Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/398

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

II. NEVENTIZOU, 20.

nou Ashera euz ar vro, ha te ec’h euz lakeat da galoun da adklask Doue.

4 Ha Josafat a choumaz en Jerusalem. Goude, a nevez, ez eaz entouez ar bobl, adaleg Beer-Sheba bete menez Efraim, hag e tistroaz anezhei d’an Aotrou, Doue ho zadou. 5 Lakaat a reaz ive barnerien er vro, en holl geariou krenv Juda, en pep kear. 6 Hag e lavaraz d’ar varnerien : Lekeet evez d’ar pez a refet ; rag n’eo ket evit an den eo e varnet, mes evit an Aotrou, pehini a vez ganeoc’h pa varnfeet. 7 Brema, ra vezo doujans an Aotrou varnoc’h ; evez d’ar pez a refeet ; rag n’euz ket a zrougiez en Aotrou hon Doue, nag a zievested evit den, nag a gemeridigez a brofou.

8 Josafat a lekeaz ive en Jerusalem Levited ha sakrifierien, ha chefou tadou Israel, evit barnedigez an Aotrou, hag evit ar stourmadegou. Hag e tistrojont da Jerusalem. 9 Hag e roaz urzou dezhei, o lavarout : Ober a refeet evel se en doujans an Aotrou, gant lealded hag eeünder a galoun. 10 Hag evit ar stourmadegou pere a zeuo dirazoc’h, euz a beurz o preudeur pere a choum en ho c’heariou, pe e vezo affer a dorfet, a lezen, a c’hourc’hemen, a reoliou pe a urzou, e sklerijenfet anezhei, evit na vefont ket koupabl en kenver an Aotrou, ha ma ne vezo ket a zroug varnoc’h ha var ho preudeur. C’hwi a raio evel se, ha ne vefet ket kavet koupabl. 11 Ha setu, Amaria, ar beleg bras, a zo lekeat varnoc’h evit holl afferou an Aotrou, ha Zebadia, mab Ismael, prins ti Juda, evit holl afferou ar roue ; hag evit skrivanierien oc’h euz al Levited dirazoc’h. En em grenvaet ha groet ; ha ma vezo an Aotrou gant an den mad.


20 Eruet a reaz goude ze, penaoz bugale Moab ha bugale Ammon (rag ganthei e oa Ammonited) a zeuaz a enep Josafat evit ober brezel dezhan. 2 Deuet e oat eta da lavaret da Josafet, o lavarout : Dont a ra a enep d’id eun niver bras euz an tu all da vor, ar Siri ; ha setu int-hi en Hatsatson-Thamar, pehini a zo En-Guedi. 3 Neuze Josafat a zoujaz hag en em lekeaz da glask an Aotrou, hag ec’h embannaz eur iun evit Juda holl. 4 Juda en em zastumaz eta evit goulen zikour digant an Aotrou ; deuet e oat zoken euz a holl geariou Juda da glask an Aotrou.

5 Ha Josafat en em dalc’haz en asamble Juda ha Jerusalem, en ti an Aotrou, dirag al leur nevez : 6 hag e lavaraz : Aotrou, Doue hon zadou ! n’out-te ket Doue en envou, ha n’eo ket te pehini a ren var holl rouantelezou ar broadou ? Ha n’ema ket en da zorn an nerz hag ar galloud, en hevelep doare ma ne hell den herzel ouzit ? 7 N’eo ket te, o hon Doue ! pehini Hen deuz diberc’hennet tud ar vro ma dirag da bobl Israel, ha pehini hen deuz he roet da viken da lignez Abraham, pehini a garie ac’hanout ? 8 Choumet int ennhan, ha savet ho deuz d’id ennhan eur santuar evit da hano, o lavarout : 9 Mar eru eun drouk benag ganeomp, ar c’hleze, ar varnedigez, ar vosen, pe ar gernez, ni en em dalc’ho dirag an ti ma, hag en da brezans ; rag da hano a zo en ti ma ; ha ni a grio d’id en hon zristidigez, ha te a zelaouo hag a zelivro ! 10 Brema, setu ama bugale Ammon ha Moab, ha re menez Seir, en ti pere n’ez poa ket lezet bugale Israel da vont, pa deuent euz an Ejipt — rag en em distrei a reaz outhei, ha ne zistrujaz ket anezhei — 11 setu e paeont ac’hanomp a gement ze, o tont da gas ac’hanomp kwit euz da heritach, a behini ec’h euz roet an dalc’h deomp. 12 O hon Doue ! ne varni-te ket anezhei ? Rag n’euz ket a nerz ennomp dirag an niver bras ma pehini a zeu a enep deomp, ha ni na ouzomp petra da ober ; mes hon daoulagad a zo vamout te.

13 Ha Juda holl en em dalc’he dirag an Aotrou, gant zoken ho famillou, ho gragez hag ho bugale. 14 Neuze Spered an Aotrou a oe var Jakaziel, mab Zakari, mab Benaja, mab Jeiel, mab Matthania, Levit, a douez bugale Asaf, en kreiz an asamble ; hag e lavaraz : 15 C’hwi, Juda holl, ha tud Jerusalem, ha te, roue Josafat, bezet eveziek ! Evelhen a lavar an Aotrou deoc’h : Na zoujet ket, ha na vezet ket spouronet abalamour d’an niver bras ze ; rag ne vezo ket deoc’h-hu da vrezelli, mes da Zoue. 16 Diskennet varc’hoaz a enep dezhei ; setu int-hi ama o piniat dre grec’hien Tsits, ha kaout a refet anezhei en penn ar blenen, dirag distro Jeruel. 17 Ne vezo ket deoc’h-hu d’en em ganna er gan ze ; eet hag en em dalc’het eno, ha gwelet an delivrans ez a an Aotrou da rei deoc’h. Juda ha Jerusalem, n’ho pezet ket a aoun, ha na vezet ket spountet ! Varc’hoaz, eet araog dezhei, hag an Aotrou a vezo ganeoc’h.

390