Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/400

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

II. NEVENTIZOU, 22.

8 En he amzer, Edom en em revoltaz euz a zizentidigez Juda, hag e lekejont eur roue varnezhei. 9 Joram en em lekeaz da vale, hen hag he chefou hag he holl girri ; hag, o veza savet en noz, e kannaz an Edomited, pere a oa endro dezhan, hag holl chefou ar c’hirri. 10 Koulskoude Edom a zo en em dirollet a enep galloud Juda bete hirie. Er memeuz amzer ze, Libna en em zavaz a enep he c’halloud, abalamour ma hen doa dilezet an Aotrou, Doue he dadou.

11 Hen ive a reaz lec’hiou huel en meneziou Juda ; ober a reaz ma en em loudouraz tud Jerusalem, ha bouta a reaz ive re Juda da ze. 12 Neuze e teuaz dezhan eur skrid a beurz Eli, ar profed, o lavarout : Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou, Doue David, da dad : Abalamour ma n’ec’h euz ket heuliet roudou Josafat, da dad, 13 na reou Asa, roue Juda, mes ma ec’h euz heuliet trein rouane Israel, ha pa tizurzez Juda ha tud Jerusalem, evel ma hen deuz groet ti Akab, ha ma ec’h euz lazet da vreudeur, ti da dad, gwelloc’h evidout, 14 setu an Aotrou a ia da skei da bobl gant eur gouli bras, da vugale, da c’hragez ha da holl vadou. 15 Ha te, te az pezo poaniou bras dre eur c’hlenved a vouzellou ; bete ma teuo da vouzellou er meaz gant nerz euz ar c’hlenved, pehini a gresko euz a zeiz en deiz.

16 Hag an Aotrou a voutaz a enep Joram spered ar Filistined hag an Arabed, pere a choum tost d’an Ethiopied, 17 Piniat a rejont eta a enep Juda, hag ez ejont, hag he piljont an holl binvidigezou pere a oa kavet en ti ar roue ; ha digas a rejont zoken he vibien hag he c’hragez evel esklaved, en hevelep doare ma ne choumaz mab ebet ganthan, nemert Joakaz, ar iaouanka euz he vibien.

18 Goude kement se holl, an Aotrou a skoaz anezhan en he vouzellou, euz eur c’hlenved diac’huz. 19 Hag e c’hoarvezaz, a ben eun hevelep amzer, da fin an eilved bloaz, ma teuaz he vouzellou er meaz dre nerz ar c’hlenved, hag e varvaz en poaniou bras ; he bobl ne lakeaz ket a barfumou da zevi varnezhan, evel a oe lekeat var he dadou. 20 Oajet e oa a zaou vloaz ha tregont pa zeuaz da roue, hag e renaz eiz vloaz en Jerusalem. Mont a reaz kwit hep ma oe keùz dezhan, hag e oe sebeliet en kear David, mes nan en beziou ar rouane.


22 TUD Jerusalem a lekeaz Akazia, ar iaouanka euz he vibien, da roue en he blas, abalamour an troupou a oa deuet d’ar c’han gant an Arabed ho doa lazet a re gosa holl anezhei ; hag Akazia, mab Joram, roue Juda, a renaz. 2 Akazia a oa oajet a zaou vloaz ha daou-ugent pa zeuaz da roue, hag e renaz eur bloaz en Jerusalem. He vam a oa hanvet Athali, merc’h Omri. 3 Heul a reaz ive henchou ti Akab ; rag he vam a oa he guzulierez evit ar fall. 4 Ober a reaz eta ar pez a zo fall dirag daoulagad an Aotrou, evel ti Akab ; abalamour ma oent he guzulierien goude maro he dad, evit he zistruj.

5 Gouamet dre ho c’huzuliou, ez eaz zoken gant Joram, mab Akab, roue Israel, d’ar brezel, da Ramoth-Galaad, a enep Hazael, roue ar Siri. 6 Hag ar Siried a skoaz Joram, pehini en em distroaz evit ober en em iac’haat da Jizreel euz ar gouliou ho doa ar Siried groet dezhan en Hama, pa reaz ar brezel a enep Hazael, roue ar Siri. Neuze Azaria, mab Joram, roue Juda, a ziskennaz da welet Joram, mab Akab, da Jizreel, abalamour ma oa klanv. 7 Hag e oe evit he zistruj holl, pehini en em gave a beurz Doue, eo e teuez Akazia da gichen Joram. Hag pa oe en em gavet, ez eaz gant Joram dirag Jehu, mab Nimshi, pehini Hen doa an Aotrou eoliet evit distruja ti Akab. 8 Hag e c’hoarvezaz, evel ma rea Jehu reizded da di Akab, ma kavaz chefou Juda ha mibien breudeur Akazia, pere a zerviche Akazia, hag e lazaz anezhei. 9 Klask a reaz goude Akazia, pehini a oa en em guzet en Samari ; kemeret e oa ha digaset entreze Jehu, hag e oe lekeat d’ar maro. Goude e oe sebeliet, rag lavaret e oe : Mab Josafat eo, pehini hen deuz klasket an Aotrou euz a greiz he galoun. Ha ne oe den ken euz a di Akazia pehini a vije kapabl da ren.

10 Hag Athali, mam Akazia, o welet e oa maro he mab, a zavaz, hag a lazaz holl ras ar roue en ti Juda. 11 Mes Joshabath, merc’h d’ar roue Joram, a gemeraz Joaz, mab Akazia, a laeraz anezhan a douez mibien ar rouane pere a lekeat d’ar maro, hag a lekeaz anezhan gant he magerez en sal ar gweliou. Evel se Joshabath, merc’h ar roue Joram ha greg da

392