Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/397

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

II. NEVENTIZOU, 19.

en tal dor Samari ; hag an holl bro a brofetize dirazhei. 10 Neuze Tsidkija, mab Kenaana, o veza en em c’hroet kerniel houarn, a lavaraz : Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou : Gant ar c’herniel ma te a vrocho ar Siried bete ho distruja. 11 Hag an holl brofeded a brofetize er memeuz doare, o lavarout : Pin da Ramoth Galaad, hag e teui a benn, hag an Aotrou a lakao anezhi entre daouarn ar roue. 12 Hag ar c’hannad pehini a oa eet da c’hervel Miche, a gomzaz outhan, hag a lavaraz dezhan : Setu, ar brofeded a brofetiz holl a eur vouez mad d’ar roue, ; da bedi a ran, ma vezo da c’hir henvel euz hini pep hini anezhei, ha diskleri ar mad. 13 Mes Miche a respountaz : An Aotrou a zo beo ! me a lavaro ar pez a lavaro va Doue.

14 Dont a reaz eta entrezek ar roue, hag ar roue a lavaraz dezhan : Miche, mont a rafomp-ni d’ar brezel a enep Ramoth Galaad, pe n’ez afomp ket ? Hag hen a respountaz : Piniet, dont a refet a ben, ha lakeat e vefont entre ho taouarn. 15 Hag ar roue a lavaraz dezhan : Ped gwech e pedin ac’hanout da lavaret d’in nemert ar wirionez en hano an Aotrou ? 16 Hag hen a respountaz : Gwelet em euz Israel holl sklabezet dre ar meneziou, evel eun tropel denved hep pastor ; hag an Aotrou Hen deuz lavaret : An dud ze n’ho deuz Aotrou ebet ; ma tistroo pep hini en peoc’h en he di ! 17 Neuze roue Israel a lavaraz da Josafat : N’em euz ket lavaret d’id, ne brofetize netra a vad divar va fenn, mes drouk ? 18 Ha Miche a lavaraz : Dre ze, selaouet gir an Aotrou : Gwelet em euz an Aotrou azezet var he drôn, hag holl arme an envou en em dalc’he a zeou hag a gleiz dezhan. 19 Hag an Aotrou a lavaraz : Piou a dromplo Akab, roue Israel, evit ma pinio ha ma varvo en Ramoth Galaad ? Hag unan a respounte en eun doare hag egile en eun doare all. 20 Neuze eur spered a zeuaz araog hag en em dalc’haz dirag an Aotrou, hag a lavaraz : Me, me a droumplo anezhan ; An Aotrou a lavaraz dezhan : Penaoz ? 21 Respount a reaz : Me a ielo, hag a vezo eur spered a c’haou en genou he holl brofeded. Hag an Aotrou a lavaraz : Trompla a ri anezhan, ha dont a ri zoken a benn outhan. Kea er meaz ha gra evel se. 22 Brema eta, setu, an Aotrou Hen deuz lekeat eur spered a c’haou en genou da brofeded pere a zo aze ; hag an Aotrou Hen deuz diskleriet drouk a enep d’id.

23 Neuze Tsidkija, mab Kenaana, a dostaez, hag a skoaz Miche var he jod, hag a lavaraz : Dre bez hent eo pelleat Spered an Aotrou ouzin me evit komz ouzit ? 24 Ha Miche a respountaz : he welet a ri en deiz ma ez i euz a gampr en kampr evit en em guzet ! 25 Neuze roue Israel a lavaraz : Kemeret Miche, ha kaset anezhan entreze Amon, kabiten kear, hag entrezek Joaz, mab ar roue. 26 Ha c’hwi a lavaro : Evelhen hen deuz lavaret ar roue : Lakeet an den ma er prizoun, ha bevet anezhan euz vara ar glac’har hag euz a zour ar glac’har, bete ma tistroin en peoc’h. 27 Ha Miche a lavaraz : Mar deuez biken en peoc’h, an Aotrou n’Hen deuz ket komzet ouzin-me. Hag e lavaraz c’hwi holl poblou klevet !

28 Roue Israel a biniaz eta gant Josafat, roue Juda, da Ramoth Galaad. 29 Ha roue Israel a lavaraz da Josafat : Me en em dic’hizo evit mont d’ar brezel ; mes te, en em wisk gant da zillad. Evel se roue Israel en em dic’hizaz ; hag ez ejont d’ar brezel.

30 Ha roue ar Siri hen doa roet an urz ma da, chefou he girri, o lavarout : Ne refet drouk na da vihan na da vras, mes hepken da roue Israel. 31 Kerkent eta ma ho doa chefou ar c’hirri gwelet Josafat, e lavarjont : Roue Israel eo ! hag e rejont an dro dezhan evit he gemer ; mes Josafat a griaz, hag an Aotrou a zikouraz anezhan, ha Doue ho fellaez outhan. 32 Ha pa welaz chefou ar c’hirri penaoz ne oa ket roue Israel, en em distrojont outhan. 33 Neuze eun den a dennaz he warek dre var, hag a skoaz roue Israel entre juntrou he gwirasen ; hag ar roue a lavaraz d’he garener : Distro, ha kas ac’hanoun er meaz euz ar renkou ; rag gouliet oun. 34 Hag, en deiz ze ar brezel a oe stard ; ha roue Israel a choumaz en he gar, dirag ar Siried, bete an abardaez ; hag e varvaz vardro kusheol.


19 Josafat, roue Juda, a zistroaz iac’h ha mad en he di, da Jerusalem. 2 Mes Jehu, mab Hanani, ar Gweler, a ieaz araog d’ar roue Josafat, hag a lavaraz dezhan : Au den fall eo a zo ret zikour ? Enebourien an Aotrou eo a gerez ? Abalamour da ze, an Aotrou a zo koleret a enep d’id. 3 Mes en em gavet e zo traou mad ennout, rag lamet ec’h euz skeuden-

389