Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/399

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

II. NEVENTIZOU, 21.

18 Neuze Josafat a izelaez he visach d’an douar, ha Juda holl ha tud Jerusalem en em daolaz dirag an Aotrou, euz en em stoui dirag an Aotrou. 19 Hag al Levited, a douez bugale ar Gehatited hag a douez bugale ar Gorited, a savaz da selebri an Aotrou Doue Israel, gant eur vouez krenv hag huel.

20 Goude, euz ar beure, e savchont a bred hag ez ejont entreze distro Thekoa ; hag evel ma ez eent, Josafat en em dalc’haz eno hag a lavaraz : Juda ha c’hwi, tud a Jerusalem, selaouet ac’hanoun : Kredet en Aotrou ho Toue, hag e vefeet er zurded ; kredet en he brofeded, hag e teufet a benn.

21 Goude, o veza kuzuliet gant ar bobl, e lakeaz kanerien d’an Aotrou, pere a selebre he vanifisans santel ; hag, o vale dirag an arme, e lavarent : Meulit an Aotrou, rag he vadelez a bad da viken.

22 Hag er momant ma kommanschont ar gân liag ar veulodi, an Aotrou a lekeaz gedou a enep bugale Ammon ha Moab, ha re menez Seir, pere a zeue a enep Juda, hag e oent kannet. 23 Bugale Ammon ha Moab en em savaz a enep tud menez Seir, evit ho gwestla d’an distruj ha d’ar maro ; ha pa ho doe echu gant tud Seir, en em zikourjont all eil egile d’en em distruja.

24 Ha pa eraaz Juda var an huelder a belec’h e weler an distro, e seljont entrezek an niver bras ze, ha setu, e oa korfou maro var an douar, hep ma oa tec’het unan anezhei. 25 Evel se Josafat hag he bobl a zeuaz da billat ho diwisk, hag e kavchont entouez ar c’horfou maro madou a leiz ha traou prisiuz ; hag e kemerjont kement, ken ne oent ket evit ho dougen ; hag e piljont an diwisk enpad tri deiz, rag bras e oa. 26 Hag, ar bevare deiz, en em dastumjont en traounien ar Vennoz ; rag eno e venikjont an Aotrou ; dre ze eo bet hanvet al lec’h ze, bete hirie, traounien ar Vennoz. 27 Goude holl dud Juda ha Jerusalem, ha Josafat, en ho fenn, a adkemeraz joauz hent Jerasalem ; rag an Aotrou Hen doa roet joa dezhei divarben ho enebourien. 28 Mont a rejont eta en Jerusalem, en ti an Aotrou, gant lirennou, telennou ha trompillou. 29 Ha spouron Doue a oe var holl rouantelezou ar broiou, pa ho doe klevet Hen doa an Aotrou brezelliet a enep enebourien Israel. 30 Evel se rouantelez Josafat a oe zioul, hag he Zoue a roaz dezhan diskwiz a bep tu.

31 Josafat a renaz eta var Juda. Oajet e oa a bemp bloaz ha tregont pa zeuaz da roue, hag e renaz pemp bloaz varn-ugent en Jerusalem. He vam a oa hanvet Azuba, merc’h Shilki. 32 Heul a reaz roudou Asa, he dad, ha n’en em zistroaz ket, oc’h ober ar pez a zo eeün dirag an Aotrou. 33 Koulskoude al lec’hiou huel ne oent ket lamet, hag ar bobl n’hen doa ket c’hoaz troet he galoun entreze Doue he dadou. 34 Hag an nemorant euz a oberou Josafat, ar re genta hag ar re diveza, setu, int skrivet en memoriou Jehu, mab Hanani, lakeat en levr rouane Israel.

35 Goude ze, Josafat, roue Juda, en em unanaz gant Akazia, roue Israel, a behini ar vuez a oa fall. 36 En em unani a reaz ganthan evit ober listri, abalamour da vout da Darsis ; hag e rejont listri en Etsjon-Gueber. 37 Neuze Eliezer, mab Dodava, euz Maresha, a brofetizaz a enep Josafat, o lavarout : Abalamour ma ez out en em unanet gant Akazia, an Aotrou Hen deuz distrujet da labour. Hag al listri a oe bruzunet, ha ne heljont ket mont da Darsis.


21 GOUDE Josafat a gouskaz gant he dadou, hag e oe sebeliet ganthei en kear David ; ha Joram, he vab, a renaz en he blas. 2 Beza hen doa breudeur, mibien Josafat, Azaria, Jehiel, Zakari, Azaria, Mikael ha Shefatia. Ar re ze holl a oa mibien Josafat, roue Israel. 3 Ho zad hen doa groet dezhei roou bras en arc’hant, en aour, hag en traou prisiuz, gant keariou krenv en Juda ; mes ar rouantelez hen doa roet da Joram, abalamour ma oa an ena.

4 Pa oe en em savet Joram var rouantelez he dad, ha ma oe en em nerzet, e lakeaz laza gant ar c’hleze he vreudeur holl hag hiniennou a chefou Israel. 5 Joram a oa daou vloaz ha tregont pa zeuaz da roue, hag e renaz eiz vloaz en Jerusalem. 6 Bale a reaz en hent rouane Israel evel ma hen doa groet ti Akab ; rag merc’h Akab a oa he vreg, hag e reaz ar pez a oa fall dirag daoulagad an Aotrou. 7 Koulskoude, an Aotrou, abalamour d’ar gonvenans Hen doa groet gant David, na fellaz ket dezhan distruja ti David, hervez ma Hen doa lavaret e roje eul lampr dezhan ha d’he vibien, evit biken.

391