Adonija, Tobija ha Tob-Adonija, Levited, ha ganthei Elishama ha Joram, sakrifierien. 9 Kelen a rejont en Juda, o kaout ganthei levr lezen an Aotrou. Ober a rejont an dro da holl geariou Juda, hag e kelenjont entouez ar bobl.

10 Ha spouron an Aotrou a oe var an holl rouantelezou a oa endro da Juda, ha ne rejont ket a vrezel da Josafat. 11 Memeuz a di ar Filistined e tigaset profou da Josafat, hag eur dle arc’hant ; hag an Arabed a zigase ive dezhan loened, seiz mil seiz kant maout ha seiz mil seiz kant bouc’h. 12 Evel se Josafat a iea en eur greski bete an huela degre. Hag e savaz en Juda kestel ha keariou a vagasinou. 13 Ober a reaz labouriou bras en keariou Juda ; hag e oa tud a vresel, tud kalounek, en Jerusalem.

14 Ha setu ho niveramant, hervez tiez ho zadou. Chefou milierou Juda a oe : Adna, ar chef, gant tri c’hant mil vrezellier kalounek. 15 A gostez dezhan, Jokanan, ar chef, gant daou c’hant pevar-ugent mil den. 16 A goztez dezhan, Amasia, mab Zikri, pehini a oa en em ginniget a volonte vad d’an Aotrou, gant daou c’hant mil vrezellier kalounek. 17 Euz Benjamin, Eliada, brezellier kalounek, gant daou c’hant mil den, armet gant ar warek hag an diren ; 18 a goztez dezhan, Jehozabad, gant nao-ugent mil den, gwisket evit an arme. 19 Ar re ze eo ar re a oa en servich ar roue, lekeat er c’heariou krenv, en Juda holl.


18 Ha Josafat, o kaout kalz a binvidigezou hag a c’hloar, en em unanaz dre zimezi gant Akab. 2 Hag aben eun nebeut bloaziou, e tiskennaz entreze Akab, da Samari. Hag Akab a lazaz evithan, hag evit ar bobl pehini a oa ganthan, eun niver bras a zenved hag a ijened, hag a aliaz anezhan da biniat da Ramoth Galaad. 3 Akab, roue Israel, a lavaraz da Josafat, roue Juda : Dont a ri te ganen me da Ramoth Galaad ? Hag hen a respountaz dezhan : Dispos ouzin evel ac’hanout, hag euz va fobl evel euz da bobl ; ha ni a ielo ganez d’ar brezel.

4 Neuze Josafat a lavaraz da roue Israel : Kuzul da genta, me az pad, gir an Aotrou.

5 Neuze roue Israel a zastumaz ar brofeded, en niver a bevar c’hant, hag a lavaraz dezhei : Mont a rafomp-ni d’ar brezel a enep Ramoth Galaad, pe n’ez afomp-ni ket ? Hag int a respountaz : Pin, ha Doue a lakao anezhi entre daouarn ar roue. 6 Mes Josafat a lavaraz : N’euz ket ama ken profed ebet d’an Aotrou, dre behini helfomp-ni he guzuli ? 7 Hag roue Israel a lavaraz da Josafat : Beza e zo c’hoaz eun den dre behini heller kuzuli an Aotrou ; mes kasaat a ran anezhan, rag ne brofetiz ket netra a vad, mes atao drouk ; Miche eo, mab Jimla. Ha Josafat a lavaraz : Ra na gomzo ket ar roue evel se ! 8 Neuze roue Israel a c’halvaz eun ofiser, hag a lavaraz dezhan : Laka buhan Miche, mab Jimla, da zont.

9 Ha roue Israel ha Josafat, roue Juda, a oa azezet, pep hini anezhei var he drôn, gwisket gant ho dillad a roue, hag e oant azezet er blasen,